Kaozeal:Unvaniezh Demokratel Breizh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Sur ez eus broadelourien en UDB. Met n'eo ket diwar-se e vez barnet tuadur politikel ur strollad. Difenn ar brezhoneg a ra un tamm? An holl strolladoù gall a ra heñvel gant ar gallek. Difenn al labour e Breizh? Ar PCF a ra ivez. Ar PS Ivez marteze. Ra vo diazezet ar pennad war elfennoù sirius. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2006 da 16:28 (UTC)[respont]

Broadelour n'eo ket ur ger groñs. Pa skriven an dra-man ne oa nemet un doare diskrivan ideologiezh an UDB (hag a zo ivez evel-just ur strollad eus an tu kleiz, war-raokour, h.a.), hag ar familh strolladoù politikel a gemer hi perzh enni : BNG, Plaid Cymru, ERC, hag all. Goûd a ran mat ez eus tud en UDB o deus mezh en em anzav broadelour, hag a gav gwelloc'h lavar int rannvroadelourien dre m'o deus aon bezan gwellet fall gant ar PS. Mat. Met arabat eo disonjal ez eo bet krouet an UDB war ar mennoz e oa ur bobl dishenvel eus ar bobl Gall e Breizh... N'on ket ezel eus ar strollad-se, setu n'on ket o vont da zifenn muioc'h eget se o mennozioù... Benoni 3 Ebr 2006 da 18:06 (UTC)[respont]

klasket am eus lakaat an traoù en o flas un tammig dre displegañ politikerezh UDB hervez ar strollad o-unan. na rit ret bil, n'on ket-me ezel eus ar strollad-mañ ivez--Neal 3 Ebr 2006 da 18:52 (UTC)[respont]

Trugarez dit Benoni 3 Ebr 2006 da 19:02 (UTC)[respont]

Ya, deuet eo propik gant Neal. --Fulup 3 Ebr 2006 da 19:25 (UTC)[respont]
Pa vo kaoz eus politikerezh e vo diaes kavout emglev etrezomp, anat din. Ha reizh a-walc'h. Diaesoc'h c'hoazh kavout emglev hep kaozeal. Kaozeomp eta.
n'emañ ket aze an dalc'h. n'eo ket ret en em glevout war an dachenn bolitikel pe war n'eus forzh pesuert tachenn an e vefe. marteze a-walc'h, evit lâret gwir, e c'hellfen bezañ a-du ganit e-keñver politikerezh UDB, met n'eo ket amañ al lec'h da goazeal diwar-nbvenn sav-poent pep hini, met kentoc'h evit klask kinnig an traoù en doare neptuekañ posubl (politikerezh ar wikipedia an hini eo honnezh).
Evit sklaeraat ma savpoent: gwir zo da soñjal eo ur strollad broadelourien eo UDB, met ret eo diazezañ ar soñj-se war udb amañ er Wikipedia. Lakaomp goulenn Naoned e Breizh: trawalc'h eo evit bezañ anvet broadelour? A c'hell bezañ. D'am soñj e c'hall ar strollad-se kaout un emzalc'h broadelour, met peurvuiañ n'en devez ket. Er Wikipedia gallek ez eus tud a laka da vroadelourien kement den a ra gant ar gerioù Breizh, Breizhad, brezhoneg. Penaos en em lec'hiomp-ni er c'heñver-se? Me 'lar n'eo ket trawalc'h.
n'eo ket un afer sav-poentoù. kinniget e vez politikerezh UDB herveze o-unan. pep hini a raio he/e soñj. ar rummata a zo un afer all: aezetoc'h eo rummata pep tra a denn mui-pe-vui d'ar vroadelouriezh en ur rummad nemetañ broadelouriezh kentoc'h evit sevel meur a rummad, da skwer brizhvroadelouriezh, rannvroelouriezh, damrannvroelouriezh, brizhrannbarzhouriezh pe me 'oar me...
N'on ket er strollad-se ivez. Ne zifennin ket anezhañ ivez. Met klask a rin displegañ savpoent ar strollad (a zo kemmet a-hed ar bloavezhioù abaoe Breizh Trevadenn) gwellañ ma c'hallin.
justamant.. setu ar pezh a rankfer ober atav.

A-hend-all n'on ket nec'het e vije graet ur broadelour ac'hanon. Nemet goulenn a rin ouzh an hini a raio war beseurt diazez e ra an anv-se ac'hanon.

pa vez kaoz eus an traoù pesronel eo an afer all, met pelec'h eo bet komz er opennad-mañ eus kredennoù hini pe hini?
Daoust ha difenn ar brezhoneg ha bezañ broadelour a zo daou dra heñvel?
ur goulenn dedennus-tre, met e peseurt mod e tenn d'ar pennad diwar-benn an UDB. trawalc'h e vefe dezhe disklêriañ int bropadelourion evit bezañ renket er rummad-se. betek-hen n'em eus kavet lec'h e ebt ma vez lâret en un doare resis ha sklaer ha ma vefe an dud a-du gantañ penn-da-benn petra eo ar vroadelouriezh.
Krediñ a ra din gouzout petra e vo ar respont, met mat eo lakaat an traoù sklaer. Evit o implij evel just. Rak ma n'eo ket ni a ra, re all a raio moarvat. Ober a reont dija.
Ret eo soñjal ivez e vo ret skrivañ ar pennad broadelouriezh. Bianchi-Bihan 4 Ebr 2006 da 08:26 (UTC)[respont]
ya, ret e vefe sevel ar pennad-se. sur mat e tisplijo kazi pep tra da bep hini, o kregiñ gant an termendaurezh hg oc'h achuiñ gant ar sav-poentoù politikel...

Neal 4 Ebr 2006 da 08:58 (UTC)[respont]