Kaozeal:Toullgorferezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

n'emañ ket ma geriadurioù ganin. ha goût a oar unan bennaket penaos e vez lâret e brezhoneg:

nuque : kilpenn
gland : mezenn (ar c'halc'h)
uretre : san droazh
scrotum : gousac'h
prépuce : beskenn
anus : fraezh
vagin : gouin
pubis : askorn kaezour
vulve : kourzh
clitoris : ellig
clitoral hood (saozneg) : mezenn an ellig

trugarez deoc'h en a-raok--Neal 20 Meu 2006 da 16:56 (UTC)[respont]

    • gwir eo - soñjet em boa en ennañ met divizet am boa ober gant toulladur a-benn ar fin evit ma klotfe gant tatouadur, met ar gwir 'zo ganit hag e vo kemmet. mat e vije ivez d'az soñj lakaat tatouerezh e lec'h tatouadur?-Neal 22 Meu 2006 da 07:36 (UTC)[respont]
Aze eo aesoc'h dispartiañ an tatouerezh (teknik an tatouañ) eus an tatouadur e-unan (tatou pe skeudenn bet tatouet). En em soñjet on un tammig war an termen "piercing" hag a-benn ar fin ne vefe ket fall, marteze, sevel ar ger toullgorfañ (war skouer toullgofañ) evit "ober ur piercing". Aesoc'h e vefe toullgorferezh da embreger eget toulladur korf. Ha toullgorfour a vefe evit ar vicher --Fulup 22 Meu 2006 da 10:43 (UTC)[respont]


Graet dispar. on o vont da gemmañ titl ar pennad diouzhtu. trugarez dit. a-hendall on o klak ur ger evit treiñ gay e saozneg (ne servij ket gay e brezhoneg anat eo!). n'oûn ket hag-eñ ez eus ur ger a vez implijet dija, met soñjet 'm eus e vije tu d'ober gant bliv da skwer evel ma reer e kembraeg gant hwyo. petra a soñjez?--Neal 22 Meu 2006 da 11:07 (UTC)[respont]
N'eo ket aes. Pa glasker treiñ ar ger gay e brezhoneg en em gaver gant gerioù na lakaont ket da soñjal en heñvelreviaded tamm ebet. Ouzhpenn emañ kudenn an anvioù-gwan zo diaes da implijout da anv-kadarn e brezhoneg. Ret e vije kavout un termen disheñvel-mik met a virfe ar spered zo gant gay e saozneg memes tra. Ret e vije ivez kavout un termen a vefe degemeret gant ar gumuniezh gay brezhonek (din da c'houzout n'int ket gwall frammet evit c'hoazh). Aet eo pell ar ger gay e sevenadur an dud bremañ. Diaes e vo e zistroadañ. Pa n'eus termen gallek ebet kevatal dezhañ ne sant ket an dud an ezhomm da gaout un termen brezhonek evit se. --Fulup 22 Meu 2006 da 11:55 (UTC)[respont]
ya, gwir eo. marteze e vije tu d'ober gant gae rak gay a dalv sot evidin e brezhoneg (evel nay)--Neal 22 Meu 2006 da 12:01 (UTC)[respont]