Kaozeal:Spern

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Petra a dalvez an draezennig ? --Llydawr 22 Her 2007 da 21:18 (UTC)

Traezenn : Tra galet, anezhañ un unvez dizalc'h, graet evit talvezout d'un dra bennak (Geriadur brezhoneg An Here). (objet concret, mar karez. --Ch. Rogel 22 Her 2007 da 21:59 (UTC)

Ar spern zo plant dreinek, din-me, hag ur ger stroll eo. Penaos e c'hell "ur spern" bezañ "un draezennig begek" ? --Llydawr 23 Her 2007 da 16:35 (UTC)

E brezhoneg, din da c'houzout, e vez graet ar c'hemm etre spern, a zo gwez (evel derv, haleg, ha me 'oar), ha drein, a zo elfennoù begek war ar spern, ar roz ... hag e korfoù ar pesked. Bianchi-Bihan 23 Her 2007 da 16:49 (UTC) ... Ha Kurunenn spern Jezuz-Krist zo da gompren evel pa vije kurunenn derv, pe kurunenn lore... "épines" gallek zo bet troet gant "spern", met spern n'eo ket "épines" , ... dres evel "genoux" a vez troet gant "barlenn" alies, met barlenn n'eo ket genoux. Bianchi-Bihan 23 Her 2007 da 17:12 (UTC)