Kaozeal:Speredelezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Souezhet on un tamm gant an termenadur a roer d'ar ger speredelezh er pennad man rak n'eo tamm ebet ar pezh a gav din ez eo. Evidon ar speredelezh er c'hontrol a zo liammet strizh gant ar relijion E pep relijion ez eus speredelezhioù. Er relijion gatolik da skouer e c'heller merzout meur a zoare da vevan ar relijion se : hervez ar broioù, hervez prantadoù an istor hag emdroadur ar gevredeigezh hag ar menozioù. Da skouer e Breizh e c'heller komz e sigur an dra-se, ma karer, eus ensevenadur ar relijion, evel ma lavar Yann Baol II, pa weler doare dibar ar vretoned a-hed 1500 vloaz o deus lakaet an Aviel da dalvezout en o sevenadur-int : an deolizh d'ar sent, liammet ouzh hini an anaon, ar pardonioù, ar c'hlozioù-iliz, ar gehelerezh da Santez Anna, ar mil gizioù iskis a oa pe a zo c'hoazh : souban ur babig na gerzh ket en dour yen, ober 3 gwech tro iliz rumengol a-raok mont e-barzh evit enorin an Dreinded, prosesion ar santigoù e Plougerne. A-drenv an doareoù ober se ez eus ar memez feiz katolik e Breizh ha e Polonia, met o lakaat ar pouez war draoù dishenvel. Rak ar vuhez kristen a zo drezi hec'h unan ul langaj da zisplegan e gomprenezon eus ar feiz, da lavarout eo mister Doue n'hell ket bezan eztaolet en e bezh en ur speredelezh hepken. Hi ne ra nemet enkorfan ar feiz se. Speredelezhioù all a zo : hini tredeidi Sant Fransez pe sant Dominig, hini santez Tereza ar Mabig Bihan... Atav e sell ouzh ar memez amkan : enkorfan ar feiz en e vuhez, e stern ur gumuniezh a dud a ra gant ar memez doareoù, ar memez speredelezh. Gwall ziaes eo da zisplegan a-benn ar fin petra eo ur speredelezh dre maz eo un hollad traoù a vez graet hep na vefe gouest atav an hini a ra anezho displegan o ster teologel fraezh tre : bevan a ra e feiz dre an oberoù-se o deus ur ster speredel evitan. Da goulz an nevez amzer on boas d'ober tro va fark ha lakaat barroù beuz e pep korn, ha boueta a ran brokus va loened da zeiz Pask : se a zo speredelezh rik, ha speredelezh a Vreizh ouzhpenn-se dre ma kaver ar boaz-se abaoe kantvedoù er vro-man...

Ar ster a zisplegit a zo koulz ha "santimant relijiel" : dishenvel tre eo. Tepod Gwilhmod