Kaozeal:Skridoù Breizh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ober ur brezel embann evit se, hep displegañ tra, zo kaout c'hoant da spazhañ laou, da lakaat an dud da goll amzer, da dufañ kasoni: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Skrido%C3%B9_Breizh&diff=prev&oldid=1603835. Ne deuio ket Edgar da ziskuliaén dimp anv e geneil spazher-laou? Fentus e vefe koulskoude. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:03 (UTC)[respont]

Klask a ran ober al labour ar skiantelañ ar gwellañ. Ar brezel embann a zo bet kaset war-raok gant Prieladkozh ha n'eo ket ganin. N'en deus ket displeget hemañ abeg e cheñchamantoù daoust da reolennoù ar wikipedia.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:11 (UTC)[respont]

HAG ABEG A-WALC'H OBER "FRI LOUS", "LOEN LOUS" HA "DEN DIVARREK" GANIN ? --Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:12 (UTC)[respont]

N'eo nemet an nouspetvet gwech warn-ugent e rit ar c'hoari-se ganin. Ma n'eo ket heskinerezh hag atahinerezh, petra eo?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:27 (UTC)[respont]
Ar pezh a stadan-me eo ne respontit d'ar goulennoù eeun savet ouzhoc'h gwech ebet... Biken ne gredfen ober "loen lous" gant den ebet, zoken gant un den eveldoc'h. N'em eus ket soñj da vezañ kejet gant unan bennak hag a vagfe kement a gasoni hag a fallagriezh !--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:40 (UTC)[respont]
Ar gerioù ho peus bet skrivet amañ diwar ma fenn a oa kant gwech gwashoc'h eget ar re-se.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:53 (UTC)[respont]
Evel-just Disi ha ne ran ket forzh peogwir emaon o paouez kompren ne vin ket kastizet gant den ebet o vezañ n'oc'h-c'hwi ket bet betek-henn : ret eo yudal gant ar bleizi ! A-benn nebeut e vo cheñchet ton ar pardon ganin en ho keñver, m'hen tou ! Ret eo d'ar gwir vrezhonegerien a zarempred ar rouedadoù sokial goût pe seurt den eo an aotrou Trec'hlid Mitonet e gwirionez. Ar brezel ho poa bet c'hoant da zisklêriañ : mat eo din.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 16:16 (UTC)[respont]

Dizonestiz[kemmañ ar vammenn]

Tud 'zo a zo barrek da adskrivañ traoù ar re all evit klask touelliñ an dud [1] ("den divarrek da zisplegañ abeg e cheñchamantoù" a oa skrivet ganin). Doareoù mezhus. Brezhoneger aketus ebet n'hall faziañ war ster ar pezh am boa skrivet.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:19 (UTC)[respont]

HA PERAK 'TA E CHOMIT MUT WAR "FRI LOUS" HA DREIST-HOLL "LOEN LOUS" ?????!!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:22 (UTC)[respont]

Pa sellan e welan : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Skrido%C3%B9_Breizh&action=history.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:24 (UTC)[respont]