Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Sirinks

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikipedia

Pelec'h e kaver testeniekaet ar ger-mañ e brezhoneg evit an dra-mañ ? E geriadur M. Ménard n'eo "sirinks" nemet un amprevan. Netra barzh Geriadur An Here, netra barzh Geriadur Al Liamm. Ar ger nemetañ implijet eo fleüt Pan (Ofis Publik Ar Brezhoneg (), hag er "vuhez wir" (), e-giz en holl yezhoù all koulz lavarout ().--Maenruilh (kaozeal) 6 Gwe 2017 da 11:38 (UTC)

Geriadur, teir gwech

[kemmañ ar vammenn]
Anaout a ran da relijion, gwelet eo bet amañ dija.
Hervezi emañ pep gwirionez er geriadurioù, hag er-maez eus ar geriadurioù gwirionez ebet. Marteze n'int ket graet gant tud?
Er vuhez wirion e komz neb a gar eus pezh a gar, eus doueed Hellaz a-wechoù, eus sirinks pe stomatofilak a-wechoùigoù, eus energiezh atomek pe gremm derc'hanel, hep goulenn aotre pabig ebet : ar geriadurioù zo binvioù da harpañ, ha n'eo ket da verzañ.
Ouzhpenn-se e kaver er geriadurioù gerioù ha n'int ket testeniekaet er-maez anezho : lakaomp
  • un toullad gerioù gant Vallée evel "dizimpoteka, hollrediezour" ("déterminisme", troet da savelegour e 2012)
  • al loened mojennel bazilig (ur blantenn hepken hervez geriadur Ménard) ha kokatris, deuet eus ar C'hatolikon : pelec'h int bet implijet n'ouzer ket. Koulskoude e vefe disheñvel ar bazilig (ur seurt naer), hag ar c'hokatris (ur seurt kilhog) er yezhoù all.
Gerioù zo, bet implijet, a blij da lod geriadurourien hag a zisplij da lod all, evel marc'h-kornek. bet skrivet
Ha gerioù zo a garfe lod berzañ peogwir nDermOfis, da gelenn dezho penaos sevel gerioù brezhoneks zo savet fall, splann: Organeg he Genoù Kemmet. Ober rez evel a garez, me ne ran ket gantañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Gwe 2017 da 13:25 (UTC)
Pebezh laius ! Lavarout rez forzh petra evit kuzhat un dra, dic'houest out da lavarout pelec'h e kaver "sirinks" gant ar ster-se e brezhoneg.
Komzet 'moa eus "ar vuhez wir", ha te lavar ne gomzan met eus geriadurioù.
Kavet e vez "bazilik" (gant "k" ha n'eo ket gant "g") evit al loen e Geriadur M. Ménard er c'hontrol d'ar pezh a lavarez, ha n'eo ket hepken evit ar blantenn, skrivet "bazilik" ivez (e-giz m'int skrivet ivez e Geriadur An Here ha Geriadur Al Liamm).--Maenruilh (kaozeal) 6 Gwe 2017 da 13:53 (UTC)
Marteze ne lennez ket mat pezh a skrivez, pe n'eo ket skrivet ganit, pe n'eo ket sklaer ez penn? Pemp linenn zo sinet ganit, hag ar ger geriadur zo implijet ganit teir gwech. Ne ouies ket? sell ! met evel-just, te ne lavarez ket n'eus forzh petra.
Ne ran forzh ebet e vije ar ger en ur geriadur pe nann : e brezhoneg emañ bremañ, tapet eus ur yezh all, evel ar gerioù energiezh ha nukleel, ha gant an daou ster a gaver en ur bern yezhoù all.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Gwe 2017 da 14:37 (UTC)

  1. Ne ran forzh ebet e vije ar ger en ur geriadur pe nann : e brezhoneg emañ bremañ, tapet eus ur yezh all, evel ar gerioù energiezh ha nukleel, ha gant an daou ster a gaver en ur bern yezhoù all. : kement-mañ a ziskouez ne ouzit ket – pe ne fell ket deoc'h anaout — ar pezh a zo eus un holloueziadur : ur benveg da ginnig gouiziegezh mab-den d'ar pred ma vez savet eo, ur benveg da grouiñ n'eo ket.
  2. Evel-m'eo bet resisaet adalek ar penn-kentañ, un holloueziadur eo Wikipedia, ur geriadur n'eo ket ; a-hend-all, pe c'heriadur a ginnig gerioù ijinet a-ratozh-kaer evit ar geriadur-se end-eeun ? Hini un akademiezh, a erbed gerioù. Hag ezel eus un akademiezh oc'h ?
  3. Ijinañ ur ger hag e lakaat e Wikipedia ne ra ket ur ger brezhonek anezhañ. Forzh piv a c'hall gwelet pegen kamm eo ar ger *sirinks, anat eo ez eo bet goveliet war ar prim, ha biken ne vo testeniekaet evel ger brezhonek.
  4. Wikipedia ne c'hall ket bout un dave evit Wikipedia : meur a c'her hoc'h eus goveliet (*sac'higell, *infant, *sikofant* hag all) a ranker skarzhañ dre ziouer a desteni ; bout bet lakaet ganeoc'h e Wikipedia ne ro tamm reizhegezh dezho er yezh. Emaoc'h o c'hoari ho tamm pab, dres a-walc'h, pa glaskit implijout ur benveg hag a zo digor d'an holl evit lakaat dre nerzh ho sell-c'hwi da dalvezout er yezh.
  5. Ingal e teuit da c'houlenn "pelec'h eo testeniekaet" ar ger-mañ-ger testeniekaet-mat n'anavezit ket ; war an dro, nac'hañ a rit groñs reiñ daveoù pa vezont goulennet diganeoc'h.
  6. Ne glot ket Wikipedia gant ar pezh a fell deoc'h ober ; kit 'ta da DermOfis da gelenn dezho penaos sevel gerioù brezhonek. Met ret eo gouzout kenlabourat.

Lagad Zoltec (kaozeal) 6 Gwe 2017 da 15:56 (UTC)

Fentus! Ne gollin ket amzer o komz gant ezel un akademiezh, anavezet eo da ideologiezh, ne vern gant pehini eus da anvioù e sinez. Distreiñ a rin war ur frazenn, hag echu. Homañ: Forzh piv a c'hall gwelet pegen kamm eo ar ger *sirinks, anat eo ez eo bet goveliet war ar prim, ha biken ne vo testeniekaet evel ger brezhonek. C'hoarzhin a ran ken e ran. Digor Geriadur Ménard, pajenn 1293, eizhvet ger gallek er golonenn dehou : syrinx; troidigezh kinniget : sirinks. Evel ma lavarez : anat eo ez eo bet goveliet war ar prim, ha biken ne vo testeniekaet evel ger brezhonek. Noz vat, aotrou akademisïan. 6 Gwe 2017 da 16:11 (UTC)

Deskiñ sevel gerioù

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket diaes sevel gerioù : n'eus nemet ober un sontadeg : http://www.brezhoneg.bzh/TPL_CODE/TPL_ENTREEPARTICIPATIVE/PAR_TPL_IDENTIFIANT/111/1-degemer.htm Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Gwe 2017 da 12:59 (UTC)

Lakaat sklabez

[kemmañ ar vammenn]

Sklabez zo bet lakaet em skrid uheloc'h gant un implijer difoutre : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Sirinks&diff=prev&oldid=1768392. Piv a naetao war e lerc'h? Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Gwe 2017 da 05:24 (UTC)