Kaozeal:Seizi
Rannbennad nevezNeuz
Troidigezh
[kemmañ ar vammenn]Demat, seizi : paralysie? Petra eo neuze: Gouseizi Ledseizi Pevarseizi Treuzseizi A galon Dishual (kaozeal) 4 Gen 2026 da 10:19 (UTC)
- Salud, doareoù seizi a gav din, kavout a ri respontoù e geriadur Preder enlinenn d'am soñj. A galon, Kestenn (kaozeal) 4 Gen 2026 da 11:24 (UTC)
- Bennozh!
- Ya dies eo gouzout sklaer pa n'eo ket liammet gant al liammou etrewiki.
- A galon Dishual (kaozeal) 4 Gen 2026 da 12:31 (UTC)
- Kavet em eus deveradurioù ar ger seizi en ur c'hlask penaos e vez troet parésie (gouseizi) (met hémiparésie = ledgouseizi ?), hémiplégie (ledseizi), quadrilégie (pevarseizi), ha treuzseizi (paraplégie) dre geriadur Ménard a implije geriadur Preder. Gant Geriafurch ez eer da bPreder ivez, evel ma ouzoc'h.
- Darn anezho ne vo komprenet nemet gant an dud a vicher ha vrezhonegerien, ha n'eus ket diouto war ar wiki-mañ c'hoazh, met ne vo ket a-blom ar raktres a-raok unan pe daou remziad. Ret eo deomp en em basiantat. nemet Ch. Rogel (kaozeal) 4 Gen 2026 da 14:09 (UTC)
- Demat dit,
- kudenn ebet just evit bezañ sur. Brav da labour. Kenkas ma vo kendalc'het gant lod all gwelloc'h da vezañ sklaer. MA vez tu dit implij al liammoù etrewiki?
- Ur spered lemm, sklaer eo emaomp o kenderc'hel al labour boulc'het gant remziad Gwalarn ha kendalc'het gant lod all. Gwelet e vo an implij a vo eus kement-mañ.
- Ar pezh a zo sur e vez bouetaet an naouegezh artifisiel gant omp labour n'eo ket fall dija!
- A galon Dishual (kaozeal) 4 Gen 2026 da 18:30 (UTC)