Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Santo Domingo (disheñvelout)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Mat e vije sellout a dost, me gred e vez skrivet Santo-Domingo hep barrenn-stagañ: en holl yezhoù all ne vez ket heuliet doare ar galleg. Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 17:23 (UTC)[respont]

Pajenn doubl ha pajenn disverket

[kemmañ ar vammenn]

Ur pennad doubl a oa amañ "Santo Domingo" gant un danvez disheñvelout gant ar memes pal hag ar pennad "Santo Domingo (disheñvelout)" bet savet araozañ, hemañ gant un etrewiki fall evel alies. Un dra souezhus a oa degouezhet: ar pennad diwar-benn ar gêr "Santo Domingo"-mañ, bet savet gant Arko d'ar 16 a viz C'hwe. 2008, a zo bet skarzhet n'ouzon re dre benaos, d'ar 24 a viz Ma 2010. War a seblant da heul ur pennad disverkañ an anv skrivet gant ur varrennig-stagañ (ar pezh ne oa ket da vezañ), met ar bajenn reizh hep ar varrennig-stagañ a oa bet skarzhet da heul... Gwir eo, evel alies pa vez diheñchet ur pennad eus e bal kentañ evel ma oa bet graet, ne vez nemet reuz da gaout war-lerc'h. Neuze 'ta: evel ma oa bet savet "Santo Domingo (disheñvelout)" a-raok ar pennad "Santo Domingo" gant ar pal disheñvelout, ec'h adlakaan an traoù evel ma oant da gentañ, hag ec'h adlakaan danvez kêr "Santo Domingo" er bajenn-se, evel ma oa he c'harg kentañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 Mez 2012 da 17:18 (UTC)[respont]