Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Santi-

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikipedia

Brezhoneg beleg ?

[kemmañ ar vammenn]

Brezhoneg beleg eo "santi". Ur gantvedenn > kant—. --2.14.178.144 24 Gen 2013 da 21:05 (UTC)

Frañsez Vallée, Roparz Hemon hag Ernest ar Barzhig ne oant ket beleien anezho, ha koulskoude e reent gant "santimetr". --Yun (kaozeal) 8 C'hwe 2025 da 18:18 (UTC)

Petra zo etrebroadel ha petra n'eo ket

[kemmañ ar vammenn]

Gant ar BPIM ez eus bet dibabet muzulioù, rakgerioù hag o simboloù evit ma vefent implijet gant an holl vroioù a sav a-du ganto. Pep yezh a zo lezet da skrivañ ar muzulioù hag ar rakgerioù-se hervez he lizherenneg hag he reolennoù skrivañ. Ar metr, da skouer, a vez skrivet e meur a zoare :

Gant se e weler a-walc'h n'eo ket etrebroadel ar ger mètre implijet e galleg gant ar BPIM.

Heñveldra eo gant ar rakgerioù. Ar santimetr, da skouer, a vez skrivet e meur a zoare e rakger :

Aze c'hoazh e weler n'eo ket etrebroadel ober gant centi-, petra bennak ma reer gant ar simbol cm en holl yezhoù-se (sellet ouzh ar pennad मोलर अवशोषण गुणांक da skouer).

Ar stumm "santimetr" zo bet dibabet gant Kreizenn ar Geriaouiñ hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Kinnig a ran eta adenvel ar pennad-mañ "santi-"

Da glozañ gant se : etrebroadel eo an unanennoù, ar rakgerioù hag o simboloù. An doare da skrivañ an unanennoù hag ar rakgerioù n'eo ket avat. --Yun (kaozeal) 7 C'hwe 2025 da 05:07 (UTC)