Kaozeal:Sañskriteg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Sanskrit e rankfe bezañ, pa n'eus poblad ebet anvet *Sañskrit.
Gerdarzh : eus Skt. samskrtam "aozet ha gwellaet" < sam "kevret" + krta- "gober". Kar eo sam gant en: same, ha krta < rakindezeuropeg *k(w)er- "ober" (> karma). — T42N24T (kaozeal) 19 Her 2012 da 18:36 (UTC)

Kement se a c'heller lenn er Wikeriadur hep ar fazioù reizhskrivañ, gerdarzh ha fonologiezh. --81.53.3.91 20 Kzu 2012 da 19:29 (UTC)
Emañ ar gwir gant T42N24T : s.o. Online Etymology Dictionary. A-hend-all, ur falsger eo "sañskriteg", galleg troet e diwaneg eo hepken, rak 1/ sanskrit eo an anv, pa 'z eus anezhi ur yezh aozet ha gwellaet — n'eus poblad "sanskrit" ebet ; 2/ n'eus abeg ebet da friañ an "n", mar doujer koulz d'ar sanskrit ha d'ar brezhoneg muioc'h eget d'ar galleg. 2.14.177.135 20 Kzu 2012 da 20:05 (UTC)
Netra da welet gant "diwaneg" p'en kaver skrivet evel-se e Geriadur Vallée (1931).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Kzu 2012 da 10:34 (UTC)
Sellit amañ ouzh displegadennoù Yun, un den hag a oar sañskriteg. --Llydawr (kaozeal) 21 Kzu 2012 da 11:20 (UTC)

Marteze e vije mat kavout ar c'haozioù-se war ar memes pajenn. Ne gomprenan ket perak emaint war DIV. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Kzu 2012 da 16:24 (UTC)