Kaozeal:Renadenn eeun
Neuz
Da gendeuziñ gant ar pennad renadenn dieeun. Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 16:58 (UTC)
- N'on ket a-du: n'eo ket heñvel dre ret mont-en-dro an renadenn eeun hag ar renadenn dieeun (mar bez anezhe o-div) e holl yezhoù ar bed - talvoudus eo ivez kaout pennadoù disheñvel evit gallout ober dave oute pa vo bet savet penandoù o tennañ d'an troadoù (dativ, akuzativ, oblik, genitiv...).--Neal (Kaozeal) 16 Mez 2007 da 17:27 (UTC)
- Ma vez kendeuzet, pe distrujet hervez c'hoant lod, ar pennad paotreta, 'welan ket perak e vije graet daou bennad gant danvez ken skort. Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 18:10 (UTC)
- peogwir n'eo ket ar wikipedia un holloueziadur marteze? n'eo ket peogwir eo berr ur pennad ma rank bezañ diverket pe kenteuzet dre ret. Hag evel ma oarez mat (daoust d'az kwellañ strivoù evit lâret o c'hontrol mar fell dit klask hen ober) eo bet enteuzet ganin pennadoù bet savet ganin koulz ha pennadoù bet savet gant tud all. displeget am eus ugant arguzennoù poellek perak eo gwell, d'am soñj, kenderc'hel gant pennadoù disheñvel evit a sell ouzh ar renadenn eeun hag ar renadenn dieeun. Dit-te - pe d'an neb a fell dezhi/añ - da glask difenn ar pennad "paotreta" en un doare ken poellek all hag el lec'h dereat - da lâret eo war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad-se. A galon, --Neal (Kaozeal) 16 Mez 2007 da 19:18 (UTC)
- Ma vez kendeuzet, pe distrujet hervez c'hoant lod, ar pennad paotreta, 'welan ket perak e vije graet daou bennad gant danvez ken skort. Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 18:10 (UTC)