Kaozeal:Prizioù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

D'am soñj e vije ret leuskel ar vandenn " brezhonekaat" er pennad keit ma ne vo ket c'hwennet ha lamet ar fazioù ; tennañ ar vandenn (http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Prizio%C3%B9&action=historysubmit&diff=771767&oldid=771738) a zo kement ha reiñ da grediñ eo echu al labour, hag anat n'eo ket. Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 20:55 (UTC)[respont]

Ma n'eus arguzenn ebet a-enep ec'h adlakin ar vandennig eta. Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 21:04 (UTC)[respont]
Da gentañ penn, evel m'eo bet lavaret ganit, n'eo ket echu al labour. Emaon c'hoazh o klokat an traoù, ha n'am eus ket adlennet resis ha mat pep tra. Ha ma 'm eus tennet ar vandenn a oa bet ouzhpennet ganit eo dre ma oa un tamm frazenn hag a oa chomet e galleg he me gave din e oa en abeg da-se e poa lakaet anezhi. Un tamm amzer mar plij... A galon --Y-M D (kaozeal) 19 Gou 2010 da 21:10 (UTC)[respont]
Amzer zo n'eus forzh pegement. Ar vandenn zo graet evit bezañ lakaet pa vez ezhomm, hag ezhomm anezhi zo, diouzh gwelout, hag evit bezañ tennet pa vo deuet ar c'houlz. Ha n'eo ket dueet c'hoazh hervez a welan. Neuze ne welan nemet abeg da lakaat anezhi en-dro. Met pa vo echu al labour ganit, e c'hallin dont da welout . Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 21:16 (UTC)[respont]
Kempennet an div frazenn gentañ dija. Ar peurrest goude. Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 21:24 (UTC)[respont]
Mat mat, kenderc'hel a ran me ivez... --Y-M D (kaozeal) 19 Gou 2010 da 21:26 (UTC)[respont]

E kement pennad a zo diwar-benn prizioù er wiki-mañ e kaver ar memes fazi da reizhañ n'onn ket pet kwech. Neuze e talv ar boan displegañ:

  • Diwar batrom ar galleg e weler tud o vont da zisplegañ an abeg gant evit : din, n'eo ket brezhoneg, ha se zo kaoz e chom kalzig a draoù da reizhañ, amañ pe er pennadoù all. Rak ne vez ket roet ur priz evit bezañ graet un dra bennak e brezhoneg, met gant un dra bennak: Koll am eus bet gant ma legumaj, ur priz am eus bet gant ma fladenn nevez. N'eo ket ret krediñ pezh a laran: n'eus nemet goulenn digant tud hag a oar. Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 21:46 (UTC)[respont]

Evit an adlenn ha ar reizhañ em eus un nebeut traoù da resisaat.

  • Tennet eo pep tra eus al lec'hienn-mañ : [1], dalc'het 'm eus pep tra evel ma oa, met merzet 'me eus ez eus un toullad fazioù (evit anvioù an dud, an oberennoù...), d'ar re a oar da reizhañ neuze...
  • Torr-penn-tre eo rankout sevel un daolenn ha lakaat liammoù evit an holl elfennoù-se, ha moarvat em eus disoñjet ober ul lodenn, pe marteze em eus faziet (lakaat un dra e druz e plas italek, da skouer)
  • N'on ket gwall sur ez eo mat an doare am eus bet da sevel an istitloù : 10vet rummad ar prizioù. Kinnigoù all 'zo ?

Trugarez d'ar reizherien. A galon --Y-M D (kaozeal) 19 Gou 2010 da 22:14 (UTC)[respont]

Martezee vije gwell ~ha reishoc'h Ar Prizioù. Bianchi-Bihan 1 Mae 2011 da 06:22 (UTC) Adarre e lavaran e vije gwell ha reishoc'h Ar Prizioù.Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Gen 2016 da 14:44 (UTC)[respont]