Kaozeal:Okeania

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

oseania eo e vez graet gante bremañ skolioù diwan, geriadurioù ar brezhoneg hag all? e roparzh hemon e vez kavet okeania hag a zo anavezetoc'h din. ur goulenn n'eo ken... n'eus forzh penaos, mat e vefe sevel ul liamm adkas etre okeania hag oseania. p'ra soñit? Neal 16 C'hwe 2006 da 17:00 (UTC)[respont]


Oseania oa ar stumm a oa prest war Wiki brezhonek (ar c'hartennoù) hag en ur pennad all (meus ket soñj pehini ken: "lenn" marteze). Luziet an traoù gant An Here pa oa Oseania en embannadur kentañ hag Okeania en eil. N'eo ket diaes, forzh penaos, ober un adkas etre Okeania hag Oseania. Iskomandant Marc'heg 16 C'hwe 2006 da 17:22 (UTC)[respont]

dre m'ac'h eo okeania a vez kavet e eil ambannadur an here o klotaat gant roparzh hemon ha da heul ar pezh a oa bet tabutet buan-ha-buan e kinnigan ober kentoc'h gant okeania, adenvel ar pennad pennañ had adkas oseania betek okenaia. ur c'hinnig eo n'eo ken o c'hortoz da respont-te. na rez ket bil evit an stumm bete implijet e pennadoù kent, goude ma vo bet great an diviz ec'h eo aezet a-wal'ch mont da glask ha da reizhañ pep liamm evit mac'h afe mat an tro an traoù. Neal 16 C'hwe 2006 da 18:07 (UTC)[respont]

Mat e vije gouzout perak eo bet cheñchet an traoù gant An Here. E-barzh geriadur bihan glas Mouladurioù Hor Yezh eo Oseania. Iskomandant Marc'heg 16 C'hwe 2006 da 19:33 (UTC)[respont]

me n'on ket chalet e gwirionez na gant an eil stumm na gant egile. ar pezh a fell din goût avat eo peseurt reolennoù ha pesuert mamennoù a vo heuliet amañ war an dachenn-mañ (s.o. [1]) Neal 16 C'hwe 2006 da 19:51 (UTC)[respont]

  • me n'on ket chalet ivez. Okeania eo ar stumm a anavezan diwar geriadurioù R. Hemon ha geriadur An Here, ar geriadurioù anavezetañ din. Met marteze a-walc'h e reer gant Oseania er skolioù, evel ma reer gant sosial...--Llydawr 16 C'hwe 2006 da 20:07 (UTC)[respont]
  • Ma merc'h a lâr din e vez graet gant Okeania e skolaj Diwan. Ganin e oa bet troet patrom ar c'hevandirioù ma'm eus soñj mat ha graet em boa gant oseania hap soñjal pelloc'h moarvat. Ent personel n'on ket re chalet. Ma'z eo a-du an dud dre vras e c'haller sevel un adkas eus oseania da okeania. Osenania zo bet kinniget gant Divi Kervella moarvat. Setu perak e gaver war geriadur Mouladurioù hor Yezh zo bet savet gantañ ivez. Kinniget eo bet ar stumm-se d'an Here da-heul hag embannet war ar geriadur kentañ; distaolet eo bet en eil embannadur evit klotañ gant ar reolennoù heuliet ganto kentoc'h (da lavaret eo mirout k ar gerioù gresianek ha latin). --Fulup 17 C'hwe 2006 da 19:18 (UTC)[respont]
  • Ya gant Okeania a vez graet e Diwan hag e Geriadurioù An Here ha Roparz Hemon. Ar furm muiañ-implijet eo e brezhoneg 'n eus forzh penaos. Dre ma za an holl a-du amañ gant Okeania e lakaan ar pennad dindan ar furm-se, gant un adkas eus Oseania da Okeania. Benoni 26 Meu 2007 da 15:11 (UTC)[respont]

Un impalaeriezh eo Tonga hudu c'hoazh?Kergidu 26 Meu 2007 da 17:23 (UTC)[respont]

Ket, ur rouantelezh eo. Ha n'eo ket e touesk an inizi pennañ. Benoni 26 Meu 2007 da 19:13 (UTC)[respont]