Kaozeal:Noli me tangere

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Lamet falsreizhadennoù 92.139.99.98 : en dremened emañ an doare-gourc'hemenn rak 1/ tremen 2000 vloaz zo e c'hoavezas an daourvoudoù, 2/ den ne oar ha c'hoarvezout a rejont evit gwir. Lagad ar c'hoz (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 00:04 (UTC)[respont]

N'ouzon ket hag un doare-gourc'hemenn zo en tremened en ur yezh bennak (evit reiñ urzhioù db an tremened e vije ret da ub bezañ gouest da vont war e giz en amzer), met anat eo emañ noli en doare-gourc'hemenn a vremañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 19:52 (UTC)[respont]

Lamet falsreizhadenn Bianchi-Bihan : pounner ha diret eo hag en degouezh-mañ. Lagad ar c'hoz (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 00:07 (UTC)[respont]

Gast! Ponner eo ar brezhoneg gant un toullad skrivagnerien eta! Lan Inizan, Jules Gros ... http://br.wiktionary.org/wiki/hag_a Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 C'hwe 2013 da 14:41 (UTC)[respont]

Adlakaet ar "stlabez" bet lamet gant Bianchi-Bihan : ne voe ket Hieronimos an troer nemetañ. Lagad ar c'hoz (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 00:11 (UTC)[respont]

Aes eo lavarout, gwelloc'h eo prouiñ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 19:52 (UTC)[respont]

Lamet al liammoù bet lakaet gant Bianchi-Bihan didan ar skeudennoù : e korf ar skrid emaint dija. Lagad ar c'hoz (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 00:16 (UTC)[respont]

Difennet terriñ al liammoù. Adlakaet int bet eta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 19:52 (UTC)[respont]

Lamet ar skeudenn gant Corregio bet adlakaet gant Bianchi-Bihan : e traoñ ar bajenn emañ dija (gant an deiziad : ~1525). Lagad ar c'hoz (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 00:19 (UTC)[respont]

Adlakaet ar skeudenn evel-just. Tennet an hini zo en traoñ. N'eus mui nemet unan ken eta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 C'hwe 2013 da 14:55 (UTC)[respont]

Reizhet alc'hwez an daolenn rusian bet ouzhpennet gant Bianchi-Bihan (hep teuler evezh da urzh an taolennoù hervez an deiziad) : ne c'hall ket A. Ivanov bezañ livet e daolenn e 1880, pa varvas e 1858. Un holloueziadur eo Wikipedia : gwiriañ kent embann eo ar reolenn. Lagad ar c'hoz (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 00:59 (UTC). Bianchi-Bihan[respont]

Respont izeloc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 C'hwe 2013 da 14:58 (UTC)[respont]

D'am soñj n'anavezez ket reolennoù wikipedia, ha marteze re all ken nebeut.

  1. Lamet falsreizhadenn Bianchi-Bihan : pounner ha diret eo hag en degouezh-mañ. Ne reomp ket gant ar memes yezhadur. Ha marteze ne reomp ket gant ar memes yezh. Adlakaet e vo ha ganin.
  2. ur pennad zo db ar Vulgat: ac'hann e vo skarzhet kement tra ha ne denn ket d'ar frazenn Noli me tangere, a zo ur frazenn, hervez reolennoù an holl yezhadurioù, me 'gred. Ur pennad all zo diwar-benn an Testamant Nevez.
  3. difennet terriñ liammoù: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Noli_me_tangere&diff=next&oldid=1435147. Adlakaet e vint en desped d'ar freuzerien.
  4. reizhet e oa bet ganin deiziad Ivanov hepdout (daoulagad o deus ha ne welont ket): http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Noli_me_tangere&diff=1435063&oldid=1435061.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 08:56 (UTC)[respont]

Hervez un den dizanv e vije ur fazi: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Noli_me_tangere&diff=1435267&oldid=1435266. N'eo ket trawalc'h lavarout, kuzhet a-drek ar sifroù. Daveennoù, mar plij. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 09:59 (UTC)[respont]

Gwelet a ran e sav tabut diwar-benn ar bajenn-mañ, setu e teuan da reiñ ma ali, na petra 'ta.
E latin eo un urzh en unander: Arabat dit stekiñ ouzhin > Diwir. Noli = "Arabat eo", me = "me", tangere = "stekiñ" (anv-verb) ha, resisoc'h, "mont e darempred dre an dorn" (alese ar spagnoleg tocar evit "seniñ") ; ne c'haller ket gouzout ha teal pe c'hwial a reas J-K, ar pezh a oa bet displeget fraezh gant Lagad ar c'hoz, ha gant skouerioù war ar marc'had (pebezh labour, furchal bibloù...).
• Fazius eo arver an doare divizout e -fe en degouezh-mañ, pa gomzer eus un darvoudenn a voe 2000 bloavezh zo : gw. Yezhadur bras ar brezhoneg F. Kervella, §. 268-269 — forzh pe vrezhoneger(ez) desket un tamm war ar yezh a oar kement-se.
• Distreset eo bet labour Lagad ar c'hoz gant Bianchi-Bihan meur a wezh, ha n'eus merer ebet evit renkañ an emzalc'h-se : displegañ splann n'emañ ket Bianchi-Bihan perc'henn war ar pajennoù fallaozet a embann er Wiki-mañ. Ul labour a-zoare zo bet graet gant Lagad ar c'hoz (a oar un tamm latin ivez war a hañval pa seller ouzh an troidigezhioù spis), gant daveennoù a-vil-vern.
• Kavet em eus an tu da adlakaat doare Lagad ar c'hoz er Wiki, ar pezh a rin tuchant : klokaat a ranker ober, n'eo ket freuzañ ha hadañ fazioù gros evel ar stummoù e -fe, "arabat dit" (>arabat eo dit) pe *eo un, a zo euzhus.
Yoel ar C'horr (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 15:28 (UTC)

Noli, arabat dit; nolite, arabat deoc'h[kemmañ ar vammenn]

  1. Marteze e kredez bezañ an hini nemetañ a oar brezhoneg hag an hini nemetañ a oar latin. Noli zo doare-gourc'hemenn ar verb en unander, ha ma lavarez ar c'hontrol e vo ret d'an holl kompren n'ouzout ket latin. Krediñ a rez pezh a lar da gamarad marteze, met ma oar gresianeg evel ma oar latin em bo disfiz ivez.
  2. N'em eus ket gwiriet evit ar gregach, n'an ket da vrabañsal e c'houzon pa n'ouzon ket, met divezh e ranker bezañ evit krediñ embann n'eo ket teal a ra Jezuz pa lar "Noli" hervez Hieronymos. Ma n'out ket a-du gant troidigezh Hieronymos, kerzh da lec'h all da embann kement-se (pennadoù all zo er wikipedia-mañ), amañ eo Noli me tangere eo anv ar pennad, ur frazenn latin eo, betek gouzout, ha n'eo ket db skrid orin gregach Aviel Yann, pe un aviel all, pe ar Bibl en e hed.
  3. Tango a zo stekiñ, tactum anv-gwan-verb, hag ar peurrest zo glabouserezh, netra ken.
  4. N'eo ket me a glask fourrañ "fe" amañ, gwelloc'h dit sellout a dostoc'h.
  5. Arabat dit n'eo ket ur fazi, anat eo e chom un tamm brezhoneg dit da zeskiñ.
  6. Peurvuiañ e klasker chom hep meskañ torchouerioù ha serviedennoù. War ur bajennad all eta, Kaozeal:Stella Maris, eo e oa bet kaoz eus "eo un" an deiz all, hag a gaves euzhus, da afer eo. En deiz-se ez poa un anv all, ma'm eus soñj mat. Klasket e oa bet displegañ dit, n'ez poa ket komprenet, marteze ez pez poan o kompren traoùigoù zo. Amañ eo ur frazenn latin adarre a zo dirak da zaoulagad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 15:57 (UTC))[respont]
  1. Ne'm eus biskoazh skrivet bezañ pennvrezhoneger pe bennlatiner, ret eo bezañ ker c'hwezhet ha te evit soñjal e vije seurt loened war an Douar, met pa geñverian troidigezh Lagrad ar c'hoz ha da baour-kaezh hini diwar ar galleg e veizan diouzhtu gant piv emañ ar ouiziegezh a-fed treiñ arroudoù diwar ar Vulgata latin.
  2. N'eo ket me kennebeut a skrivas ez eus tabut diwar-benn an teal hag ar c'hwial : an itron er greas, gant skouerioù (ar pezh na ouzez ket ober) ; ouzhpenn-se : an Testamant Kozh a oa bet troet gant Hieronymos, p'emañ Aviel Yann en Testamant Nevez, ar pezh a zo bet resisaet ivez gant an itron. Mar n'out ket gouest da lenn ha kompren labour ur vaouez he deus kiet evit lakaat da arnesadoù a-live gant un holloueziadur, n'eus tamm spi ebet e teujez da vezañ efedus.
  3. N'eo ket trawalc'h digeriñ ar Gaffiot, ret eo lenn latin ivez ; krog e-barzh diouzhtu dre un hent aes, marteze e teski furchal, klask ditouroù ha daveennoù kent embann forzh petra.
  4. N'em eus ket skrivet e oas-te oc'h ober gant ur stumm trefoet en degouezh-mañ, arguzennet em eus diwar-benn un item eus an tabut — item, kompren a rez un tamm latin e-maez Google Translate ? Reizhañ ur fazi n'eo ket tamall un den ; ret eo bezañ un fat evit krediñ kement-se.
  5. Un holloueziadur eo Wikipedia, gwell eo gober gant ar yezh reizh, a zo disheñvel diouzh an hini gomzet. Digor ur geriadur, daoust ma kredez reiñ kentelioù ; sell, geriadur An Here da skouer, n'out ket tost d'e c'houzout dre eñvor, anat eo.
  6. Ne' m eus biskoazh skrivet tra pe dra dwb Stella Maris, ha laouen on rak gwelet a ran ez eus ur bajenn savet fall anezhi, ul listennad traoù didalvez evel ma'z out kustum da embann eo. Bez soñj e skrivan-me gant ma anv, n'eo ket gant un derc'hanvenn.

N'eo ket dav klask ma lakaat da leue, pell zo em eus komprenet dre furchal ar Wiki-mañ e rez muioc'h a zroug eget a vad.
Ha c'hoazh ur garzaj eus da ferzh : Amañ eo ur frazenn latin adarre a zo dirak da zaoulagad n'eo ket latin, brezhoneg fall-put eo.
A hent all e verzan ec'h eus klasket liammañ Lagad ar c'hoz gant T42N24T, dres evel ma rez da gamarad din amañ diwar he fenn. C'hwezh ar paranoia zo ganit, sur ha n'eo ket marteze ; ur c'hleñved eo, kae da c'houlenn kuzul, poent bras eo.
Bonus :

  1. Ne'm eus savet pajenn ebet er Wiki-mañ, ha ne rin ket, rak gant ar pezh a embannez ez eus trawalc'h a labour reizhañ, dreist-holl pa nac'hez e vije gwellaet da labour fall. Bez sur avat e sellin pizh ouzh ar pezh a rez. Tud eveldout a laka ar brezhoneg da gilañ, dre skarzhañ al lennerien hag an danvez-implijerien a-ziwar e dro.
  2. kerzh da lec'h all da embann kement-se, a skrivez : ned in ket kuit, re a dud talvoudus o deus kuitaet ar Wiki-mañ abalamour dit.
  3. Da zoare a anavezan mat e-maez ar Wiki-mañ, pa labouran gant skolioù-meur, Roazhon II en o zouez. Disrannet out diouzh ar gelennerien all, an arzh a vez graet diouzhit eno, freuzañ a rez ar Wiki-mañ tamm-ha-tamm bemdez war da amzer c'hopret. Ha pa lennan ar seurtanvet troidigezhioù a zo bet embannet dindan da anv gwir e vagan anken evit dazont ar brezhoneg.

Yoel ar C'horr (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 20:53 (UTC)

  1. Tagadennoù personel evel kustum. Arguzenn ebet evel boaz. Se 'ra vad d'ar wikipedia evel-just.
  2. N'eo ket brav distummañ kaozioù an dud, ne ro ket c'hoant da grediñ ez feiz vat: N'em eus ket skrivet kerzh da lec'h all da embann kement-se, ret eo lenn betek fin al linenn : Ma n'out ket a-du gant troidigezh Hieronymos, kerzh da lec'h all da embann kement-se (pennadoù all zo er wikipedia-mañ), amañ eo Noli me tangere eo anv ar pennad, ... Ur bugel a gomprenfe.
  3. Ha c'hoazh ur garzaj eus da ferzh (sic) ! Gwir, ne reomp ket gant ar memes yezhadur.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 C'hwe 2013 da 02:51 (UTC)[respont]

@Yoel ar C'horr : N'on ket a-enep an eskemmoù war ar wiki-mañ, pell alese, dre ma 'z eo ul labour a-stroll a vez kaset da-benn, ur c'henlabour eta. Daoust da se ez eus traoù na c'heller ket degemer, tagañ unan bennak da skouer. Dizemglev a c'hell bezañ, met n'eo ket un abeg vat. Ar pezh a c'hoarvez e diavaez Wikipedia a chom er-maez, ha ne komzer amañ nemet eus danvez ar pennadoù hag ar pezh a zo tro-dro. Trugarez deoc'h da genderc'hel gant eskemmoù a chomo reizh. --Y-M D (kaozeal) 25 C'hwe 2013 da 19:47 (UTC)[respont]

@Y-M D — N'eus netra direishoc'h er pezh am eus skrivet eget na vez en "eskemmoù" Bianchi-Bihan, pa ne oar "kenlabourat" nemet dre dagañ kement implijer(ez) a gred degas kemmoù er pezh a zo bet embannet gantañ — astenn a c'haller, n'a ket da wiriañ, met kemmañ zo berzet. "Eskemm" n'eus ket pa chomer bouzar — dre lorc'h, dre ziotiz, pe me 'oar-me — da arguzennoù na weler ket pe na fell ket d'an den gwelet (dav e vije d'an holl implijerien lenn ar pennad Daelerezh war ar c'hraf-se, souezhet on bet gant e live), pa responter dre flemmadennoù dismegañsus, kunujennoù ameeun, ditouroù darnel bet dastumet war an Net ha war ar prim hep mont pelloc'h hag o gwiriañ evel-just. Eskemm n'eus ket kennebeut all pa dager implijerien dre c'houglevadoù : ur vi-koukoug = n'ouzez ket brezhoneg, skarzh kuit, gw. Kaozeal:Kemmadurioù ar brezhoneg, da skouer — ne c'hallan ket menegiñ kement skouer, re zo, met skodeget on bet gant hennezh, pa welan ar pajennoù dispar a vez savet gant Implijer:Siubhán McGunn, a zo pell-pell a-us moc'haj B-B.
Ar Wikeriadur eo ma fal er Wikioù brezhonek, daoust — pe abalamour — dezhañ bezañ paour-razh ; kent stagañ gant al labour em eus tremenet mizvezhioù o furc'hal Wikipedia a-benn deskiñ troioù ar vicher, betek deskiñ ar pezh a zo a-dreñv : HTML, CSS, JS ha JQuery, muzuliañ live ar yezh, gwelet piv a ra petra hag e pe zoare ; buan em eus merzet ar gudenn a zo er Wikipedia brezhonek : trawalc'h eo teuler ur sell war ar bajenn Kenlabourer:Bianchi-Bihan evit kompren eo en em lakaet da bennimplijer ("penngenlabourer", kentoc'h), petra bennak ma ne ra an den-se nemet labour fall : pajennoù didalvez n'int nemet listennadoù peurvuiañ, kinniget fall-put (ur boan d'an daoulagad pa vez muioc'h eget 20 linenn, ar pezh a zo ral, dre eurvad), diogeladurioù dizave, gant bommoù chomet e yezhoù estren... Nes komz eus ar yezhadur arnesadek, ur reolenn amañ hag unan all aze, pa gred reiñ kentelioù.
"Ne gomzer amañ nemet eus danvez ar pennadoù hag eus ar pezh a zo tro-dro" : dres. Ne'm eus ket embannet anv gwir B-B, hogen talvoudus eo gouzout "ar pezh a zo tro-dro", evit e lakaat uveloc'h un tamm paneveken, gant ar vezh.
Tremen poent eo d'ar vererien ober war-dro Bianchi-Bihan, n'eus nemet diwarnañ e sav kudennoù er Wikipedia brezhonek. Tud zo aet kuit, tud all ne zeuint biken, kontrol d'ar pal eo kement-se. Skrivet pep den gant e vrezhonek, reizhet e vo hep tagadenn, ul labour a-stroll eo Wikipedia ; arabat eo avat en em lakaat da bennbismiger, dreist-holl pa'z eo anat ne ouzer ket muioc'h eget ar re all daoust d'ar pezh a venner lakaat da grediñ. Digeriñ ar brezhoneg war ar bed eo ar pal, n'eo ket e serriñ war strizhder ur bredklañvour.
Evit a sell ouzhin : grit a garot. Astalañ, berzañ, ne vergn. Bepred e c'hallin implijout Wikipedia, ha bepred e savin enep tirantiged evel B-B, a gaver e forzh pe raktres talvoudus. Ret-mat eo bezañ kalonek a-walc'h evit kaout an dizober anezho.
Yoel ar C'horr (kaozeal) 25 C'hwe 2013 da 21:19 (UTC)[respont]

Hervez ar Yoael ne ra ar re all nemet labour fall, hag eñ n'en deus ket savet pennad ebet c'hoazh : teod hir, dorn berr. Gantañ n'eus nemet begelouriezh, ha diwar e benn-eñ e komz pa lar " n'eus nemet diwarnañ e sav kudennoù er Wikipedia brezhonek". Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 C'hwe 2013 da 21:42 (UTC)[respont]

Respont "ar Yoael" (douj da'm anv, paneveken, ha hep ger-mell dismegañsus)
Ne ouzez ket lenn, pe betra ? "Ne ra ar re all nemet labour fall" > saludet em eus labour Siubhán McGunn amañ a-uc'h, da skouer. Ne ra da frazenn nemet diskouez en em gemerez evit ar Wiki-mañ a-bezh ; n'eus ket nemedout o labourat, hag ar pajennoù a-zoare a gaver amañ n'int deuet ganit.
"Hag eñ n'en deus ket savet pennad ebet c'hoazh" (sic, un enkloch all d'ar yezhadur) : embannet em eus, amañ a-us ivez, ez eo ar Wikeriadur ma fal, etc — adlenn ha klask kompren, met diwall ! brezhoneg eo.
Ha n'eus nemet diwarnon e sav kudennoù er Wiki ? Sell ouzh ar pezh az poa skrivet dindan an titl Emblijadur (ur gunujenn guzh mard eus unan) en davarn pevar devezh zo hepken, ha dre respont Ex-Smith e komprener e oa bet taget lous, evel ma'z out boas d'ober abaoe bloavezhioù.
A-hend-all : un dagadenn bilpous all eo pegañ an "eskemm"-mañ em fajennad kaozeadennoù, am eus diverket bremañ. Dilec'hiañ ar gaoz, setu amañ unan all eus da voazioù .
Yoel ar C'horr (kaozeal) 26 C'hwe 2013 da 18:34 (UTC)[respont]

Rogoni evel kustum. Adlavarout a ran ma sonj: seurt kaozioù toull n'o deus mann d'ober en ur bajenn stag ouzh ur pennad, ha n'eo nemet un digarez evit sachañ an evezh warnout, pa n'eus bet pennad ebet ez anv: begelouriezh a dra sur, narkisegezh moarvat ivez. Brav ez peus gouvezet diheñchañ ar gaoz, evel ma ra an dud ha n'o deus ket arguzennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2013 da 18:48 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket perak adlakaat ar c'hunujennoù-mañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3ANoli_me_tangere&diff=1436353&oldid=1436352. Frankiz zo d'ar gunujennerien ha koñchennerien bremañ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2013 da 09:19 (UTC)[respont]

Ne c'hellez ket kas an traoù a gleiz hag a zehou. Ar c'hunujennoù a rez anv outo ne poa ket skarzhet anezho, treuskas ne lavaran ket. Amañ emaint ha pik, ha ma vez "kunujennoù" da skarzhañ e c'hellomp gwelet asambles, met n'eo ket da hini pe hini da zivizout e-unan. --Y-M D (kaozeal) 26 C'hwe 2013 da 09:28 (UTC)[respont]

N'eo ket te zo kunujennet, anat. Ar c'haozioù-se ne dennont ket da zanvez ar pennad, met d'ur seurt kaoz etrezoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2013 da 09:34 (UTC)[respont]

N'int ket liammet strizh ouzh ar pennad, met da heul an darvoudoù kentañ. Pouezus eo gellout kaout ur sell hollek war an afer ha n'eo ket war tammoù hepken. Adlavaret a ran dit : ar c'hunujennoù a c'hellomp divizout lemel kuit, sav ur goulenn ouzh ar gumuniezh en davarn. --Y-M D (kaozeal) 26 C'hwe 2013 da 09:44 (UTC)[respont]

Tenn neuze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2013 da 19:11 (UTC)[respont]