Kaozeal:Nasaeg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • Da'm soñj e vefe gwelloc'h lakaat ar pennad-mañ dindan an anv Nasa yuwe hag a zo an anv e yezh an Indianed-se (Nasaed). Nasa yuwe a dalvez kement ha yezh an Nasaed (Nasaed = tud). N'eus hengoun ebet e brezhoneg evit ar yezh-se, setu ma n'eus abeg ebet da ziazezañ an anv en hor yezh war an anv spagnolek. Ouzhpenn-se e ra muioc'h-mui ar yezhoniourien pe an dud emskiantek e Kolombia gant an termen nasa yuwe ivez pa gomzont spagnoleg (un tammig evel m'eo deuet an termen vascuence da vezañ euskara e spagnoleg Euskadi). Ur gudenn all zo, perak "paezeg" gant "z", diwar Paez pa vez distaget "s" ? Fulup 3 C'hwe 2007 da 23:43 (UTC)[respont]
    • mat eo. Met perak ket neuze: nasaeg (kv. Nasaed)?

--Neal (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 09:25 (UTC)[respont]

Ya, bet em eus bet graet gant ar stumm-se er gêr dija evit tammoù labourioù personel bihan. Fulup 4 C'hwe 2007 da 11:30 (UTC)[respont]