Kaozeal:Michel Blanc

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Trugarez deoc'h evit ho alioù fur...Kentoc'h eget diskalonekaat an hini en deus klasket kas e lod d'ar wiki e brezhoneg, implijit ar pajennoù "kaozeadenn"...ha degasit ho furnez d'ar re all dre gemer perzh da vat (kement hag ober, klaskit sinañ ho flemmadennoù, ne goust ket ker). --Neert 6 C'hwe 2006 da 11:18:09 (UTC)


(Setu amañ ur skwerenn vat ged ur brezhoneg fall put e-barzh, blaz ar galleg fall gantañ ouzhpenn tra ! Brav eo kenstrivañ evit lakaat niver ar pennadoù e brezhoneg da greskaat, ma vez un drederenn hag a zo ken dipitus hag hemañ, pe dalvoudegezh gand ar Wikipedia e brezhoneg ?) 193.49.126.107 da 09:26.

Lakaet m'eus amañ a-us ar pezh a oa bet laket e korf ar pennad gant un tamaller dianav. Brezhoneg an tamaller n'eo ket kalz propoc'h. E-lec'h klemm en dije gellet ober un tamm kempenn d'ar yezh. Sed am eus graet. Spered Wikipedia eo e c'hell an neb a gar gwellaat ar pennadoù savet ar re all. Ra deuio tud all war ma lerc'h da wellaat ar pennad-mañ, da greskiñ anezhañ (ha n'eo ket "da greskaat"!). Iskomandant Marc'heg 6 C'hwe 2006 da 19:33 (UTC)[respont]

Mat-tre, trugarez. Ouzhpenn-se ez eus bet lakaet war pajenn degemer an hini en deus skrivet ar pennad e oa krog da zeskiñ brezhoneg n'eus ket pell zo, reiñ kalon ha sikour da skrivañ gwelloc'h a zo d'ober ha n'eo ket diskar er mod-se... met evit-se e vije bet ret d'an tamaller dianav gouzout un tamm penaos implijout ar wiki...--Neert 6 C'hwe 2006 da 20:20:04 (UTC)