Kaozeal:Menez an Eürustedoù

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Goulennet em boa un dave evit gouzout pelec'h (e pe levr) e oa impliet an anv Menez an Eürustedoù, pe an anvioù ma'z eus meur a hini : [1]. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Gen 2017 da 21:33 (UTC)

War a seblant eo an anv implijet gant Job an Irien evit treiñ "béatitudes".
Neuze daou c'houlenn:
  • ne oa ket mat ar ger gwenvidigezh, e geriadurioù Vallée hag Hemon?
  • e petore geriadur e kaver ul liester en -où d'an anvioù a echu gant -ed?

Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Gen 2017 da 09:59 (UTC)

  • Gwenvidigezh eo ar ger reizh, evel-just ; gw. Geriadur Ménard p. 148 > Menez ar Gwenvidigezhioù neuze. --Lagad Zoltec (kaozeal) 22 Gen 2017 da 16:09 (UTC)

• « e petore geriadur e kaver ul liester en -où d'an anvioù a echu gant -ed? »

Iskis eo ho koulenn, rak lavaredoù zo bet implijet ganeoc'h. Setu amañ skouerioù all, a gavor e forzh pe c'heriadur emichañs : adsked, arched, asied, aspled, atred, bed, bered, boked, boled, boned, boued, broed, bured, breved, ched, died, ed, efed, eured, fed, goueled, hed, kammed, kaoued, karbed, kased, kleñved, kliched, kloued, kred, led... ha moned, morzhed, noed, oaled, orged, paled, piked, pred, prefed, pried, red, reked, remed, roched, roued, sened, sked, skoed, straed, tired, torfed, yec'hed...
Moarvat hoc'h eus disoñjet resisaat : d'an anvioù difetis evel "eürusted" ? Evidon-me, ne vez ket graet ; ha reishoc'h a-galz eo "gwenvidigezh (-ioù)" eget *eürusted(-où) evit treiñ béatitude.
Koulskoude, peogwir e voe skrivet "eürustedoù" gant Job an Irien ha moullet e 1998 e rankje bezañ meneget er geriadurioù a zo bet embannet abaoe. --90.32.246.86 22 Gen 2017 da 18:12 (UTC)
Ya, -ted ha ded am boa c'haont da lavarout... Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Gen 2017 da 18:17 (UTC)
  • Hervezon, e ranker sellout da gentañ ouzh ar pezh a lak Gregor Rostren (Geriadur 1732), ha gwelet da c'houde an implij a vez graet hiziv an deiz.
Gregor a skrive guenvidiguez met ivez ëurusded :
  • BEATITUDE, félicité éternelle, guenvidiguez, guinvidiguez, ëurusded. – Les béatitudes dont parle l’évangile, ar guenvidiguezou pe eus a re e preseg an avyel. – Les huit béatitudes, an eiz guinvidiguez. – Le sermon des huit béatitudes que fit Notre Seigneur à ses disciples, an eiz qelénnadurez.
Bez e ranker ivez sellout ouzh an implij a zo hini ar veleien (int-i eo a gomz eus an Eürustedoù !) en XXvet kantvet. Neuze e kaver "eürusted" e-pep lec'h :
  • JF Caër, Ar Pevar Aviel lakeat en unan, 1904, p. 73 : "eürusted" evit treiñ "béatitudes".
  • Biler-Azénor, Aviel Katolik, 1907, pennad V : "evrustejo" (brezhoneg Treger)
  • J. B. Oliereu, En Aviél, 1913, p. 78 : : "eurus, er ré eurus" (brezhoneg Gwened)
  • Kenteliou Sant Fransez (An Oriant, 1927-1931) : ar c’henta eürusted, an eilvet eürusted, an trede eürusted, ar pedervet eürusted, pemped eürusted, ar c’hwec’hvet eürusted, ar seisvet eürusted, an eisvet eürusted (1927).
  • J.M. Uguen : Buhez H.S. Jezuz-Krist : hervez ar pevar aviel laket en unan, 1930, p. 192 : "eürusted".
  • Va c'hatekiz krenn (katekiz ar vugale evit eskopti Kemper ha Leon, Tolra embanner, Paris), 1943, p. 31 : « D'an dud salvet, eürusted ar Baradoz ! »
  • Bleun-Brug war Feiz ha Breiz, niv. 224, Pask 1981, Visant Seite, "Va Ferhirinaj en Douar-Zantel", p. 24 : « Menez an Eiz Eürusted ».
  • Aviel Jezuz-Krist, Kenvreuriez ar Brezoneg, notenn 8 p. 122 gant Tad Marc Simon eus Landeveneg : « Houmañ eo an "Eürusted" dreist pep hini : ar re a zo izel-a-galon eo ar re a zo prest da vond e Rouantèlèz Doue ».
  • Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, 1998, p. 44 : "eürustedou".
  • Emglev an Tiegezhioù, Bodad EAT Ar Bibl Santel [2], pennad 5 : "Ar brezegenn war ar menez hag an eürustedoù".
Maodez Glanndour ivez (Aviel Mazhev, pennad 5) ra gant ar gêr "an evurustedoù" (ha n'eo ket gwenvidigezhioù...).
Ne gaver ket ar gêr "gwenvidigezh" e misal suliek Oferenn ar Sul (Sant-Brieg, 2013), nag e Leor Overenn (Kenvreuriez ha Minihi Levenez, 1997). E levr ebet n'am beus kavet "Menez ar Gwenvidigezhioù".
Ret eo skrivañ : Menez an Eürustedoù (pe Menez an Eizh Eürusted) pe Menez an Evurustedoù (diwar Maodez Glanndour, Aviel Mazhev, pennad 5).

THK29 (kaozeal) 27 Gen 2017 da 17:31 (UTC)

Dres ar pezh a anver « brezhoneg beleg », na petra 'ta ! --90.32.240.129 27 Gen 2017 da 17:58 (UTC)