Kaozeal:Meilh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

E-lec'h un anv hir evel Meilh (disheñvelout), e vije gwelloc'h ober gant meilh, ha netra ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Meu 2014 da 09:31 (UTC)[respont]

Diouzh ar pezh em eus gwelet ez eo ur boaz da lakaat splann ur bajenn disheñvelout en he zitl, neuze n'on ket direnket gant an titl-se. Lekemok (kaozeal) 24 Meu 2014 da 10:42 (UTC)[respont]

Diouzh a ouzon ez eus daou voaz da vihanañ, hag unan anezho a zo ober gant an anvioù berrañ da sikour ar c'hlask. Ar boaz all, da ziaesaat ar c'hlask, ne seblant ket ober berzh er wikioù all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Meu 2014 da 10:46 (UTC)[respont]

A-du penn-da-benn, "aesaat ar c'hlask" eo a zo d'ober, ha gwelloc'h c'hoazh "aesaat ar c'havout"… N'eo ket diaes gwelet penaos e vez graet gant ar wikioù all, an titl pennañ a gas d'ar pennad pennañ ("Naoned" a gas da Naoned, ha neket d'ur bajenn ma vije an holl ditloù ma'z eus "Naoned" enno, evel Bro-Naoned, Arondisamant Naoned, Eskopti Naoned, FK Naoned...).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Meu 2014 da 11:09 (UTC)[respont]
Arguzennoù hag alioù poellek. Neuze e vefe hemañ ar pennad-penn ? Lekemok (kaozeal) 24 Meu 2014 da 14:28 (UTC)[respont]

Nann: meilh, ha mat pell zo. N'haller ket keñveriañ Naoned, Pariz, hag anvioù evel meilh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Meu 2014 da 14:35 (UTC)[respont]

  1. Dec'h em boa pledet gant pennadoù diwar-benn kanerien country, jazz… pennadoù savet gant tud all. Alies e veze kaoz eus San Francisco (Kalifornia) enno. Fall e oa an holl liammoù abalamour d'ar pennad San Francisco a zo evit gwir ur pennad disheñvelout.
  2. Evit respont da Lekemok. Ya, soñjet em boa en dra-se (ar pesk da bennad pennañ). Ne'm boa cheñchet netra evit chom hep degas rouestl.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Meu 2014 da 14:49 (UTC)[respont]