Kaozeal:Martin Heidegger

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne gav ket din e vefe ar boaz, er skridoù brezhonek, da vrezhonekaat anvioù-bihan estren, evit an dud eus hon amzer. Pe daoust ha skouerioù zo, en amzer vremañ, eus brezhonekadurioù evel-se ? Abalamour da se e vefe gwelloc'h, a gav din, lezel gant Heidegger e anv-bihan alamanek, Martin. Ha lezel anvioù en o stumm orin gant an estrañjourien, dre vras. Evel-se ez eus bet graet betek-henn war ar Wikipedia brezhonek, nemet e vefe un tamm hengoun pe ur boaz da ober gant ur stumm brezhonek er skridoù brezhonek.--Llydawr 26 Eos 2007 da 09:07 (UTC)[respont]

Marzhin Luzher Roue, ne vije ket divalav koulskoude. Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 09:30 (UTC)[respont]
A-du gant Llydawr. Benoni (Kaozeadenn) 26 Eos 2007 da 14:48 (UTC)[respont]
Pa vez un anv estren evel Lut(h)er, ya, met Marzhin ha Martin zo tuig ha talig. Ar memes anv-badez eo. Me a gav din e ve mat lezel un tamm frankiz war ar c'hraf-se. Gwelout a reer war wikioù all e vez implijet alies anvioù badez eus ar vro kevatal da re ar vro orin memes evit tud brudet a-vremañ (s.o. Jozef Stalin). Me, ma-unan em eus implijet an anvioù-badez orin e pennadoù ma santen e oant gwriziennet mat pe re zisheñvel eus anvioù implijet e Breizh. Mat e kavfen menegiñ an anv er yezh orin avat pa vez disheñvel a-walc'h. Forzh penaos e c'haller kavout anezhañ diouzhtu er yezh orin gant al liammoù interwiki hag adkasoù am eus savet gant an anv orin. Ma'z eus un hengoun e brezhoneg komzet ez eo evit brezhonekaat an anvioù ofisiel galleg (ar re skrivet en ti kêr) hag e galleg evit gallekaat an anvioù brezhonek. --Kadwalan 26 Eos 2007 da 22:15 (UTC)[respont]
Votomp.Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 22:18 (UTC)[respont]
Ha cheñchet e vefe ali Bianchi-Bihan diwar-benn ar mouezhiadegoù ?--Kadwalan 27 Eos 2007 da 14:28 (UTC)[respont]
N'ouzout ket pehini eo, n'hallez ket lavarout eo cheñchet.
Frankiz pep den eo kemm e lunedoù hag e relijion pa gar hep bezañ hegazet. Bianchi-Bihan 27 Eos 2007 da 17:06 (UTC)[respont]