Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kourtizanez

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikipedia
Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
  • Gaou eo an talbenn, gaou ar frazenn gentañ ivez : serc'h a lavarer e brezhoneg, zoken e "geriadur" Favereau.
  • Ar gisti ne werzhont ket o c'horf, e feurmiñ a reont hepken a-benn gounez arc'hant — ken dereat ha brizhkelenner war ar brezhoneg eo o micher.
  • Ur bajenn Serc'h zo er Wiki-mañ, hag ur bajenn Priedoù-kleiz ar rouaned c'hall zo ivez, didalvez o-div.
  • Heugus e kavan an doare-se da sevel "pennadoù" n'int nemet listennadoù aner na servijont nemet da azvuiadiñ ar c'honterioù. Skignañ ar ouiziegezh eo pal Wikipedia, n'eo ket c'hwezhañ meoù a zo koeñvet betek re dija.

2.14.53.184 4 Du 2012 da 21:49 (UTC)Respont

Ne gavfen ket dereat reiñ ma savpoent personel amañ db dereadegezh micher ebet, na pa vefe an hini koshañ anezho.
Kalz pajennoù didalvoud zo er wikipedia, gouez da lod. N'o deus nemet sevel pennadoù talvoudus : an arbennigourien war ar meoù koeñvet a vo aes dezho merat an toaz-se.
Heugus e kavfen ar vrizhkelennerien didalvez a rofe o zammoù kentelioù dindan gwisk un niverenn IP, lakaomp e teufe unan bennak dre amañ. Ar ger kourtizanez zo testeniekaet e brezhoneg. Hag ar fazioù, pan o c'haver, a c'haller kaozeal diwarne hep tagadennoù personel.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Du 2012 da 05:26 (UTC)Respont
  • Setu amañ ar pezh am eus kavet dre furchal ma geriadurioù fr-br (courtisane), br-fr (serc'h, kourtizanez) ha br-br (kourtizanez).
BloazGeriadurTroidigezh courtisane / serc'hEvezhiadennoù
1499Catholicon br-frcõcubinairesCirca 1500 e voe courtisienne gant ar ster femme entretenue d'un rang assez élevé ; courtisanne e 1537, courtisane 1547 (Le Robert) ; "kourtizanez" ebet
1699Harinkin br-fr
1847Le Gonidec fr-brserc'h
Le Gonidec br-frconcubine
1869Troude fr-brplac'h fall, gastGoude un adkas > prostituée ; + fleriadenn, kaillebodenn, gouhin, ga(i)gn, botez toull, strouillenn, botez louz, botez bet er vouillenn, eur pez ler
1876Troude br-frTreger : concubine"kourtizanez" ebet
1931Vallée fr-brserc'h, gast+ plac'h fall, pez fall, charlezenn, truflenn
1981Herrieu fr-brserh
1984Ernault br-frconcubine, courtisane"kourtizanez" ebet
1984Le Gléau fr-brserc'hGant un arroud eus "Gwarizi vras Emer", R. Hemon, Barzhonegoù, Al Liamm, 1967
1985Hemon fr-brserc'h
Hemon br-frconcubine, amante, courtisane
1992Favereau fr-brserc'hvivre en courtisane: serc'haouiñ
Favereau br-framoureuse, concubine, courtisane"kourtizanez" ebet
1994Hor Yezh fr-br
Hor Yezh br-frconcubine, amante"kourtizanez" ebet
2001An Here br-br"kourtizanez" ebet
1981Herrieu fr-brserh
2012Ménard fr-brserc'h
2014Al Liamm fr-brserc'h
Al Liamm br-frconcubine, amante, maîtresse, courtisane"kourtizanez" ebet
  • Ar ger kourtizanez zo testeniekaet e brezhoneg. > Pelec'h ? — Lagad Zoltec (kaozeal) 7 Gou 2017 da 17:29 (UTC)
serc'h eo ar ger reizh, pa dalvez kement ha maouez he devez darempredoù revel e-maez an dimez.
  • Kourtizanenn zo e Devri, hogen ur renabl diglok eus ar gerioù a gaver el lennegezh vrezhonek eo Devri.
Mont re bell ganti eo :
  1. sevel ur pennad anvet *Kourtizanez pa 'z eo ker skort an testenioù ha pa 'z eo serc'h ar ger brezhonek gwirion ;
  2. nac'h *kourtizanez ha kinnig *kourtizanenn, evit an hevelep abegoù.
Hollret da 'm soñj eo diverkañ ar pennad *Kourtizanez ha klokaat Serc'h, a zo re strizh e ster.
Alan J. Roxx (kaozeal) 24 Meu 2019 da 09:30 (UTC)

Ur fent gwelout unan eus da anvioù kozh o tont en-dro. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Meu 2019 da 09:55 (UTC)