Kaozeal:Kib vell-droad ar bed 2010
Skeudenn
[kemmañ ar vammenn]Klasket em eus lakaat skeudenn logo ofisiel ar Gib met ne zeuan ket a-benn (s.o. meneg 150 px e ruz, e krec'h ar bajenn, er voest). Unan bennak a c'hallfe displegañ din penaos ober evit an traoù gant gwirioù miret ? Kavet em eus ar skeudenn-mañ war http://en.wikipedia.org/wiki/2010_FIFA_World_Cup#Group_stage --glombzh 13 Mez 2010
- Ma 'z eo ur skeudenn gant gwirioù miret strizh n'omp ket aotreet he lakaat er wiki. Me gred eo ret kaout an aotre digant oberour ar skeudenn evit embann anezhi.--Gwendal 15 Mez 2010 da 08:38 (UTC)
d.l.e. er yezhoù all e vefent aet da choulenn gant an oberour (ar FIFA) ? --glombzh 15 Mez 2010 da 23:37
- Klasket em eus, met en aner betek-henn... Ne zlefe bezañ diaester ebet gant ar gwirioù peogwir e kaver al logo-se er pennad gallek fr:Coupe du monde de football de 2010. --Llydawr 15 Mez 2010 da 21:52 (UTC). A-benn ar fin on deuet a-benn gant ur skeudenn PNG, kavet er pennad katalanek ca:Copa del Món de Futbol de 2010. --Llydawr 16 Mez 2010 da 06:50 (UTC)
- Evit ar poltriji dre vras e vez ret kaout asant ar perc'henn, met evit ar pezh a denn d'ul logo, pe d'ur merk ez eus reolennoù ispisial. Disheñvel int eus un dachenn d'egile. Ha dre m'emañ Breizh gant ar memes lezenn ha Bro-C'hall e c'hellomp enrollañ ar skeudenn-mañ en hor wiki digudenn (evel ma 'vez displeget amañ), ar pezh n'eo ket aotreet a zo lakaat war Wikimedia Commons. --Y-M D (kaozeal) 16 Mez 2010 da 08:17 (UTC)
- Neuze ma komprenan mat n'a ket en-dro ar c'hod Skeudenn:FIFA_2010.svg|150px peogwir n'eo ket bet enrollet ar skeudenn-mañ war ar wiki brezhoneg , padal ez a en-dro ar memes kod war fr:Coupe du monde de football de 2010 e galleg peogwir eo bet enrollet ar skeudenn war ar wiki galleg. Penaos e reer da enrollañ war ar wiki brezhoneg ? (din da chouzout evit ur wech all)--glombzh
- respontet eo bet din gant Llydawr war ma fajenn bersonel, sklaer an traoù, trugarez -glombzh 16 Mez 2010 da 21:33 (UTC)
- Evit ar poltriji dre vras e vez ret kaout asant ar perc'henn, met evit ar pezh a denn d'ul logo, pe d'ur merk ez eus reolennoù ispisial. Disheñvel int eus un dachenn d'egile. Ha dre m'emañ Breizh gant ar memes lezenn ha Bro-C'hall e c'hellomp enrollañ ar skeudenn-mañ en hor wiki digudenn (evel ma 'vez displeget amañ), ar pezh n'eo ket aotreet a zo lakaat war Wikimedia Commons. --Y-M D (kaozeal) 16 Mez 2010 da 08:17 (UTC)
- Klasket em eus, met en aner betek-henn... Ne zlefe bezañ diaester ebet gant ar gwirioù peogwir e kaver al logo-se er pennad gallek fr:Coupe du monde de football de 2010. --Llydawr 15 Mez 2010 da 21:52 (UTC). A-benn ar fin on deuet a-benn gant ur skeudenn PNG, kavet er pennad katalanek ca:Copa del Món de Futbol de 2010. --Llydawr 16 Mez 2010 da 06:50 (UTC)
Eilet am eus war ar servijer ur skeudenn e .svg (Skeudenn:FIFA 2010.svg) kalz gwelloc'h evit labourat. N'eus forzh peseurt ment a lakaer dezhi e chomo brav an disoc'h. N'eo ket gwir evit ar skeudennoù e .png. Kinniget 'm eus distruj ar re all (Wikipedia:Pajennoù_da_nullañ).--Gwendal 17 Mez 2010 da 09:41 (UTC)
Taolennoù gant ur patrom ?
[kemmañ ar vammenn]Merzhet 'm eus e oa ur pezh pakad evit taolennoù an disoc'hoù.
Bet on o sellout er Wiki gall hag evit ar pezh a denn d'an taolennoù hag a renabl ar poentoù hag an disoc'hoù e vez implijet ur patrom ganto. Aes e seblant din e lakaat e brezhoneg, ha d'am soñj e vefe kalz aesoc'h deoc'h implijout anezhañ eget rankout implijout kod Wikipedia bep tro. Ouzhpenn-se e vefe sklaeroc'h diabarzh ar pennad evit an dud a fellfe dezho kemmañ anezhi ha ne gomprenont ket kalz tra er c'hodiñ.
Anvet eo ar patrom-se "Poule" e galleg. Er geriadurioù em eus kavet ar ger Poull evit ar brezhoneg. Mat eo deoc'h ? --Y-M D (kaozeal) 16 Mez 2010 da 08:40 (UTC)
- Setu bet savet ha troet ar patrom ganin, Patrom:Poull an hini eo. Aes-tre eo da implijout, met ma 'vefe an disterañ goulenn e vin amañ evit respont. --Y-M D (kaozeal) 16 Mez 2010 da 13:26 (UTC)
- dispar, trugarez vras, talvoudus kaer e vo ar patrom ac'h eus savet. Gwir eo e oa un tamm luziet betek-hen ar c'hodiñ, un tamm bitellat am boa graet diwar ur pennad e katalaneg met un toullad traoù na zeuen ket a-benn da cheñch. Kalz gwelloc'h eo lakaat taolenn an disoc'hoù e-kichen hini ar poentoù da skouer. Ober a rin ar cheñchamantoù er c'hodiñ oc'h ebarzhiñ ar patrom nevez-mañ diouzhtu pa 'm bo un tammm amzer da lakaat ma fri e-barzh. --glombzh 16 Mez 2010 da 19:04 Ur goulennig : ar meneg (UTC) e fin ar sinadur a dalvez petra ? Eur an urzhiataer ?
- Evit UTC gwelout:UTC.--Gwendal 16 Mez 2010 da 17:23 (UTC)
- Un dra a vank er patrom eo n'eo ket raktreset resisaat ar c'hoarierien o deus lakaet ar palioù (etre kromelloù dindan an disoc'h emañ anv ar c'hoarier hag e peseurt munutenn en deus plantet e-barzh). Un doare simpl a vefe da ouzhpennañ se ? o c'houzout 1. ne vez pal ebet a-wechoù 2. e c'hall bezañ kalz palioù ha hir ar meneg neuze (s.o. krogad Alamagn-Aostralia da skouer - aze an anvioù hag ar vunutenn a c'hallfe bezañ war 2 linenn ma vez aesoc'h evit ar c'hinnig) --glombzh da 19:18 (UTC) (trugarez Gwendal evit istor an UTC)
- An doare ac'h eus implijet a gavan efedus hag eeun. --Y-M D (kaozeal) 18 Mez 2010 da 19:14 (UTC)
- dispar, trugarez vras, talvoudus kaer e vo ar patrom ac'h eus savet. Gwir eo e oa un tamm luziet betek-hen ar c'hodiñ, un tamm bitellat am boa graet diwar ur pennad e katalaneg met un toullad traoù na zeuen ket a-benn da cheñch. Kalz gwelloc'h eo lakaat taolenn an disoc'hoù e-kichen hini ar poentoù da skouer. Ober a rin ar cheñchamantoù er c'hodiñ oc'h ebarzhiñ ar patrom nevez-mañ diouzhtu pa 'm bo un tammm amzer da lakaat ma fri e-barzh. --glombzh 16 Mez 2010 da 19:04 Ur goulennig : ar meneg (UTC) e fin ar sinadur a dalvez petra ? Eur an urzhiataer ?
Anv
[kemmañ ar vammenn]"Kib vell-droad ar bed 2010" eo titl ar pennad. Koulskoude n'eo ket ret ober ar c'hemmadur mell-droad > vell-droad en degouezh-se. Hag evit ar bloavezh e kavfen reishoc'h ober gant un araogenn evel e meur a yezh all (afrikaneg "in", katalaneg, spagnoleg, galleg "de"), kentoc'h eget ober evel e saozneg hag e galleg arnevez, hep araogenn ebet. --Llydawr 18 Mez 2010 da 19:26 (UTC)
- A-du a-walc'h ganit. Lakaet an anv-mañ diwar patrom hini 2006 met gwelloc'h a c'haller kavout moarvat. Kib mell-droad ar bed e 2010 ? --glombzh 18 Mez 2010 da 20:16 (UTC)
- Diaesterioù o deus ar gembraegerien ivez gant an anv-se, war a seblant. Sellit ouzh cy:Sgwrs:Cwpan y Byd Pêl-droed 2010. --Llydawr 23 Mez 2010 da 10:22 (UTC)
Plantañ pour
[kemmañ ar vammenn]Souezhet on o lenn Gwellañ planterien palioù. Moarvat ez eus tud o komz evel-se. Met un tamm poan am eus gant ar plantañ palioù. Met n'eus ket brezhonekoc'h er marc'hallac'h?Bianchi-Bihan 27 Mez 2010 da 21:28 (UTC)
- Ya, kompren a ran da evezhiadenn. Cheñchet em eus : Lakaerien palioù. Liorzhadenn vat dit, moarvat n'eus ket bet re a freuz ez liorzh legumaj gant tennoù c'hoarierien o mailhurenn c'hlas glombzh 7 Gouere 2010 da 20:54 (UTC)