Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kediv

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikipedia

Bez ez eus « kediv » evel troidigezh testeniekaet

[kemmañ ar vammenn]

E geriadur galleg-brezhoneg M. Ménard e weler kinniget « kediv » evit treiñ « khédive », perak mont da glask pelloc’h ? Ch. Rogel (kaozeal) 5 Meu 2026 da 17:23 (UTC)

Ha khediv m.-ed e geriadur meur F. Favereau. --Llydawr (kaozeal) 5 Meu 2026 da 18:54 (UTC)
N’eo ket un eston ma ne blij ket Favereau ober hep un h goude ur gensonenn all. Diouzh boaz e vez lamet an h a gaver en digrammoù hengresianek (Teodor, da skouer), lakaomp e oa bet heuliet ar boaz-se gant Martial.
Mat eo ober gant ar ginnigadenn gentañ, gant ma ne ya ket a-enep un doare hengounel. Ch. Rogel (kaozeal) 5 Meu 2026 da 20:54 (UTC)
Demat deoc'h, n'em boa ket sellet ouzh geriadur M. Ménard, klask a raen chom an tostañ ar gwellañ ouzh an distagadur(ioù) orin. Gwelloc'h ar c'hinnig "kediv" din-me ivez. A galon, Kestenn (kaozeal) 5 Meu 2026 da 21:17 (UTC)