Kaozeal:Chapel Santo André de Teixido

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Kañsell, hervez geriadur Vallée, zo ul lodenn eus an iliz, al lec'h m'emañ an aoter, "sanctuaire" e galleg. Met "sanctuaire" e galleg en deus meur a ster. E ster kentañ, e ster boas, zo evel "santuario". Amañ n'eo ket eus ul lodenn eus un iliz ez eus anv, met eus ul lec'h sakr, dre vras ("Edificio consagrado ao culto relixioso", Dicionario da Real Academia Galega). Gwelloc'h e vefe ober gant "santual" evit an dra-se. --Llydawr (kaozeal) 23 Meu 2018 da 17:18 (UTC)[respont]

Gwir a lavarit, mar soñjit gant ur spered kristen. "Santual" ne blije ket din, rak kristen eo ivez – Santo André de Teixido zo ul lec'h keltiekoc'h ha paganoc'h a-galz eget kristen, evel a verzer dre an arroudoù er pennad hag evel a santer diouzhtu pa vezer eno (o tont eus Breizh, pergen). "Neved" a seblante din dereatoc'h, evel "Koad an Neved" e Kernev. "Kañsell" am eus dibabet en diwezh, en abeg ma n'eo ar chapel nemet un tamm eus al lec'h nevet e Teixido, ar feunteun o vezañ pouezusoc'h eget chapel ar sant e gwirionez : kañsell al lec'h nevet eo ar chapel evit gwir eta, evidon-me bepred. — Lagad Zoltec (kaozeal) 23 Meu 2018 da 22:02 (UTC)[respont]

Demat,

Sapre labour ganeoc'h! An tu a vefe da enrolañ an infoboest evit ma vefe tu ec'h adimplij aes? C'hwi a seblant mestr war an infoboestoù dedennus e vefe e savfec'h reoù all.

A galon --Dishual (kaozeal) 23 Meu 2018 da 17:55 (UTC)[respont]

Home made eo ar boestoù a ran, n'int ket patromoù ; ur patrom a implijan evelato : Patrom:Infobox/Titl, evel a welot er vammenn. Azasaet eo pep infobox ouzh an dodenn, setu e ranker deskiñ troioù ar vicher (aes eo : studiit ar mammennoù !). Bewech e klaskan lakaat liv an titl da glokaat gant an danvez : amañ ez eo #09c, liv glas banniel Galiza ; evit kavout kod HTML al liv pa n'ouzon ket ez implijan ur poellad dreist ha digoust anvet ColorPix a c'hallot enkargañ diwar an Internet.
Ur pezhig ali a-zivout ledander ar voest : seul strishoc'h seul welloc'h ; lakait ar skeudenn da 230px da gentañ, skrivit an ditouroù ha raksellit : mard eo strishoc'h ar skeudenn eget bandenn an titl, brasait ar skeudenn betek ma vo a-vent gant an titl rak ledander ar skrid hoc'h eus ebarzhet eo ledander an titl dre ziouer. Neuze : skrivit ditouroù berr pe war meur al linenn, mod all en em gavot gant boestoù ledanoc'h eget hiroc'h !
Trugarez deoc'h evit ar pour hoc'h eus roet din, saourusoc'h e teu soubenn ar Wiki diouzhtu. — Lagad Zoltec (kaozeal) 23 Meu 2018 da 22:02 (UTC)[respont]