Kaozeal:Judith Butler

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Brudet eo dreist-holl dre amañ evit ar pezh a reer "queer studies" anezhañ. ha penaos ober diouzh an dachenn-studi-se e brezhoneg? "arallreizhoniezh" marteze? --85.57.162.19 18 Meu 2006 da 07:26 (UTC)

N'on ket sur e plijfe d'ar re a ra war dro ar "queer studies" e vefe merket un diforc'h etre an daou reizh (pe muioc'h a vefe?) . Ur ger eilgaset eo queer, ur seurt doare dismegañsus da envel an arallrevidi e oa da gentañ. Ezhomm o doa eus ur ger "emren" hag eilpennet o deus an dra. Ret e vefe lenn spis oberenn M. Menard evit kavout ur ger kevatal. --Ch. Rogel 18 Meu 2006 da 10:47 (UTC)

Justamant! abalamour da se eo em boe c'hoant da glask un tremen. Goùt mat a ran peseurt istor a zo a-drek an termen-se, met gant ar studioù "queer" em eus-me bet tro da lenn e vez implijet en un doare pozitivel a-ratozh a-benn lemel dioutañ ar spered dismegañsus (graet eo bet heñvel gant cunt ha nigger). Pezh a zo, e vefe ret kaout un tremen ledan a-walc'h ret n'eo ket ret bezañ nag heñvelreizhour/revour(ez) na c'hoazh reizhour(ez) (da lâret eo sexuel) a-benn bezañ "queer". Ne blij ket din ober gant reizhour(ez) rak bez' e c'heller bezañ "queer" hep kaout darempred reizhel ebet.... erfin, luziet-tre an traoù, kea! N'anavezan ket al levr bet savet gant M. Menard ma rez dave outañ. Ha pehini eo?--Neal 18 Meu 2006 da 10:57 (UTC)