Kaozeal:How Green Was My Valley (film)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Hag un displegadenn a vo roet? [1]--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Mez 2014 da 19:00 (UTC)[respont]

Deoc'h ne vo ket graet ken ! Skuizh-mat gant ho rogoni...--Prieladkozh (kaozeal) 8 Mez 2014 da 07:25 (UTC)[respont]
"Gwenn ha du" an hini eo a vez lavaret e brezhoneg, evit parrat ouzh an hiatus moarvat. Perak 'ta ez eus bet lakaet "du ha gwenn" e-lec'h "gwenn ha du" er pennad ? --Yun (kaozeal) 9 Mez 2014 da 05:09 (UTC)[respont]

Ganet e oa bet ma mamm en Tre'où e 1914 ha hi brezhonegerez a-vihanik ha soñj mat am eus eus gerioù 'zo ar rimadellig a zibune-hi gwech an amzer :
"Penaos 'vo gwisket al logodenn ? Herie e vo e du ha gwenn !"
Marteze e fazie-hi met ne rae ket forzh eus an hiatus-se, sur eo ha n'eo ket marteze... :-) A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Mez 2014 da 10:10 (UTC)[respont]

Penaos 'vo gwisket, 'mezit-hu ? Herie e vo e gwenn ha du !
En abeg d'ar glotadenn e tibune ho mamm "du ha gwenn", tra ken. Hag en abeg d'ar glotadenn adarre e lakae ar pep pouezusañ ("du ha gwenn") e dibenn ar werzenn e-lec'h e lakaat en deroù, evel ma rafe forzh pe vrezhoneger(ez), a-vihanik pe get.

N'eo ket gwall blijus degemer ur respont digant un den dianav !--Prieladkozh (kaozeal) 10 Mez 2014 da 17:54 (UTC)[respont]

Trugarez da vezañ respontet. Soñjal a ran evel an IP : abalamour d'ar rim emañ ar ger gwenn e dibenn ar rimadell roet, met gwenn ha du eo an urzh e brezhoneg a-hend-all. Gant Ofis Publik ar Brezhoneg eo bet studiet an termen-se ha gwenn ha du eo a gaver en e lec'hienn. --Yun (kaozeal) 14 Mez 2014 da 05:22 (UTC)[respont]

Mann ebet. Ha gallout a rafec'h displegañ din pelec'h e c'helljen kavout an daveoù-se war lec'hienn OPaB ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2014 da 09:09 (UTC)[respont]

Ya : ret eo klikañ war al liamm am boa lakaet ar wech all (a-raok ar sinadur).--Yun (kaozeal) 19 Mez 2014 da 04:26 (UTC)[respont]
Ha klask "noir et blanc". --Llydawr (kaozeal) 19 Mez 2014 da 06:48 (UTC)[respont]
Trugarez vras deoc'h, ho-taou. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Mez 2014 da 08:18 (UTC)[respont]