Kaozeal:Iparralde

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaozeal:Hegoalde)

War a welan e lakaer un diforc'h ar wikipedia euskarek etre eu:Hegoalde ha eu:Hego Euskal Herria diouzh un tu hag etre eu:Iparralde ha eu:Ipar Euskal Herria diouzh an tu all. A-hendall e vefe mat, marteze, menegiñ an diforc'h politikel a gaver alies etre implij an eil stummoù hag ar re all (par d'an diforc'h-implij etre "Euskadi" hag "Euskal Herria"). N'eus, me 'gav din eo ar stummoù "Iparralde" hag "Hegoalde" ar re implijetañ/brudetañ evit envel bep ur pennad hollek diwar o fenn (da lâret eo hep diforc'hañ etre "Hegoalde" ha "Hego Euskal HErria". A galon, Neal (Kaozeal) 6 Gwe 2009 da 08:30 (UTC)[respont]

Ne lakaer kemm ebet. Lenn mat.Bianchi-Bihan 6 Gwe 2009 da 08:43 (UTC)[respont]
A-du gant Neal, un diforc'h zo, implijout un eil tro-lavar pe eben n'eo ket neptu deus ar pezh a sell ouzh ar politikerezh, evel gant Euskadi hag Euskal Herria. Ma ne zibabomp ket ober gant pep ger e bajennad, ar gwelañ vefe moarvat ober gant Iparralde hag Hegoalde evit an titloù. A galon. --Arko 6 Gwe 2009 da 10:03 (UTC)[respont]
Ur c'hemm a lakaer dre ar fed ma gaver pennadoù disheñvel ha n'eo ket adkasoù nemetken... Diouzh an tu all, d'am soñj n'eo ket gwall boellek ober gant "Ipar Euskal Herria" evit titl ur pennad pennañ (kaset diwar "Iparalde") diouzh un tu met gant "Hegoalde" (adkas ebet diwar "Hego Euskal Herria") diouzh an tu all. E Stad Spagn d'an nbeutañ e tiforc'her etre "Euskadi" (anv ofisiel) hag "Euskal Herri" (implijet gant HB, h.a.) hag ivez "Euzkadi" implijet gant PNV/EAJ... D'am soñj e kaver an hevelep diforc'h etre "Hegoalde" hag "Hego Euskal Herria" ivez... Neal (Kaozeal) 6 Gwe 2009 da 10:20 (UTC)[respont]
Pajennoù digejañ eo ar pennadoù "Hegoalde" en euskareg, dibabet gante ober gant "Hego Euskal Herria" evit ar pennad pennañ. Un dibab politikel an hini eo. N'on ket a-enep sevel a-du gnt an dibab politikel-se, met ret e vefe sklaeraat ar fed m'ez eo anezhañ un dibab politikel d'am soñj, dreist-holl m'eo anezhañ ar stumm nebeutañ implijet/anavezet e yezhoù estreget an euskareg d'am soñj-me ivez. --Neal (Kaozeal) 6 Gwe 2009 da 10:24 (UTC)[respont]

Kantadoù ha kantadoù liammoù Iparralde a zo a-hed ar pajennoù (evit pajennoù ar c'humunioù, ar c'hantonioù paneveken), pa zlefen kas da Ipar Euskal Herria, ar memes tra evit Hegoalde hag Hego Euskal Herria. Ha talvoudus eo digemmañ ha kaout 4 fajenn e-lec'h 2, ha kaout rouestl liammoù forzh pegement? N'on ket sur.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 C'hwe 2014 da 11:36 (UTC)[respont]