Kaozeal:Gour mann (yezhoniezh)

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

pehini eo graer ar frazenn,... n'eo ket an hini a sav ar frazenn? Bianchi-Bihan 21 Gen 2009 da 09:24 (UTC)[respont]

degemeret mat e vo kinnigoù all evit treiñ "agent". Neal (Kaozeal) 21 Gen 2009 da 10:50 (UTC)[respont]
Techet e vefen da lezel ar yezhoniezh etre daouarn ar yezhoniourion: graer, oberour, oberiataer, ajant, n'on ket nec'het ... Met ma vefe skrivet "ar graer er frazenn" e c'hallfe bezañ komprenusoc'h, a gav din. Un ali bihanik, netra ken. Bianchi-Bihan 21 Gen 2009 da 11:40 (UTC)[respont]
Graet e vo evel-hen, ha me yezhonour hervez ma studioù... Gwell d'am soñj ober gant "graer" dre m'eo hemañ ar ger a gaver e geriadur Roparz Hemon ha ne welan abeg ebet evit ober heptañ. Trugarez evit da sikour Neal (Kaozeal) 21 Gen 2009 da 11:48 (UTC)[respont]
... pe graer an ober , met graer ar frazenn n'hall bezañ nemet an hini a ra ar frazenn. N'eo ket evel-se er yezhoù all? Bianchi-Bihan 21 Gen 2009 da 13:35 (UTC)[respont]
ket tre. ur ger teknikel eo "agent" e saozneg, neuze: "the agent of the sentence" = "ar graer yezhadurel", a-hendall e raknfer lâret "the maker of the sentence", pe "the person who spoke/wrote the sentence". E galizeg eo heñvel "o axente da oración/da frase". Neal (Kaozeal) 21 Gen 2009 da 15:15 (UTC)[respont]
Ret e vefe gortoz sklaeraat ar gudenn-mañ a-raok sevel ur pennad o tennañ d'an tu-gouzañv. Neal (Kaozeal) 21 Gen 2009 da 15:17 (UTC)[respont]