Kaozeal:Rassemblement National
Rannbennad nevezKinnig kemmañ titl ar pennad
[kemmañ ar vammenn]Ha reizh eo ober gant an titl "Talbenn Broadel Gall" o c'hoût ec'h eo "Front national" anv ofisiel ar strollad-mañ e galleg? Kinnig a rafen: "Talbenn broadel (strollad gall)" (evit ober an diforc'h etre strolladoù all anvet int-i ivez "Talbenn broadel") ha sevel adsavoù da heul.--Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 09:29 (UTC)
Implijer dizanv 2.13.36.29
[kemmañ ar vammenn]Demat d'an holl, Ha normal eo e vefe lezet unan bennak, dizanv 'zo kaeroc'h, da skrivañ : "Laret e vez ez eo tud an FN gwennelour, ar pezh a zo gwir." ?! Da c'hortoz.--Prieladkozh (kaozeal) 31 Gen 2015 da 11:54 (UTC)
- Lamet em eus ar frazenn-se kuit diouzh ar pennad. Meur a hini a zo bet kaset dirak al lez-varn goude bezañ skrivet pe lavaret kement-se diwar-benn JMLP, rak ur gunujenn eo ar ger "gouennelour" e Frañs. Kondaonet int bet en abeg d'ar gunujenn eta, ha n'eo ket en abeg d'ar gwallvrud a vije bet. --Yun (kaozeal) 31 Gen 2015 da 16:56 (UTC)
Sklaer. Hag atav an hevelep goulenn : petra a viro ouzh an IP 2.13.36.29 a zistreiñ ?--Prieladkozh (kaozeal) 31 Gen 2015 da 17:05 (UTC)
- Me 'zo bet graet "gouennelour" ac'hanon ivez amañ, war un digarez biskoazh breinoc'h. Pegoulz e vo disverket?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Gen 2015 da 18:06 (UTC)
Kalz gwelloc'h ganin pa vezit karantezus ouzhin, oc'h ober "Loen lous" ac'hanon da skouer, kaezhig...--Prieladkozh (kaozeal) 31 Gen 2015 da 18:35 (UTC)
- Gwelet a ran e kendalc'hit divezh gant ho c'hoari. Diwar-bouez un neudenn brein-puzuilh ken na oa e oa ho tamall a "ouennelouriezh" a-enep din. Ha kement-se a oa mizvezhioù a-raok.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Gen 2015 da 19:15 (UTC)
Feiz, Doaniet-bras 'vên 'welet ar re gozh 'randoniñ e-giz-se... N'ankouait ket kemer ho louzoù dreist-holl, kalonig...--Prieladkozh (kaozeal) 1 C'hwe 2015 da 09:20 (UTC)
- Kendalc'hit 'ta gant hoc'h erv. Piv a viro ouzhoc'h, forzh penaos? Ezvezant pe diseblant eo ar verourien. Hag a-douez an implijerien, war-bouez un IP bennak n'eus ket kalz lakaet diaes gant hoc'h emzalc'h, darn a seblant kavout se mat zokenoc'h. Kendalc'hit 'ta da ziskouez ho kalonegezh hag ho spered enor.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 C'hwe 2015 da 18:35 (UTC)
Ya, ya, ya... Ale, mat eo bremañ. Ne rit ket din c'hoarzhin ken, na mousc'hoarzhin zoken. Pa n'emañ tro Bianchi-Bihan ken ez it din, e-giz-se emañ an traoù...--Prieladkozh (kaozeal) 1 C'hwe 2015 da 19:21 (UTC)
Titl
[kemmañ ar vammenn]Adlakaet am eus an titl evel ma oa a-raok ma voe adanvet ar pennad gant Fourmidable (k・d) peogwir ne dalv ket Unaniezh kement ha Rassemblement. Huñvreüs (kaozeal) 10 Mez 2024 da 09:42 (UTC)
- Bodadeg vroadel hervez Termofis. Huñvreüs (kaozeal) 10 Mez 2024 da 09:53 (UTC)
- Ne gav ket din e vo pennadoù all anvet "Rassemblement National". Neuze eo diezhomm a-walc'h ar resisadenn "(strollad politikel gall)". --Llydawr (kaozeal) 10 Mez 2024 da 14:31 (UTC)
- A-du, neuze eo ret divizout evit etre Rassemblement National (hep resisadenn) ha Bodadeg vroadel. Huñvreüs (kaozeal) 10 Mez 2024 da 15:01 (UTC)
- Rassemblement National eo anv ofisiel ar strollad gall-se ; koulz mirout an anv da ditl (hep resisadenn) hag e dreiñ e korf ar pennad : Ar Rassemblement National (RN) ("BodadegVroadel"), bet anvet Front National (FN) ("Talbenn Vroadel") . . . ; n'eo ket bet brezhonekaet titl ar pennad Sozialdemokratische Partei Deutschlands, gant gwir abeg. — Ar choler (kaozeal) 10 Mez 2024 da 16:10 (UTC)
- A-du, neuze eo ret divizout evit etre Rassemblement National (hep resisadenn) ha Bodadeg vroadel. Huñvreüs (kaozeal) 10 Mez 2024 da 15:01 (UTC)
- Ne gav ket din e vo pennadoù all anvet "Rassemblement National". Neuze eo diezhomm a-walc'h ar resisadenn "(strollad politikel gall)". --Llydawr (kaozeal) 10 Mez 2024 da 14:31 (UTC)
Tu kleiz pellañ ?
[kemmañ ar vammenn]Demat, ne gomprenan ket ar frazenn "Lec'hiet etre an tu-dehoù pellañ hag an tu kleiz pellañ" diwar-benn ar strollad-mañ ; ne welan ket penaos lavaret emañ en tu kleiz pellañ an RN. A galon, Kestenn (kaozeal) 5 Gen 2026 da 14:22 (UTC)
- O venegiñ Arko (k・d), aozer ar c’hemm-mañ. Huñvreüs (kaozeal) 5 Gen 2026 da 14:30 (UTC)
- Ya, ouzhpennet em boa se peogwir e vez sellet c'hoazh (gant ar mediaoù hag all) ouzh an RN evel ur strollad eus an tu-dehoù pellañ, koulskoude e vez sellet ivez bremañ ouzh ur strollad eus an tu-kleiz pellañ abaoe n'eo ket Jean-Marie Le Pen prezidant ken. Emdroet en deus ar pezh a zifenn ar strollad-se abaoe e oa deuet Marine Le Pen da vezañ prezidantez, ha war he lerc'h Jordan Bardella, dre e vennozhioù sokial (enep-frankizouriezh, leveioù etre 60 ha 62 vloaz hag all), e sell ouzh Unaniezh Europa hag e brogram ekonomikel stadelour. Gallout a ra seblantout bezañ diac'hinek met n'eo ket peogwir eo an RN ur strollad souverenour dreist pep tra. Tennet em boa ar ger "broadelour" peogwir eo ur ger gant meur a ster disheñvel (broadelour eo Plaid Cymru da skouer ha ne zifenn ket ar memes soñjoù politikel hag an RN tamm ebet). A galon, Arko (kaozeal) 5 Gen 2026 da 14:55 (UTC)
- @Arko: Peseurt daveoù a c’hall bezañ meneget? Ne gavan netra. Huñvreüs (kaozeal) 5 Gen 2026 da 16:12 (UTC)
- Klaskit "Le RN est-il de gauche?" war google da skouer hag e kaviot pennadoù-skrid ha videoioù a bep seurt. Arko (kaozeal) 5 Gen 2026 da 16:26 (UTC)
- Kavout a ran re a lavar nann, blogoù divrud, mediaoù n’int ket neptu e seurt ebet, ha c’hoazh, meneg ebet eus « tu kleiz pellañ », « un tammig eus an tu kleiz » a vez lavaret gant tud eus an tu dehoù evit displegañ perak n’int ket-int a-du gant an RN. Ne gavan netra solut: mann ebet eus ar mediaoù broadel pennañ (n’eus forzh o zuadur politikel), pe pennadoù-skrid savet gant enklaskerien pe arbennikourien. Huñvreüs (kaozeal) 5 Gen 2026 da 16:53 (UTC)
- Heñvel evidon ivez goude bezañ furchet un tamm eus va zu. Tabut a vefe kentoc'h war ar fed en deus c'hoant an RN da ziskouez n'emañ ket en un "tu pellañ" met un tu dehou klaseloc'h, en ur venegiñ soñjoù sokial a-wechoù ; kement-mañ ne rafe ket anezho bezañ eus an tu kleiz pellañ forzh penaos (da lavaret eo strolladoù enepkapitalour, dispac'hel, trotskour, ha kement zo, anarkour ivez zoken hervez enklaskerien zo - cf. Serge Cosseron). O zuadur mirour, "climatosceptique" hag a-enep an enbroidi ne zegas ket dour da vilin an "tu kleiz pellañ" ivez, 'm eus aon. A galon, Kestenn (kaozeal) 5 Gen 2026 da 18:55 (UTC)
- Mat eo din. Marteze ne oa ket ampart ma doare da zisplegañ an traoù er pennad. Ar pezh em boa c'hoant da lavaret dreist-holl eo e oa ur strollad severenour gant ur prezeg sokialoc'h. Ar frazenn a c'hall bezañ gwellaet moarvat. A galon, Arko (kaozeal) 6 Gen 2026 da 07:54 (UTC)