Kaozeal:Fregata andrewsi

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • "Fourgadenn Andrews" eo troidigezh rik Fregata andrewsi ; kement ha fr:Frégate de Noël e talvez *Fourgadenn Nedeleg, ar pezh a zo gwall skoemp. Fourgadenn Andrews pe Fourgadenn Enez Christmas a vefe dereatoc'h a-galz. --90.32.242.145 5 Meu 2016 da 14:27 (UTC)[respont]
E lies yezhoù e vez anvet ar ger "Christmas" er yezh ar vro - e daneg da skouer: Juleø-fregatfugl e-lec'h Christmas-fregatfugl. Evel-henn, perak "fourgadenn Christmas" e-lec'h "fourgadenn Nedeleg"? --Couiros22 (kaozeal) 5 Meu 2016 da 16:00 (UTC)[respont]

Evit daou abeg.
1 – Setu amañ renabl an anvioù a gaver buan :

Gwrizienn Avibase Wikipedia Σ
Enez Christmas saozneg, spagnoleg, italianeg, norvegeg katalaneg, gresianeg, perseg, indonezeg, malayeg 9
Andrews tchekeg, galleg sougbouaneg, spagnoleg, esperanteg, euskareg, italianeg, portugaleg, roumaneg, winarayeg 10
Kof gwenn alamaneg, japaneg, nederlandeg, poloneg, portugaleg, sinaeg sougbouaneg, spagnoleg, esperanteg, euskareg, italianeg, portugaleg, roumaneg, winarayeg 14
"Christmas" troet daneg, finneg, ruseg, svedeg 4

2 – N'eus anv ebet a gement a vefe testeniekaet e brezhoneg ; dav e vefe neuze chom gant anv skiantel al labous.
Mar fell deoc'h goveliañ unan, koulz ober diwar ar skouer paotañ, ar pezh a rofe Fourgadenn he c'hof gwenn , ar pezh a zo gwall bounner ; petra hon eus da heul ? Fourgadenn Andrews , Fourgadenn Enez Christmas , ha Fourgadenn Nedeleg – treuzkomprenet e vo hemañ diwezhañ gant forzh pe zen a oar brezhoneg, a-dra-sur (evel an Tad Nedeleg, ne zeu al labous-se war wel nemet da vare Nedeleg ?).
Ma, grit a garot. Evezhiadennoù am eus graet diwar-benn anvioù laboused all a zo bet goveliet a-dreuz ganeoc'h, hag anat eo ne rit forzh ebet.
Un dra a-bouez evelato, da ziwezhañ : daou spered a ranker kaout evit seveniñ labour a-zoare evit un holloueziadur, a zo

  1. ur spered skiantel a bled gant ar fedoù, ha gant ar fedoù hepken (renabliñ, displegañ, daveiñ) ;
  2. ur spered yezhoniel a bled gant ar yezh ma tispleger ar fedoù drezhi, pa rank bout komprenet diouzhtu gant al lennerion.

Ne rin evezhiadenn arall ebet. --90.32.242.145 5 Meu 2016 da 17:54 (UTC)[respont]

Na gollit ket hoc'h amzer : ne dalv ket ar boan kas evezhiadennoù na reiñ alioù, ha pa vijent poellek-kenañ...--Prieladkozh (kaozeal) 14 Meu 2016 da 11:25 (UTC)[respont]


Ha neuze? --Couiros22 (kaozeal) 14 Meu 2016 da 11:45 (UTC)[respont]

Ma vijen e plas un den eveldoc'h hag a zo diaes dezhañ ober an diforc'h etre Enez Christmas (Aostralia) ha gouel Nedeleg e serrfen ma beg, sur ha n'eo ket marteze ! O vezañ ma n'oc'h ket gouest da guzhat nag ho tiouiziegezh nag ho prasoni divent klaskit lakaat ul liñsel war ho pleuperezh, da nebeutañ...--Prieladkozh (kaozeal) 14 Meu 2016 da 12:48 (UTC)[respont]