Kaozeal:Franche-Comté (proviñs)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pelec'h e kaver roud eus Kontelezh-Frank? Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mez 2013 da 06:03 (UTC)[respont]

Sellet ouzh Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 16, bloaz 2013. --Llydawr (kaozeal) 4 Mez 2013 da 06:30 (UTC)[respont]

Frankkontelezh hervez Divi Kervella. Why not? Perak ez a lod neuze da damall d'ar re all degas o c'hrouidigezhioù amañ? Pa vez meur a anvadur e c'hall al lenner dibab, ha mat pell zo. Ma heulier le web pédagogique e vo ret kemmañ yezhadur ha geriadur ar brezhoneg (http://lewebpedagogique.com/valerinicolasistoergeografiezh/files/2012/06/Ar-vonarkiezh-hollveliel-e-Frañs.pdf) : "million", "Padal, droug e savas er bobl", hag all ... Koulz ha kemer skouerioù, kemeromp anezho difazi. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Gen 2016 da 15:31 (UTC)[respont]

Tagadenn ad nominem a-berzh un den n'en deus ket lennet an daveoù. Anjela Duval ha DK ar memes den?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Gen 2016 da 16:07 (UTC)[respont]

Na koag ar vran, e beg e wezenn IPeek. Na bramm ma brennigenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gen 2016 da 09:02 (UTC)[respont]

Div wech dija e oa bet klasket cheñch titl ar pennad-mañ : e miz Du 2011, gant un den a sine P'tit frappé, hag e miz Ebrel 2013, gant P'tit frappé adarre ([1]). Un tamm kaoz a oa bet en davarn (Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 16, bloaz 2013), ha distroet e oamp d'an titl orin Franche-Comté, pa oa bet tri den o sevel a-du gant an titl-se ha den ebet a-enep. Adlakaet e oa bet an traoù en o rez gant merourien. Ha setu cheñchet an titl adarre bremañ, hep tamm kaoz ebet. E 2013, en davarn, e oa bet diskoachet ar stumm Frank-Kontelezh gant an Implijer:Lekemok. Dre ma ne seblante ket ar stumm-se bezañ en implij e oa bet lezet a-gostez. Daoust hag implijetoc'h e vije Frankkontelezh (hep barrennig-stagañ) ? Ne gredan ket e vije. Gwelloc'h distreiñ d'an titl orin, a zo diarvar, hag ober meneg er pennad eus ar stummoù brezhonekaet a zo bet kinniget gant hemañ pe hennezh, evel ma veneger Gwenngen e pennad Vendôme pe Evrog Nevez e pennad New York. --Llydawr (kaozeal) 26 Gen 2016 da 07:48 (UTC)[respont]

A-du ganit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gen 2016 da 08:29 (UTC)[respont]
A-du ivez.--Prieladkozh (kaozeal) 26 Gen 2016 da 08:35 (UTC)[respont]

Perak ez it klañv seul daol ma vez graet gant anvadurioù brezhonek testeniet? "Hep tamm kaoz ebet". Alato, nevez 'zo eo aet Bianchi-Bihan da cheñch danvez ar bajenn "Chaumont" "hep tamm kaoz ebet" «evit ober evel er wiki gallek» (sic), hadet freuz gantañ en adkasoù, met n'eus bet lâret netra dezhañ, hag aet Llydawr da renkañ darn hepken eus an adkasoù-se, hag aet e-skeud-se, ha pelloc'h, hep reiñ abeg ebet, da zilemel anvioù ken diazezet ha "Champagn", "Kreisteiz", "Pireneoù"... evit lakaat galleg en o flas.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Gen 2016 da 11:05 (UTC)[respont]

N'em eus ket lakaet Chaumont da vezañ Menez Moal, kouda ?
Diazez ar wikipedia n'eo ket peurvrezhonekaat ar bed, met klask ar c'henemglev. Evit kaout emglev eo gwelloc'h chom hep ober gant frazennoù evel : " Perak ez it klañv " pe "hadet freuz". Ali personel evel-just. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gen 2016 da 18:26 (UTC)[respont]
Kenkent lâret ar c'hoazioù brav-se, kenkent dislâret gant ar fedoù un nebeud munutennoù war-lerc'h. Cheñchet pal d'ar bajenn Aalst hep "klask kaout kenemglev". Disoc'h: 18 liamm diabarzh (da vihanañ) freuzet en un taol. Hag ouzhpenn, savet ur bajenn Aalst (Belgia) gant un titl diaviz, pa'z eus div "Aalst" e Belgia.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Gen 2016 da 10:09 (UTC)[respont]

Goulenn a ran ma vo distroet da Franche-Comté, hervez youl tri ezel meneget a-us. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Meu 2018 da 12:43 (UTC)[respont]