Kaozeal:Amzalc'h
Rannbennad nevezNeuz
(Adkaset eus Kaozeal:Estoue)
Evezhiadenn diwezhañ : 1 miz zo gant Kestenn e kaozeadenn Titl ar bajenn
Titl ar bajenn
[kemmañ ar vammenn]Anavezout a ran ar ger estoue gant ster un ezhomm eus un dramm. Implijet eo e ster ar pennad ivez? Huñvreüs (kaozeal) 10 Eost 2026 da 15:59 (UTC)
- Er § Termenadurezh, saviad e-lec'h m'emañ un den hag a zo en abeg da zivizoù pe trubuilhoù a bep seurt, dic'houest da ren ur vuhez pemdeziek hep emellout tredeourien = amzalc'h e geriadur Ménard /dépendance, ≠ estoue = addiction. — Ar choler (kaozeal) 10 Eost 2026 da 16:26 (UTC)
Ne welan ket perak e vefe da adenvel. Un diforc’h rik a zo d’ober etre «amzalc’h », termen jenerek evit pep seurt a zalc’h politikel, sokial hag all hag an « estoue » a zo bet kinniget gant ur mezeg (Preder) evit an implijoù arbennik. Ret e vo krouiñ ar pennad « amzalc’h » ha lezel "estoue ». Gwelloc’h eo kaout pennadoù o zachenn strishañ m’eo posubl (gwazh-a-se evit ar wiki galleg a ra dans « dépendance" hag "dépendance (autonomie) ». Un tmmmig fentus, neketa ? --Ch. Rogel (kaozeal) 13 Eost 2026 da 14:47 (UTC)
- Kinniget eo bet ar ger-mañ da dalvezout dépendance à une substance. Evel Ar choler (k・d), ne welan ket ster ar pennad-mañ e termenadur geriadur Preder. Huñvreüs (kaozeal) 13 Eost 2026 da 15:30 (UTC)
- Gant Preder eo meneget ur ster strizh ha dres evel em eus aozet ar pennad :
- Sell ouzh https://porched.preder.net/index.php/geriadur/br/klask?q=estoue&lang=br&t=title
- Preder = geriadur kevlinenn
- addiction ◊ addiction ◊ estoue g. ― Geriadur ar vezekniezh
- Kaezhiadezh, eleze sujadur d'ur gwezher kimiek, o naouiñ dre ar youl distourmus d'e gemer e-maez a bep amkan mezegel ; un teskad termenoù damheñvelster a arverer hervez natur ar gwezher ebarzhet er bevedeg : drammgaezhiadezh, drammestoue, gwezherestoue,liaestoue, kimiestoue (sl. accoutumance, assuétude, chimiodépendance, dépendance, pharmaco-dépendance, toxicomanie) ; notomp e vez astennet arver addiction da sujadurioù all, evel ar c'hoari, ar greadoù revel, h.a.
- Ha kudenn ebet evit sevel ur pennad « amzalc’h « a vo gouestlaet d’ar ster pennañ : bezañ dindan dalc’h an dud, ar broioù, an darvoudoù… Ch. Rogel (kaozeal) 13 Eost 2026 da 21:34 (UTC)
- Gant Preder ez eus meneget ur ster strizh ha n’eo ket hini ar pennad e seurt ebet. Splann eo er bajenn-mañ e ra dave ar ger estoue eus un ezhomm eus un dramm, a-hend-all ez eus amzalc’h ha gerioù deveret. Huñvreüs (kaozeal) 14 Eost 2026 da 07:35 (UTC)
- ⇒ Goulenn adenvel. Paouez a ran gant ar "gaozeadenn"-mañ, tud all zo er wiki. Huñvreüs (kaozeal) 14 Eost 2026 da 09:00 (UTC)
- Ar gwir zo ganit : cheñch a rin an titl ha sevel a rin ur bajenn evit estoue dindan un dramm pe un emzalc’h n’heller ket stourm outaN.
- Ober a rin gant amzalc’h evit an traoù all. Domaj oeo chom hep ur ger arbennik evit pep an daou ster mezegel. Ch. Rogel (kaozeal) 17 Eost 2026 da 21:14 (UTC)
- Salud deoc'h, m'eo mat d'an holl neuze e adanvan ar pennad-mañ "Amzalc'h" hag e tiverkan "Estoue" evit ma c'hallo bezañ savet un "Estoue" war an drogaj hkz. en dazont. Mat eo deoc'h ? Kestenn (kaozeal) 18 Eost 2026 da 04:25 (UTC)
- Ya, sur. Gallout a ri serriñ ar goulenn adenvel ivez. Huñvreüs (kaozeal) 18 Eost 2026 da 07:40 (UTC)
Graet eo. "Amzalc'h " zo e plas "estoue" e korf ar pennad ivez. A galon, Kestenn (kaozeal) 20 Eost 2026 da 19:23 (UTC)