Kaozeal:Delfin (toullgorferezh)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Brav e vije treiñ kement-mañ:

People who have had this piercing performed report that it provides deep urethral stimulation during intercourse, and that those who really don't enjoy sounding or other types of play wherein the urethra is stimulated deep within the shaft may find this piercing to be "too much".

Bianchi-Bihan 20 Kzu 2008 da 18:39 (UTC)[respont]

Ha perak e vefe brav? Ha gwir eo? Me 'gave din e felle dit kaout "prouennoù"... Din-me eo heñvel, mar fell dit treiñ, tro. Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2008 da 18:50 (UTC)[respont]
N'on ket sur da gompren, setu ne rin ket. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2008 da 18:58 (UTC)[respont]
Ha penaos e ouzez e vije brav da dreiñ neuze?! Setu (mui pe vui ha war ar prim):

"Tud 'zo (PIV?) gante an toullgorfadur-mañ o deus lâret (PEGOULZ? PELEC'H?) e vez atizet diabarzh kan troazh a-drugrez dezhañ e-kerzh an darempredoù reizhel. Tud all avat ha na gav ket plijus lakaat sondoù e kan an troazh pe atizañ don en e diabarzh e mod all a c'hell c'havout dezhe ec'h eo "re greñv" ar santadur-se."

A galon, Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2008 da 19:08 (UTC)[respont]

Dibab etre gwalennoùigoù ha varrennoùigoù[kemmañ ar vammenn]

Bet kemmet an destenn orin ganit o lakaat: "Peurvuiañ e plij d'an dud plantañ ur varrennig kromm". E gwirionez, avat, n'eo ket peogwir e plij dezhe kentoc'h ur varrenn evit ur walenn met peogwir eo aesoc'h implijout ur varenn gromm en degouezh-mañ abalaour da stumm ha lec'hiadur an toull. E toullgorfadurioù 'zo ne vern pe walenn pe varrenn, e reoù all e ranker implijout an eil pe eben hag e lod all eo gwell pe boutinoc'h ober gant an eil evit gant eben. Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2008 da 19:11 (UTC)[respont]