Kaozeal:Celtic Football Club

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ar banniel lakaet da gentañ evit Lennon (gourdoner) n'eo ket ur banniel ofisiel e Norzh Iwerzhon, hini al Loyalisted an hini eo, ha sur eo ne blijfe ket kaer da N. Lennon p'en deus bet gourdrouz a varv eus o ferzh. Lakaet em eus banniel Iwerzhon gant ar meneg (Norzh) kement ha spisaat.--Trec'hlid mitonet 4 Eos 2010 da 16:26 (UTC)[respont]

Hervezon eo ober dibab kamp ar Republikaned en ur lakaat banniel Iwerzhon. Neil Lennon a oa c'hoarier Norzh Iwerzhon, ur skipailh hag a c'hoari c'hoazh dindan banniel al Loyalisted. Neuze e vefe marteze gwelloc'h implijout kroaz Sant Padraig #REDIRECT [[1]] --Ar Mañsoner 5 Eos 2010 da 18:23 (UTC)[respont]

Pe neuze lakaat hepken ar meneg Norzhiwerzhon hep banniel ebet, gwelet [2] (evit statud ar banniel) hag ar meneg-mañ ivez (tennet eus Wiki saoznek): Lennon decided to retire from international football in August 2002 upon receiving a death threat before a Northern Ireland match against Cyprus. The threats came after his alleged claim that he wanted to play for a team representing a United Ireland.--Trec'hlid mitonet 5 Eos 2010 da 19:48 (UTC)[respont]
Gwelloc'h e vo evel ez peus kinniget, gant ar meneg Norzhiwerzhon.--Ar Mañsoner 13 Eos 2010 da 16:48 (UTC)[respont]