Kaozeal:Carlo

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • Ar priñs Charlez a Vro-Saoz, kurunennet priñs Kembre e 1969, ne vez ket graet Siarl anezhañ e kembraeg, met Carlo. Ha gwir 've gant an holl? N'eo ket ar pezh a lavar wiki kembraek, gw. amañ: cy:Y Tywysog Siarl, Tywysog Cymru. Gwir eo ez eus bet ur ganaouenn anvet Carlo evit ober goap; marteze eo ivez un anvadur boas e-touez broadelourien, republikaned... Met evit un holloueziadur? Ne gavan meneg ebet er pennad kembraek.
  • War ar marc'had eo bet lakaet ar bajenn-mañ (a zo ur bajenn diwar-benn holl Garloed ar bed) da liamm interwiki evit ar Priñs Charlez. Peadra da lakaat c'hoazh WP brezhonek da zisirius.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 8 Mae 2012 da 08:15 (UTC)[respont]
Aotreet eo dit kemmañ gant reolennoù ar wikipedia. Ha din ivez ma kavan abeg tu bennak.
Ma vez graet sotonioù gant ar robotoù e vefe mat dit soñjal eo marteze ar robotoù a zo kaoz, ha n'eo ket tamall ar vrezhonegerien all dalc'hmat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Mae 2012 da 08:23 (UTC)[respont]
Ar robotoù ne reont fazioù nemet mard eo fall an urzh roet dezho, hag amañ e weler n'eo ket dre faot ar robot.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 8 Mae 2012 da 09:01 (UTC)[respont]

An hini 'oar lenn a wel eo ur pennad db an anv Carlo. Er robotoù da vihanañ n'eus ket feiz fall. 86.214.42.56 8 Mae 2012 da 09:45 (UTC)[respont]