Kaozeal:Candraśekhara Veṇkaṭa Rāman

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Techet eo ar galleg d'ober gant an tog , d.s "â" e lec'h ober gant ar makron, d.s. "ā", sur-mat peogwir ez eus eus an eil e galleg keit ha ma n'eus ket eus egile, daoust ha ma implijer kentoc'h ar makron evit merkañ ar vgalennoù hir pa vez ezhomm pa deuzskriver yezhoù India diwar skouer treuzskrivadur boas ar sañskriteg. Hag en em c'houlenn a ran hag-eñ eo un dra vat mont da heul skouer ar galleg war ar c'hraf-mañ, dreist-holl p'emañ ken aes all bremañ implijout bepsuert arouezennoù ispsial.Neal (Kaozeal) 14 Du 2007 da 19:46 (UTC)

Daoust da C. V. Raman bezañ tamil a orin ez eo sañskritek e anv. Kustum on d'ober gant al lizherenneg etrebroadel evit treuzlizherennadur ar sañskriteg, a zo kalz gwelloc'h eget an treuzlizherennadur kozh implijet gant ar c'hallegerien. Setu eo gwell ganin skrivañ "ā" pe "a" eget "â".
Un dra all : candraśekhara veṇkaṭa rāman eo treuzlizherennadur e anv penn-da-benn. Ne welan abeg ebet evit dilezel ar c'hiz c'hallek e-barzh Râman ha mirout ar c'hiz saoznek e-barzh Chandrashekhara (ar "ch" hag ar "sh"). --Yun (kaozeal) 14 Du 2007 da 21:31 (UTC)
Adanvet hervez ali Neal ha Yun, hag hervez reolenn ar c'huzul reoliata.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 14 Du 2007 da 23:47 (UTC)