Kaozeal:Ardamezeg familhoù Breizh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Salud d'eoc'h tout,

Meurzh 31.10.2017 :

Gant Ayrault ar Roc'hell echuet eo gant familhoù o lizherennoù-kentañ A tennet eus Pol Potier de Courcy. Mat eo bremañ klokaat, difaziañ, ha reizhañ an destennoù.

Met re abred eo evit poent lakaat un niverenn dirak pep hini, rak posubl a vije bepred kavout war lec'h anvioù all en A, da skouer anvioù gallek La < L'A-, Da > D'A-, Na > An A-, etc.

Ret a vo, raok se, taol ur sell war ardamezegoù all.

--Dreist an Amzer 31 Her 2017 da 13:46 (UTC)

Ha poellek eo "brezhonekaat" anv kêr Amboise en Amboaz, pa 'z eo ur ger brezhonek hag a dalv kement hag (fr) intention ? — Lagad Zoltec (kaozeal) 13 Mae 2018 da 17:21 (UTC)[respont]

- Soazig, gwreg Per, dug a Vreizh, e 1431, e oa merc'h da Loeiz a Amboaz ha Mari a Reoz. Amboaz a zo kêr Amboaz, hep forc'hellegezh ebet. JC Even --Dreist an Amzer 13 Mae 2018 da 17:37 (UTC)

Pajenn Louis d'Amboise e galleg : https://fr.wikipedia.org/wiki/Louis_d%27Amboise JC Even --Dreist an Amzer 13 Mae 2018 da 17:42 (UTC)

https://br.wikisource.org/wiki/Buhez_ar_Sent/1894/Franseza_a_Amboaz. JC Even --Dreist an Amzer 13 Mae 2018 da 19:29 (UTC)

Ken diboell eo distummañ an anv-lec'h gallek Amboise en *Amboaz, ha pa vefe bet moullet e brezhoneg ar veleien, ha distummañ an anv-lec'h brezhonek Kroazhent an Drev e *Croix Saint-André.
N'eus meneg ebet eus *Amboaz er Wikipedia gallek, evel-just ; emaoc'h o skeiñ hebiou.
An hevelep kudenn zo gant an anvioù-tud : brezhonekaet hoc'h eus lod anvioù (Jean > Yann, Bernard > Bernez &a.) ha lezet lod all e galleg (Guy, Charles &a.) ; "François" hoc'h eus lakaet da Fañch (> Fañchig), ur stumm dianav e Bro-Leon, ma lavarer Frañsa (> Saig). Gwell e vije bet lezel an anvioù gallek e galleg, dre zoujañs ouzh an dud hag o yezh paneveken.
N'eo ket dav pounneraat ar pennad dre eilskrivañ levrioù Pol Potier de Courcy hag all, trawalc'h eo reiñ an dave evit pep familh : gouest eo al lennerien da vont en-linenn evit gouzout hiroc'h a-zivout ezel pe ezel, a-drugarez d'al levlennadur. — Lagad Zoltec (kaozeal) 14 Mae 2018 da 06:53 (UTC)[respont]

"Gwell e vije bet lezel an anvioù gallek e galleg, dre zoujañs ouzh an dud hag o yezh paneveken" : a-zu on gant an dra de, e-keit ha ma ne vo ket rebechet diñ gant tud hag ne c'houzañv yezhoù all nemet brezhoneg .

"N'eo ket dav pounneraat ar pennad dre eilskrivañ levrioù Pol Potier de Courcy hag all, trawalc'h eo reiñ an dave evit pep familh : gouest eo al lennerien da vont en-linenn evit gouzout hiroc'h a-zivout ezel pe ezel, a-drugarez d'al levlennadur." Memes respont.

Kalz skañvoc'h a vo evidon. Reizet a vo tamm ha tamm. JC Even --Dreist an Amzer 14 Mae 2018 da 08:06 (UTC)

==========[kemmañ ar vammenn]

Adalek an 9 Mezheven 2018, am eus disfiz bras, un bennak eus Commons bet lemet kuit meur a skeudennoù, ivez darn bet treset ganiñ. Ur wech dija e oa degouezhet ! Hag e-se, pep skoed roet amañ ganiñ, evit netra hag a galon vat, a vo karget ivez war un bajenn savet evit se war ma lec'hienn Marikavel.org. Jean-Claude EVEN --Dreist an Amzer 10 Mez 2018 da 08:46 (UTC)

Tiegezh Kersaozon[kemmañ ar vammenn]

Re bounner eo ar pennad-mañ : 350 791 k.
Evit e skañvaat e c'hellfed e rannañ dre 3 (A-H, I-P, Q-Z da skouer).
Skañvoc'h a-galz e vefe hep ar menegoù eilet diwar PPC, a zo en linenn.
Sellit ouzh doare reizhet ha skañvaet al lizherenn A : 30 k e-lec'h 56 k, 47% skañvoc'h.

2A01:CB08:8919:A500:3448:AE49:68B2:306F 29 Ebr 2023 da 17:08 (UTC)[respont]