Kaozeal:Anv-kadarn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'on ket troet re gant ar yezhadur (muioc'h gant ar yezh). Un evezhiadennig bennak a gredin ober memes tra.

ha peseurt yezh a ya en-dro hep yezhadur?
  • kaout a ra din e vez graet anv-stroll eus gerioù evel gwez, pour, gwenan, ha n'eo ket eus tropellad, bern, ha me 'oar. Peseurt ger a zerefe n'on ket evit lavaret.
s.o. yezhadur bras ar brezhoneg krafoù 469 ha 495 evit an anvioù hengounel. ne glotont ket an anvioù-se atav na dre ret gant an termenoù implijet gant ar yezhadur a-vremañ avat.
  • lennet em eus: rener ar frazenn, lakaet em eus rener er frazenn. D'am sonj e vije rener ar verb a-hend-all,'ket?
ne gomprenan ket re vat e pelec'h emañ an dalc'h evidout. bez' e c'hellfes displegañ un tammig hiroc'h marteze?
  • n'ouzon ket gant peseurt ger ober eus cas/case e galleg/saozneg. Karg (ur garg) n'eo ket mat?

Bianchi-Bihan 23 Ebr 2006 da 16:35 (UTC)Bianchi-Bihan 23 Ebr 2006 da 16:22 (UTC)[respont]

ur pennad ez eus dija kas ha stag outañ e vez kavet ivez un tamm kaozeadenn diwar-benn an dermendaurezh. met lâret a refen a-walc'h n'eo ket mat ober gant karg hag a dennfe kentoc'h da berzh ur ger (anv pe verb h.a.) en ur frazenn ha ma vefe implijet evit an anvioù-kadarn ne glotfe ket gant kaz (pe tro) rak gant ar yezhoù gante kas ebet e vez c'hoariet c'hoazh ur perzh gant an anvioù er frazennoù (rener, renadenn) ha se eo a vefe o c'harg.--Neal 23 Ebr 2006 da 17:06 (UTC)[respont]
aet on da sellet ha n'emañ ket aze ar gaozeadenn termenadurel-se. n'em eus ket soñj ouzh peseurt pennad emañ staget.--Neal 23 Ebr 2006 da 17:13 (UTC)[respont]
War da bajenn gaozeal dit-te e oa m'eus aon. --Fulup 23 Ebr 2006 da 18:44 (UTC)[respont]
me ivez - met bet on o tiellaouiñ traoù ha bremañ ne gavan netra ken +. a-hendall em eus pellkarget an open office e brezhoneg gantañ un difazier - ne vo abeg ebet ken evidin d'ober gant kemendall a fazioù bizskrivañ.--Neal 23 Ebr 2006 da 19:15 (UTC)[respont]

boñ, adkavet eo bet ar gaozeadenn-se. n'em boa ket he c'havet rak n'em boa ket he diellaouet ha furchet em boa e-touez ar c'haozeadennoù diellaouet hep soñjal lakaat ur sell war an traoù war-wel da gentañ. m'enfiñ, setu-hi (diwar pajenn bersonel ma c'haozeadennoù [1]) Neal 23 Ebr 2006 da 19:19 (UTC) :[respont]

Grammatical case

Gwelet 'm eus ec'h eus savet ur pennad kas. N'ouzon ket pelec'h e kaver ar ger-se. Evit treiñ ar saozneg case (galleg cas) e kavan tro en holl c'heriadurioù (R. Hemon, Favereau, An Here...) hag er skridoù all a denn d'an dra-se (Istor ar yezhoù keltiek, pennad diwar-benn ar finneg e-barzh niv. 229 Al Liamm...).--Llydawr 22 Meu 2006 da 18:32 (UTC)

kavet e vez war meur a bajenn war ar wikipedia e brezhoneg +... ganin-me eo bet ijoinet e gwirionez rak ne blij ket din an termen tro rak re ledan eo hag a-bell (un tro-lavar da skwer n'eus netra da welet gant un tro a seurt-se)--Neal 22 Meu 2006 da 18:50 (UTC)

  • Lavarout a rez eo bet ijinet ganit... Ma, digarez ac'hanon :-), met gwelloc'h e kavan ar gerioù zo en implij gant un toullad tud eget ar re zo savet gant un den e-unan... Kavout a rez re ledan tachenn ster ar ger tro, met ledan eo ivez sterioù ar ger gallek cas pe ar saozneg case([2]), ne gav ket dit ? Evidon e vefe gwelloc'h ober gant tro. --Llydawr 22 Meu 2006 da 21:31 (UTC)
  • o n'eo ket ret ma digareziñ + - da goprena ran hep kudenn ebet. evel-just eo gwell doujañ d'ar gerioù implijet gant ur bern tud, sur ha n'eo ket marteze. met... pa vez kaoz eus gerioù teknikel (ha teknikel-tre eo ar ger-mañ) e vezont ijinet gant tud (a-wechoù hiniennoù), arbennigourion-i (sañset) war an danvez-se. n'on ket sur e vez "implijet" ar ger tro gant "un toullad tud" hag ijinet eo bet ivez gant unan bennaket hep mar ebet. ar pezh a zo, ne gavan ket reizh "tro" evit reiñ "cas". gwir eo e c'hell bezañ liesster "cas" e saozneg (met n'eo ket war ar memes tachenn - hini ar yezhoniezh, evel "tro") pe ledan e ster, met n'eo ket ledan e ster e brezhoneg pa vez implijete vel termen teknikel. reizh eo d'am soñj ober gant "kas". ma'ch eus c'hoant, avat, n'on ket a-enep goulenn ali an holl a labour war ar wikiedia ha kemmañ "kas" > "tro" mar bez ezhomm (ret e vije kemmañ meur a dra bet great dija, m'enfiñ n'emañ ket aze an dalc'h e gwirionez). gwir eo ne blij ket gwall din un termen "kas" evit abegoù all - gallekaat ar yezh dreist-holl, met kentoc'h e vefen evit klask ur ger all, kals reisisoc'h, kentoc'h evit ober gant tro.--Neal 23 Meu 2006 da 07:48 (UTC)