Kaozeal:Anv

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ne glot ket danvez ar pennad gant al liamm etrezek ar wikigallek. Unan a zaou, 'm eus aon : lemel al liamm pe kemm anv ha danvez ar pennad. Ali e vefen ober an eil rak ne welan ket petra ra ur pennad "boutin" en ur kelc'hgeriadur.... A-galon--Kadwalan 20 Mae 2007 da 00:06 (UTC)

Mat e vije paouez da glask abeg e pennadoù brezhonek zo war zigarez ne glotont ket gant ar pennadoù gallek.
Klotañ a ra danvez ar pennad gant pezh a gaver er wiki gallek pa glasker fr:nom commun. Gwelloc'h eo al liamm evel-hen eget hini ebet.
Ma ne blij ket ar pennad evel m'emañ da unan bennak e c'hall klask e wellaat. Pe treiñ ar pennadoù gallek fr:nom ha fr:nom propre. Chañs vat. Bianchi-Bihan 20 Mae 2007 da 07:06 (UTC)

Un tamm gwirionez a oa ganit memes tra: didalvoud eo ar pennad. Evel al labour noz gant ur friad. Goude klask un tamm em eus gwelet e oa ur pennad anv divoutin. Ne vo nemet implij Babar da lakaat e-barzh, ha pa vo graet pulluc'hañ al linennoù all. Hag ar re-mañ. Bianchi-Bihan 20 Mae 2007 da 07:35 (UTC)

Un tamm mat zoken, me gav din. Ha seblantout a ra din e talvez al liammoù etrewiki da gas eus an eil pennad savet diwar ur c'hraf da re all savet diwar ar memes kraf e yezhoù all. --Kadwalan 20 Mae 2007 da 08:49 (UTC)

mat e vefe kemmat an titl ha resisaat danvez ar pennad: "anv boutin". Pennadoù all 'zo c'hoazh diwar-benn an anvioù divoutin hag an anvioù dre vras.--Neal (Kaozeal) 20 Mae 2007 da 09:03 (UTC)

Mat e vefe din-me--Kadwalan 20 Mae 2007 da 16:45 (UTC) GraetBenoni 20 Mae 2007 da 16:54 (UTC)

N'eo ket reizh ar pezh a gaver da lenn amañ:

"anvioù boutin eo an anvioù-kadarn ordinal ha ne grogont ket gant ur bennlizherenn, evel : dimezell, logodenn, kador."

Da gentañ peogwir n'eo gwir nemet evit reolennoù reizhskrivañ ar berzhoneg (ha yezhoù all evel-just). Amañ ne lenner e neplec'h e komz ar pennad nemet eus mont-en-dro an anvioù divoutin e brezhoneg. Ne dalvez ket nag evit an alamaneg nag evit doareoù skrivañ ma reont hep diforc'hañ pennlizherenneoù diouzh lizherennoù bian (taiek, arabek, hebraek ha meur a hini all...). da eil n'eo ket reizh peogwir e klasker termeniñ an traoù eus an tu gin: skrivet e vezont gant pennlizherennoù e berzhoneg peogwir in pennlizherennoù ha dre se e c'heller o anaout dre skrid, met n'eo ket peogwir e evezont skrivet gant pennlizherennoù eo e vefe anvioù divoutin anezhe. Dre gomz e kendalc'hont da vezañ anvioù divoutin ivez. Mat e vefe klask resisaat petra e talvez an termenoù "anv divoutin" hag "anv divoutin" oc'h implijout framm ar yezhoniezh kentoc'h evit klask o displegañ dre fedoù ar reizhskrivañ berzhonek.--Neal (Kaozeal) 22 Mae 2007 da 14:49 (UTC)

Tamm ha tamm e vez gwellaet ar pennadoù. Ar pezh zo direizh a vez reizhet, sed aze burzhud ar wikipedia.
Klasket em eus gwellaat eta, pa ne oa ket bet graet ganit, n'ouzon ket perak, ha mall ganin lenn da evezhiadennoù.
A-hend-all ne glaskan ket skrivañ yezhadur e brezhoneg evit alamanegerien pe me 'oar, un tamm skiant a chom ganin c'hoazh dindan ma c'hasketenn nevez-flamm.
Klask a ran skrivañ, ha lakaat da skrivañ, traoù TALVOUDUS D'AR VREZHONEGERIEN hag e brezhoneg KOMPRENUS, hag echu dre eno.
Ha n'on ket nec'het gant ar yezhoniezh muioc'h eget gant ar ski, gant ma c'hallo ar vrezhonegerien deskiñ un dra bennak diwar-benn o yezh amañ.
D'am soñj ma fell da Venoni ober evel ar wiki katalan, e vo ret kreskiñ un tamm lodenn ar yezhadur brezhoneg dre amañ, ha n'eo ket hini ar sinaeg, salv-ho-kras, lec'hioù arall zo evit se. Bianchi-Bihan 22 Mae 2007 da 18:05 (UTC)
reizhet e vez an traoù dre gompren da gentañ e pelec'h emañ ar fazioù. pe te a zo an hini nemetañ gantañ ar gwir da lâret d'ar re all e pelc'h emañ ar fazioù en o fennadoù? Klaustre: dit-te da sevel ur pennad diar-bnn ar c'henverboù oc'h implijout skouerioù tennet diwar ar brezhoneg... A-hendall, ma seller mat (ha sellet mat a rez ur wezh dre vare?) e weli am boa graet strivoù evit kavout skouerioù er brezhoneg hag er yezhoù keltiek all er pennadoù o tennañ d'ar c'hensonennoù. N'eo ket ar yezhoniezh ur skiant a denn da yezhadur ar brezhoneg met d'ar lavar, da lârete eo d'ar yezhoù dre vras. Ha pa saver penandoù diwar-benn ar stered e vefe ret chom hep skrivañ diwar-benn planedennoù n'ahller ket gwelet eus Roazhon? Ya, doiaes a-wezhoù e c'hell bezañ komprn kealoù un dachenn skiantel rsis, ha diaesoc'h c'hoazh e brezhoneg ma n'eo ket bet diorroet e pep kñver evit abegoù istorel. Diaesoc'h c'hoazh diplegañ hep ober meneg eus tremenoù teknikel hag uin un doare sklaer petra e un anv pe ur verb. Ne vez ket savet an holl pennadoù evit an holl brezhonegerion - savet e vez pennadoù zo war tachennoù resis zo evit brezhonegrion resis zo hag a c'hellfe bezañ dedennet gant an tachennoù zo. Me, diouzh ma zu da skouer, ne gomprenan mann ebet eus ar pezh a gavan da lenn diwar-bnn an urzhiataerezh (nag e brezhoneg na kalz muioc'h e saozneg) met kompren a ran e rank an hini a sav ar penandoù diwar-benn an dachenn-se implijout termenoù ha kealoù hag a van digomprenus din. Mar kav unan bennak un doare gwellañ da sevel pennadoù teknikel (rak un dachenn deknikel eo) diwar-benn ar yezhoniezh - tan de'i. Pe marteze e vez chalet tud zo o welet tud all ken oberiant all. Gallout a ra ar Wikipedia talvezout da deskiñ traoù diwar-benn ar brezhoneg - met n'eo ket se pal un holloueziadur na hini ar Wikipedia - abalamour da se e kaver stank pennadoù diwar-benn ar vitologiezh er Henc'hres, da skouer, hep liamm eeun ebet gant ar brezhoneg. Ha n'eo ket me an hini a lâr kemendall, met ar Wikipededia Foundation bet lañset ar raktres gante gant bet aotreet gante ar Wikipedia e brezhoneg, evel an holl re all. Ar yezhoniezh n'o ket bet savet evit deskiñ diwar-benn yezhadur ar brezhoneg, daoust ha ma c'hell talvezout da dielfennañ ar brezhoneh koulz hag ar yezhoù all evel-just. Ma ne blij ket d'an dud lenn pennadoù diwar-benn ar yezhoniezh (pe n'eus forzh pesuert tchenn all), n'int ket rediet da lenn ar pennadoù bet savet diwar he fenn. Met arabat klemm o lâret ne denn ket pennadoù ar yezhoniezh d'ar berzhoneg pa n'eo ket hennezh pal ar yezhoniezh. --Neal (Kaozeal) 22 Mae 2007 da 18:47 (UTC)
En Henc'hres.
Strivañ a ran da lenn pennadoù n'on ket troet gant an danvez anezho, da glask o gwellaat, evel an holl ac'hanomp moarvat, ur wech dre vare, ha pa o c'homprenan. Mat eo din paouez.
Pa n'eo ket pal ar yezhoniezh ober war-dro ar brezhoneg, e oa poent, goude 13 000 pennad, sevel un nebeudig db yezh ar wikipedia-mañ. A gredan. Bianchi-Bihan 22 Mae 2007 da 20:43 (UTC)