Kaozeal:Anna Breizh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Orange, zo ur gêr a Brovañs. Ur stumm provañseg zo neuze. Met pehini?Bianchi-Bihan 2 Mae 2006 da 06:53 (UTC)[respont]

  • Aurenja eo ar stumm okitanek unvan (s.o. www.aprene.org pe oc.wikipedia.org), skrivet Aurenjo pe Arenjo e doare-skrivañ provañsek Mistral (s.o. www.nouvello.com, Exonyme-Vergessene Ortsnamen).--Llydawr 2 Mae 2006 da 08:01 (UTC)[respont]

Trugarekaat. Bremañ, pe implij ober eus an anv? Lakaet e vo amañ? Lakaet e vo en anv Gwilherm ar roue hollandat-saoz, eus familh Orange-Nassau (ma ne fazian), hag a zo orin an anv iwerzhonat hag udb all (ur stad?) en Afrika? Kudennoù da ziluziañ. Kaozeal a-raok, kemer amzer emel a zere ouzh seurt traoù (ha kuit da c'hourdrouz, evel n'eus ket pell). Bianchi-Bihan 2 Mae 2006 da 08:11 (UTC)[respont]

Iskis gwelet meneg eus levr "Jaketa" Favreau. Un dra dister, ken-ha-ken, e-skoaz labourioù istorel meneget amañ. Ne ra ket enor d'ar brezhoneg. Pa n'eus meneg ebet c'hoazh eus pennadoù istorel R. Hemon e-barzh Al Liamm. Bianchi-Bihan 2 Mae 2006 da 12:57 (UTC)[respont]

N'ouzon ket penaos kemm ar skrid dindan ar skeudenn: ur fazi brezhoneg zo. "Ul levr a vez kinniget" a dalv da lavaret e vez kinniget ul levr dezhi bep an amzer. Implij "vez" amañ zo fall. Kinnig a ran: "Un den a iliz a zo o kinnig..."Bianchi-Bihan 2 Mae 2006 da 15:52 (UTC)[respont]

Kavet an tu ganin da reizhañ ma-unan, ha graet an taol. Fallgomprenet e oa bet ar skrid orin, anat.Bianchi-Bihan 4 Mae 2006 da 21:29 (UTC)[respont]

Anv ar pennad[kemmañ ar vammenn]

Biken 'm oa gwelet skrivet Anna Breizh met kentoc'h Anna Vreizh.--86.214.181.241 30 Gen 2008 da 15:45 (UTC)[respont]

Breizh a verk an orin, ar vro ha n'eo ket anv-gwan. Reishoc'h e vez chom hep ober ar c'hemmadur. A-hend-all e c'haller kavout ar pennad dre un adkas ma klasker Anna Vreizh--Kadwalan 30 Gen 2008 da 17:05 (UTC)[respont]