Kaozeadenn Wikipedia:Rummadiñ

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Lec'hiadur ar merkerien rummadoù[kemmañ ar vammenn]

d'am sonj e vije gwelloc'h lakaat ar merkoù-se (hag ar merkoù etrewiki) e penn-kentañ ar pennadoù (aesoc'h eo evit robotoù d'ober liammoù etrewiki)

posubl eo skrivañ evel-se evit dispartiañ ar rummadoù hag al liammoù etrewiki : (ar gerioù etre <!--- ha --> ne vint ket diskouezet

da skouer :

<!-- etrewiki -->
 [[ast:Gatu]]
 [[cy:Cath]]
 [[en:Cat]]
 [[fr:Chat]]
 <!-- rummadoù -->
 [[Rummad:Loened ti]] 
 [[Rummad:Felidae]] 
 [[Rummad:Kazh]]

--Paotr 26 Gen 2007 da 15:18 (UTC)[respont]

Tamm ebet!!! War darn vrasañ ar wikipediaoù e vez kuzuilhet sklaer lakaat ar rummadoù e fin ar bajenn. Kalz propoc'h eo ar pajennoù evel-se, hag aesoc'h evit an implijerien eta. Ouzhpenn-se ne vez ket krouet a-ziwar-se ur linenn wenn divalav e laez ar bajenn.Benoni 26 Gen 2007 da 15:26 (UTC)[respont]
A-du gant Benoni. --Yun (kaozeal) 12 C'hwe 2007 da 14:09 (UTC)[respont]
boas on da lakaat ar rummadoù e-krec'h ar pajennoù hag al liammoù etrewiki en-traoñ, met ur boas n'hi eo ken ha merzhet am eus ne vez ket graet evel-hen war ar wikioù all dre vras. A-du evit kemmañ ma boazioù neuze seul wezh ma ne laka ket diazetoc'h labour ar robotoù - war an dachenn-mañ me 'gav din e or welloc'h Yun evidon-me. --Merour (Neal) (Kaozeal) 12 C'hwe 2007 da 15:04 (UTC)[respont]

Kemmet 'm eus rummadiñ da rummata evit an abegoù-mañ :

  • betek-henn eo bet implijet ar ger rummata war ar wiki-mañ (ganin peurvuiañ)
  • gwiriekaet eo bet an termen evit al levraouegoù brezhonek e "geriaoueg al levraouegoù" embannet gant TermBret (emb. 1añ e 1996)
  • n'eus ket a rummadiñ e geriadurioù RH hag an Here, met kavet e vez e geriadur Favereau (sérier, catégoriser). Gwelloc'h ober gant an termen degemeret gant 3 eus 4 levr

E-keñver reizh ar rummadoù, ne ran ket gant al liester evit doujañ ouzh ar reolenn a vez kavet e levraouegoù Breizh (AFNOR 44-070). Ne welan ket al liamm gant implij al liester e brezhoneg e degouezhioù'zo. (Evel m'eus skrivet war ma fennbajenn, ur pennlevraoueger on bet bloavezhioù-pad).

Evit al lec'h m'eo gwelloc'h lakaat ar rummadoù ennañ : lennet 'm oa er wiki galleg e oa aotreet ober hervez e soñj ha bewech e kemeran amzer da lakaat er penn ar pezh a zo en traoñ. Ma vijen rediet da gavout un abeg resis e lavarfen eo mat lakaat en un doare splann ar rummadoù dindan daoulagad ar skridaozerien. --Ch. Rogel 26 Gen 2007 da 22:47 (UTC)[respont]

Peurvuiañ e vez gortozet ali saver ur pennad a-raok kemm an anv. Meur a hini a ra gant rummadiñ war ar wikipedia-mañ evit "catégoriser" ha rummata evit "catégorisation", me en o zouesk.Benoni 26 Gen 2007 da 23:52 (UTC)[respont]

Rummata :
E geriadur An Here 2001 e weler - Rummata verb kreñv eun : Lakaat en ur rummad
E geriaoueg al levraouegoù (a zo un dave a-zoare adembannet gant Ofis ar brezhoneg) : Rummadur = classement - Rummañ = classement - Rummata = classification - Rummatadur = classification.
Kemmet 'm eus pa soñjen e oa nebeut implijet ar ger rummadiñ (morse ne 'm eus lennet anezhañ amañ ha re respont ket ar c'hlask gant an termen-se, met 14 "hits" evit rummata) ha p'eo ur ger degemeret gant ur bodad tud o deus labouret don war an danvez (tri emgav d'an nebeutañ). Geriaoueg TermBret a zo diglok pa veze klasket meizadoù kentoc'h oberioù. Solut eo dibab An Here ha n'eus ket mui da dermal ken.-- Ch. Rogel

Unander / liester en anvioù ar rummadoù[kemmañ ar vammenn]

Evit implij al liester: an darn vrasañ a ra gant al liester war ar wikipedia brezhoneg. Fulup n'eus bet displeget meur a wech en un doare sklaer perak e oa gwelloc'h, hervez poell ar brezhoneg. Ne gavan ket pelec'h ken. Gouzout a ran mat ez out te evit an unander, met poent eo unvaniñ an traoù. Evit lerc'h ar merkerien rummad: un droidigezh am eus graet diwar ar wikipedia galleg, e lec'h ma 'z eo kement-mañ un erbedadenn ofisiel (daoust ma 'z eus tud oc'h ober eveldout ivez war ar wikipedia galleg).Benoni 26 Gen 2007 da 23:56 (UTC)[respont]

Arguzen enep arguzenn : ezhomm hon eus eus bezañ harpet gant levraouegourien hag teuliourien a-vicher evit sevel ur rummatadur a-zoare ha n'eo ket fin mont a-enep o fennaennoù micher.--Ch. Rogel 27 Gen 2007 da 00:33 (UTC)[respont]

Evit ar pezh a sell implij al liester: n'eo ket un afer levraouegerezh met un afer yezh (e saosneg e reont ivez gant al liester da skouer). Evit ar rummatadur ez on digor evel-just d'az skiant-prenet: ur c'hinnig pleustrek am eus graet da skouer amañ : Kaozeadenn Rummad:Yezhoù ar bed. Da ali a vo degemeret mat.Benoni 27 Gen 2007 da 00:47 (UTC)[respont]
Justamant, setu ar brouenn en deus reizh ar rummatadurioù netra da welout gant ar yezh. Un afer boazioù eo kentoc'h ha setu perak e pouezan war chom hep ober ar c'hontrol eus ar pezh a ra an arbennigourien nemeto abled gant ar rummata. Gant piv eo bet savet rummatadurioù ha levrioù dwb ar rummata? Me oar mat ez eus un tech war-du ar folksonomiezh (folk + taksonomiezh), met n'eo ket bet savet atr wikipedia evit terriñ pep a voazioù micherel. Doujet e vez da voazioù hag hengounioù al lenneien evit darn vrasanñ an tachennoù skiantel ha perak e vije lezet a-gostez skiant-prenet ar rummataerien? --Ch. Rogel 27 Gen 2007 da 11:17 (UTC)[respont]
Amañ eo kentoc'h un afer yezhadur ha spered ar yezh. Pa vez c'hoant hollekaat e brezhoneg e reer kentoc'h gant al liester pa ra ar galleg gant an unander. Setu perak e kavan drol-tre bommoù evel ar "rummad skrivagner". Muioc'h hervez spered ar yezh eo ober gant ar "rummad skrivagnerien", da'm soñj atav. Fulup 27 Gen 2007 da 11:41 (UTC)[respont]
a-du penn-da-benn. Kavout a rafen drol, diouzh ma ferzh, ur rummad "Yezh" en unander ennañ un daou vil penand bennak - tawalc'h evit ober gant al liester 'michañs.--Neal (Kaozeal) 27 Gen 2007 da 11:56 (UTC)[respont]

N'on ket souezhet ma kav drol pa vez graet gant an unander Neal peogwir hemañ zo boaz mont da furchata el levraouegoù saoz. Koulskoude pa vez kaoz eus ar rummatadurioù, n'eus ket kaoz eus silañ spered ar yezh, met eus dibaboù graet e mare o c'hrouidigezh. N'on ket evit nac'hañ e vez techet ar brezhoneg d'ober gant al liester evit termeniñ ar rumadoù evel m'en deus displeget Fulub, met pa vez savet ur metalangaj (hag eo ar rummatadurioù metalangajoù), pa n'omp ket mui war live ar yezh (ur reizhiad artifikel eo), posubl eo sellout ouzh ar gendestenn m'emañ ar wikipedia o ruilhañ enni. Evit bezañ resisoc'h e kinnigan ma vo lakaet ar furmoù a-stroll (merien, da skouer) hag an unander e tuioù all evit lakaat en o aes an arbennigourien o deus sunet laezh ar rummatadur reolataet gant an AFNOR. Reizh eo ober gant al liester e degouezhioù ret zo evel taolenn pe roll yezhoù ar bed, evel just, met rummadiñ pep yezh gant ar ger yezh a zo un afer a voazioù.
Me gavfen drol bezañ rediet kemm pennaennoù ma micher p'am eus bet an hini kentañ o klask kempenn ar rummadoù e 2005 (chañchet 'm eus ar ger, eus rumm da rummad) ha bremañ ne ran nemet aozañ ar rummadoù evit ma fennadoù ha liammañ anezho gant ar rummadoù en unander. Dipitet on gant emdroadur nann-vicherel ar rummatadur ha ne 'm eus ket mui c'hoant klask e gempenn. Domaj eo heugiñ an dud a-vicher eus peseurt rummad micher ez eus. --Ch. Rogel 28 Gen 2007 da 16:25 (UTC)[respont]

ha piv n'en deus lâret dit ec'h on boas-me da furchal el levraouegoù saos muioc'h evit er re all? aet on kuit ac'halese kaze ugent vloaz zo ha ken boas - muioc'h sur - on da furchal e levraouegoù gall ha galizek ne lâran ket. N'eo ket un afer broadelezh d'am soñj, met kentoc'h un afer a boell - e gwirionez ne gomprenan ket perak e vefe rummatet traoù liester dindan un titl unander. Ha ma vez ret rummata traoù ec'h eo peogwir int lies dre o natur (ne vez ket rummatet unanennoù - war ar wikipedia e vez skarxzhet seurt rummadopu ken buan all). Ken gwir all an hini eo marteze ma vez graet gant ur reolenn etrebroadel ma laka ar rummadoù da vezañ unander, met n'eo ket ret d'ar wikipedia sentiñ ouzh reolennoù diavaez (dre ma c'hell sentiñ oute mar fell d'ar gumuniezh, evel-just). Neuze, pa gomzer eus seurt traoù, gwell e vefe reiñ abegoù poellek ha sklaer atav kentoc'h evit klask displegañ sav-poentoù an dud hervez al lec'h ma oant bet ganet me ho ped. A galon, --Neal (Kaozeal) 28 Gen 2007 da 16:48 (UTC)[respont]
A-du penn-da-benn gant Neal. Hag ouzhpenn-se n'on ket kendrec'het tamm ebet gant displegadennoù Ch. Rogel. Kalz amzer a dremenan el levraouegoù "c'hall" (e Breizh): morse n'em eus merzhet reolenn ebet war implij an unander pe al liester. Ha pa vije gwir displegadennoù Ch. Rogel, n'omp ket rediet implij an hevelep reolennoù war ar wikipedia. Ar gwir on eus implij hon poell...Benoni 28 Gen 2007 da 17:24 (UTC)[respont]

Pa reen dave da levraouegoù saoznek (n'eo ket un afer a vroadelezh, met a vicher ha bremañ war an Internet e vez lakaet war wel rummadoù danvez savet holl gant al levraoueg saoznek pennañ, hini ar C'hendalc'h stadunanat), ne oan ket evit pouezañ war an dra nemet evit displegañ ez on strafuilhet en ur welout ar rummadoù danvezioù el liester.
Sklaer-tre eo ma displegadennoù : boazioù an arbennigourien e Breizh, ar pleg mat a zeu gant doujañ d'ar reoladoù evit en em gompren mat. Un arguzenn ouzhpenn eo ober an troc'h etre boazioù ar yezhadur hag ar sevel metalangajoù. N'omp ket "avantesoc'h" eget kentañ diviz war ar poent pa n'eus ket mui a gendivizourien. --Ch. Rogel 29 Gen 2007 da 00:17 (UTC)[respont]

Kendalc'het eo ar gaozeadenn-mañ amañ Benoni 15 C'hwe 2007 da 20:50 (UTC)[respont]

Rummadiñ /Rummata[kemmañ ar vammenn]

Gant TermBret (servij termenadurezh Servij ar Brezhoneg ha, da c'houde, Ofis ar Brezhoneg) e oa bet degemeret an daouad termenoù rummañ (classer/classement) ha rummata (classifier/classification) e-ser al labour a oa bet renet evit embann geriaoueg al levraouegoù (emb. 1 1996). El labour stroll-mañ o doa kemeret perzh yezhoniourien a-youl vat ha levraouegerien a-vicher (Christian Rogel en anv levraoueg departamant Penn-ar-Bed hag Yvon Carluer en anv levraoueg departamant Aodoù-an-Arvor). Da-heul al labour-se e oa bet degemeret ar pennger rummata gant an Here termenet evel-henn "lakaat en ur rummad". Degemeret eo bet an termenoù-se gant kreizennoù teuliaouiñ skolajoù Diwan ivez ha gant an nebeud levraouegoù o deus lakaet ur panellerezh brezhonek e Breizh. Setu perak em eus graet me gant rummata war ar wiki betek-henn ivez evit mont gant an implij a seblante din bezañ ar muiañ ledet gant al levraouegerien. Fulup 27 Gen 2007 da 11:41 (UTC)[respont]

Ingal eo din e gwirionez, met kavout a ran iskis-tre ar gêr rummata lakaet da verb e-keñver rummadiñ. Ar pezh a zo chalus gant geriadur An Here eo e "tisoñj" alies furmoù boutin-tre gerioù. Netra da welet, met sebezet on bet o welet na tigemere geriadur An Here nemet ar furm "butunat" pa 'z eo, din da c'hoût, kalz implijetoc'h ar furm "butuniñ" (merzhet 'm eus se p'am oa kavet iskis-tre pegsun diwezhañ an Ofis)...Benoni 28 Gen 2007 da 11:48 (UTC)[respont]
Da grediñ 'zo eo dister-kenañ implij ar stumm "butuniñ" diouzh gwelet ar gartenn-mañ (Atlas yezhoniel Bzh-izel) [1].Rognogno 28 Gen 2007 da 13:02 (UTC)[respont]
An ALBB a zo bet savet e penn-kentañ ar c'hantved. Hiziv an deiz e vez klevet butuniñ e Bro-Gerne (fumiñ ivez evel-just). Butunat morse avat.Benoni 28 Gen 2007 da 13:28 (UTC)[respont]
Emaomp o pellaat eus ar rummadoù met setu an displegadenn a c'hallan reiñ evit butuniñ. Evel m'en diskouez kartenn an ALBB e oa daou c'her implijet er brezhoneg hengounel evit "fumer". Butunat e Bro-Wened dre vras ha fumiñ e lec'h all. Pa voe savet e c'heriadurioù gant Roparz Hemon e tivizas hemañ degemer ar wrizienn butun- evit ar genyezh ha stagañ outi an dibenn-verb -iñ, unan eus an dibennoù-verb stankañ e brezhoneg (da lavaret eo e savas butuniñ diwar fumiñ ha butunat) rak ral-kenañ eo an dibenn -at. Butuniñ a reas berzh dre-holl war-lerc'h ha setu perak eo ar pezh a glever en-dro deomp ar muiañ bremañ. Goude-se e voe divizet gant skipailh Geriadur an Here distreiñ war an dibab graet gant Roparz Hemon (war zigarez e oa butunat ar stumm ledetañ war an ALBB), ar pezh na oa ket fur-tre moarvat evit ur ger implijet kement. Butunat a gaver gant an Here eta. War-lerc'h ez eus bet soñjet gant an Ofis e oa gwelloc'h mont da-heul an Here, lakaet da c'heriadur dave, peogwir e oa an oberenn-se un oberenn stroll. Ent personel e vefen chomet a-walc'h gant butuniñ met setu penaos eo deuet an traoù ha se zo kaoz e soñjan ez eus da cheñch an nebeutañ posupl ar reizhskrivadur diazezet gant Hemon, kuit da zegas muioc'h a zroug eget a vad. Fulup 28 Gen 2007 da 14:23 (UTC)[respont]
Trugarez evit da zisplegadenn.Benoni 28 Gen 2007 da 16:31 (UTC)[respont]
Ledan eo kein Roparz Hemon... Ne c'heller ket skrivañ en deus "savet" ar ger butuniñ. Displeget en deus meur a wech penaos en deus savet e c'heriadurioù : dastumet en deus gerioù er skridoù embannet araozañ. Graet en deus gant ar ger-se evel m'en deus graet gant ar gerioù all : dibabet en deus mirout ur stumm (hag unan hepken) e-touez ar re en deus kavet er skridoù, ar stumm butuniñ. A-gozh e kaver ar stumm-se, e-unan pe e-kichen stummoù all, er skridoù hag er geriadurioù brezhonek (klaskit e geriadurioù Gregor, ar Gonideg, Troude, Vallée...). Geriadur An Here en deus graet un dibab disheñvel, diazezet war ar yezh komzet evel m'he c'haver en ALBB, kentoc'h eget war ar yezh skrivet, evel m'en doa graet Roparz Hemon. Eno emañ an diforc'h, met ar c'hoant da zibab ur stumm hepken a chom heñvel.--Llydawr 12 C'hwe 2007 da 21:08 (UTC)[respont]

Skoazell a vank.[kemmañ ar vammenn]

Mat. N'eus displegadenn ebet amañ dwb krouiñ ur rummad.