Kaozeadenn Rummad:Tud drouklazhet
Rannbennad nevezMuntret pe drouklazhet ?
[kemmañ ar vammenn]Demat d'an holl, emaon o paouez dizoleiñ e oa ur Rummad:Tud muntret e-kichen ar rummad-mañ, ha ret eo kempenn an traoù d'am soñj. Met peseurt ger implijout ? Aze emañ an dalc'h. Ar gwir gall a ra un diforc'h etre ar seurtoù "homicide" : fr:meurtre hag a zo un "homicide" graet a-ratozh, hag fr:assassinat hag a zo ur "meurtre" grevusoc'h (met penaos grevusoc'h, aze emañ an dalc'h !). E saozneg e komzer eus ur en:murder , ha "degrees" a zo, un "assassinat" a goltfe gant ur "First degree murder" eta peogwir eo ur stumm grevusoc'h a vuntr.
E brezhoneg em eus kavet enlazh evit homicide. Muntr a glotfe gant "meurtre, murder" ha drouklazh a glotfe gant "assassinat, 1st degree murder". Peseurt hini implijout evit ar rummad-mañ neuze ? Plijout a rafe din kaout o ali diwar-benn an dra-se. Trugarekaat en-araok ! Arko (kaozeal) 15 Gwe 2025 da 10:40 (UTC)
- assassinat a zo ur "meurtre" grevusoc'h dre ma z eo bet raktreset.Dakbzh (kaozeal) 15 Gwe 2025 da 11:24 (UTC)
- Demat, daou dra zo ma komprenan mat :
- an ober e-unan
- an anv a vez roet gant justis-mañ-justis, hag a c'hall cheñch hervez ar vro hag a c'hall cheñch e-kerzh ar "procédure" zoken, m'eo bet rakprederiet ha/pe m'en doa c'hoant an den d'en ober da skouer (e Bro-C'hall ez eus tri zra zoken : meutre/assassinat/homicide involontaire war a seblant).
- Ar ger "denlazh" (homicide) a vod an holl dud lazhet dre fazi un den all, c'hoant gantañ pe get, rakprederiet pe get ; ar ger "muntr" a seblant bezañ lazhañ un den gant ar c'hoant d'en ober, met hep rakprederiañ ; ha "drouklazh" evit un torfed rakprederiet.
- Evit simplaat an traoù e c'hallfemp mirout ur rummad "Tud muntret" hepken ; ne sell ket neuze ouzh an dud lazhet dre wallzarvoud, met enbarzhiñ a ra an holl dud lazhet dre c'hoant unan all. Ar fed e vefe ur muntr un drouklazh ivez ouzhpenn a zo hervez divizoù justis n'eus ket anezho c'hoazh a-wechoù pa skrivomp ar pennadoù, hag hervez ar broioù ouzhpenn.
- Ma komprenan mat an afer, ur wech ouzhpenn... N'eo ket anat. A galon, Kestenn (kaozeal) 15 Gwe 2025 da 11:32 (UTC)
- Ya, n'eo ket anat, rak diforc'hioù all a zo evel "rank" an den lazhet (un "assasination" e saozneg a ra dave d'un den "pouezhus" da skouer). Ma, lakaomp eo muntr ur ger hollek awalac'h evit kemer e kont pep lazhadenn a zo kaoz amañ. Emaon o vont da lakaat pep tra er [rummad : Tud muntret] eta. Ret e vo cheñch al liammoù etreyezhel avat, ar pezh n'hallan ket ober. Ma unan ac'hanoc'h a c'hallfe en ober. Trugarez evit ho alioù bepred !--Arko (kaozeal) 15 Gwe 2025 da 13:14 (UTC)
- A-benn ar fin em eus miret ar ger drouklazhet evit rummadoù zo peogwir e oa resisoc'h, met an holl rummadoù a ya d'ar rummad Tud muntret memestra. A galon, Arko (kaozeal) 15 Gwe 2025 da 15:12 (UTC)
- Mat, trugarez dit. Kestenn (kaozeal) 15 Gwe 2025 da 16:58 (UTC)