Kaozeadenn Rummad:Sonerezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Perak diverkañ Mouezh hep prederiañ muioc'h? Er Wikipedia galleg eo Chanteur dindan Voix peogwir ez eus pennadoù war ar mouezh ha n'int ket tuet davet kaner-mañ. Re abred eo evit diverkañ an traou% Ret eo kendivizout gant ar re o-deus kinniget traou hag da gentañ tout goulenn o abegoù. Ur hir a labour e vo sevel ur sistem rummoù kenstag. Ret mont goustadig. Adlakaa a ran Mouezh


Ch. Rogel 12:56, 8 Mar 2005 (UTC)

Kaozeadeg (diviz) eilet diouzh ar bjenn Wikipédia:Kinnigoù (houmañ da vezañ diverket).

Ret e vehe cheñch stumm ar pennad a-zivoud ar sonerezh, renket fall an traoù e-barzh, klasket 'm eus gober met n'on ket daet a-benn, n'eo ket aes krouiñ traoù nevez en ur lec'h jaojapl !

Savet 'm eus ur pennad a-zivoud Tim Buckley, ha lakaet e-barzh ar rummad "mouezh" (perak ? soner ha kaner eo àr un dro, aozer sonerezh pa lavarin mat !), me ne glota ket. Ret e vehe sevel rubrikennoù aesoc'h da gavout. Ha da skwer, sevel ur rann get ar sonerion pe strolladoù a bep seurt àr bouez o broioù, seul aesoc'h da gavout àr-lerc'h....

Evit bremañ eh eus ur sapre bordel e-barzh ar rann Sonerezh, emañ ret kempenn an dra-se pe displegiñ sklaer penaos gober, mod arall ar c'hemmadennoù a zeu a c'hellay distrujiñ traoù 'zo ....

Salud dit

Evit ar c'hinnigoù (hag ar'hemennoù) ez eus ur bajenn staget ouzh ar pennad pe ar rummad (category). War bajenn "Discussion" (kaozeadeg) e tlefe lakaat ar respontoù hag ar c'hinnigoù : kendalc'h a ran warni.

Evit ar ganerien hag a zo sonerien ivezh, n'eus kudenn ebet : ret eo skrivañ o anv koulz dindan mouezh ha dindan kaner...

Ch. Rogel 10:17, 24 Jun 2005 (UTC)

Tabut bihan[kemmañ ar vammenn]

Evidon-me eo "sonerezh" kement ha "sono" "sonorisation" en galleg. Lavaret a ran kement-se daoust ma labouran evit bodañ pennadoù dirummad stag d'ar muzik er rummad "Sonerezh". MP 24 Mez 2006 da 13:45 (UTC)[respont]