Kaozeadenn Rummad:Prezidant Stadoù-Unanet

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Div evezhiadenn diwar-benn anv ar rummad:

  1. peurvuiañ e vez lakaet anv ar rummad el liester (gwelout anvioù ar rummadoù all)
  2. peurvuiañ e vez lavaret

Ne vije ket fall derc'hel da heuliañ ar boazioù-se. Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 17:28 (UTC)[respont]

Div evezhiadenn diwar-benn anv ar rummad:

  1. peurvuiañ e vez lakaet anv ar rummad el liester (gwelout anvioù ar rummadoù all)
  2. peurvuiañ e vez lavaret

Ne vije ket fall derc'hel da heuliañ ar boazioù-se. Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 17:28 (UTC)[respont]

Respont:

  • Liester pe unander en titloù

Peurliesañ, hervez Ch. Rogel atav hag a zo levraoegour a-vicher anezhañ, e vez lakaet en unander ar rummadoù daoust ha meur techet muioc'h-mui d'ober gant al liester war ar wikipedia-mañ. Ur boaz eo ober gant al liester pa vez komz eus familhoù-yezhoù (d.s. "yezhoù algonkek") met dre vras e oa bet klasket ober gant an unander evit ar rummadoù betek nevezig 'zo.

Graet am eus gant ur rummad a oa bet savet dija (ha n'eo ket ganin-me). daou rummad damheñvel a oa ha dibabet em boa unan anezhe. Un isrummad an hini eo e gwitrionez peogwir emañ dindan ur rummad-pennañ ha neuze n'eo ket dav resisaat e ra dave da "Stadoù-Unanet Amerika" ha n'eo ket "Stadoù-Unanet Mec'hiko". Betek-hen eo bet graet gant un tired evel ma ra geriadur An Here.

  • Kinnigoù

Pep implijer a c'hell mont war ar bajenn dereat (amañ) ha kinnig kemmoù er rummadoù ha/pe er pennadoù ma kave dezhan/i int bet anvet fall. Evel-se e vez graet mar fell dezhe e vefe graet war o zro gant unan eus ar verourion. --Merour (N) 12 Du 2006 da 17:47 (UTC)[respont]

An dra-se a lavaren peogwir e krede din e talveze reolennoù ar yezhadur evit an holl. Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 18:03 (UTC)[respont]

laka da glemmoù war ar bajenn dereat hag e vo graet war o zro. reolennoù ar wikiipedia a dalvez evit an holl ivez. ma sav kudennopù yezhadur e vefront renket ken buan ha ma vezont lakaet da c'hoût war ar bajenn dereat. (liamm bet roet dit a-us dija ha kavet e vez ivez war ar bajenn degemer).--Merour (N) 12 Du 2006 da 18:20 (UTC)[respont]