Kaozeadenn Rummad:Chas brudet

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne vefe ket gwelloc'h implij ar ger "chas" e lec'h "kon"?(Stankoc'h ez eo implij ar ger chas eget ar ger kon, gant ar vugale hag ar re yaouank da vihanañ. Ronan

A-du da 100%. Kon a zo ur ger hiziv deuet da vezañ lennegel evit komz eus ar chas, hag a dalvez un dra bennak all e geriaoueg brezhonegerien an amzer a vremañ. Ouzhpenn-se, evit envel ar rummadoù ez eo gwelloc'h implij ar furm implijetañ. Da adenvel eta e "Chas brudet" d'am soñj. Benoni (Kaozeadenn) 13 Mez 2007 da 11:46 (UTC)[respont]
Gwir eo ez eo dispredet ar ger (sellet ouzh Atlas yezhoniezh Breizh). Daoust ma plij din a-walc'h emaon a-du da lakaat chas en e lec'h amañ. Biskoazh ne'm eus klevet ober gant "kon" e Bro-Wened na lennet ar ger-se e skridoù e brezhoneg eus ar vro. --Kadwalan 14 Mez 2007 da 08:28 (UTC)[respont]

Kon, ha mat pellzo[kemmañ ar vammenn]

Mat eo kaozeal, evit ur wech, gant an hini a sav ar pennad (pe ar rummad amañ), e-lec'h ober kemmoù e-kuzh outañ evel kalz re alies. Ur c'hammed war-raok war an hent mat eta.
Ar vugale, koulz hag ar re vras, a lenn evit deskiñ. Un dra anat d'ar skolaerien, dianav da galz tud. Deskiñ ar ger unsilabennek "kon", d'ar re n'anavezont ket ar ger, ne vo ket re skuizhus (diwar ar wrizienn-se e teu an anv Konan).
Graet eo an holloueziadur evit deskiñ: ma vije tennet ar pennadoù war zigarez ne gomprenit ket ur silabenn e vije ret tennañ an holl bennadoù diwar-benn al lizherennoù sinaat, an anvioù tud gresianek pe egiptek, ha ne chomfe ket pikol tra.
Kon a zo ur ger hiziv deuet da vezañ lennegel evit komz eus ar chas, a skriv an aotrou merour. Evit brud vat wikipedia ne vije ket mat ober dibaboù diwar rakvarnioù ha diouiziegezh.
  • Ur ger gwenedek eo, da lavarout eo brezhonek, ha bev. Penaos, a gav deoc'h e vez graet liester ki e brezhoneg Gwened?
  • Ma fell deoc'h skarzhañ ar gerioù gwenedek eus ar yezh, kinnigit ivez da Kadbzh skarzhañ Gwenholon eus e bennadoù. Goude se ne chomo nemet da beurleonekaat. Pa 'z eo digor an holloueziadur d'ar roazhoneg "tu zo", e c'hall bezañ digor d'ar gwenedeg ha brezhoneg yac'h.
D'am soñj n'haller ket lavarout difenn an endro ha kaout c'hoant da zistruj ar c'hon. Met gwir eo ivez: c'hoant ha poell n'int ket un heñvel. Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 07:48 (UTC)[respont]
Tu vije dit deskiñ skrivañ hep langajiñ tout an dud bewech? Benoni (Kaozeadenn) 14 Mez 2007 da 09:27 (UTC)[respont]
Ur wech ouzhpenn nerzh ar merour trec'h d'ar c'hrouer ha d'an holloueziaduriezh.
Gant ar mesmes spered e vije ret distruj kement Gwenholon, zo dre ar vro. Hag e-lec'h kement hemolc'h a zo, lakaat chase, betek ober. Ar robotoù da fraoñval!
Peogwir ne gomzomp ket ar memes yezh ha ne vevomp ket ar memes sevenadur e c'hallfes lavarout din pelec'h e welez un tamm gwirionez e-barzh da frazenn Tu vije dit deskiñ (sic) skrivañ hep langajiñ tout an dud bewech?Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 10:03 (UTC)[respont]

Kon-->Chas[kemmañ ar vammenn]

Adanvet ar rummad oc'h heuilhañ ali ar muiañ niver. Benoni (Kaozeadenn) 14 Mez 2007 da 09:26 (UTC)[respont]