Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Patrom:Kristeniezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Reizhet em eus endalc'h ar patrom (re a lizherennoù bras war an anvioù-gwan hag all), met chom a ra ar fazi en titl. Ouzhpenn-se ne gavan ket dereat ober gant disivoud evit ar brotestantiezh : ret eo doujañ dezho. Gwelloc'h ober gant protestantiezh, nemet ma vije kinniget un termen evit "Réforme" ha "réformés". --62.35.33.96 3 Her 2006 da 22:29 (UTC)[respont]

Ne zave ket disivoud ouzh ar brotestantiezh met ouzh an disrannadur etre ar reizhkredenn hag an iliz katolik e 1054 (The great Schism e saozneg)

--Damien Perrotin 4 Her 2006 da 04:23 (UTC)[respont]


E Geriadur Bzg-Glg e skriv RH disivoud : , secte, hérésie, Réforme (protestante), met ur savboent tuek eo. Evit schisme : diforc'h, disivoud (!?). N'heller ket mont re bell gant ar c'hinnigoù-se, kozh o spered. Evit schisme ez eus chism (sellet ouzh Istor, geografiezh, ekonomiezh, Kreizenn ar geriaouiñ Diwan, 2l embann., 1991. Réforme a zo bet troet gant... Reform e dornlevr TES evit ar 5vet klas, Per Drezen an oberour. (Geriaouiñ Diwan : reformisme = kempennouriezh). --Ch. Rogel 4 Her 2006 da 18:51 (UTC)[respont]