Kaozeadenn Implijer:Moran

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Moran, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Moran. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

N'ouzon ket ma 'z out boaziet da implijout wiki, mod all setu a-us un daolenn evit da sikour.  --Y-M D (kaozeal) 13 Meu 2010 da 14:32 (UTC)[respont]

Donemat dit[kemmañ ar vammenn]

Donemat dit. Labour a gavi en hon wiki-ni. Bianchi-Bihan 13 Meu 2010 da 13:23 (UTC)[respont]

Trugarez dit. Bezañ degemeret gant un 'donemat' kentoc'h eget un 'degemer mat' a zo sin vat, hag a ro kalon ha spi din ^^. Labour a zo da ober e-leizh, hag emaon e soñj plantañ 'barzh. Reizhañ pennadoù marteze ? ^^ Moran 13 Meu 2010 da 13:35 (UTC)[respont]

C'hoari Σίσυφος / Sisifos ? Un ali: hastañ goustad. Bianchi-Bihan 13 Meu 2010 da 13:41 (UTC)[respont]

Ma hini ne vo ket peurbad (a soñj din ?). Tamm ha tamm e yelo gloan da stamm, ha bravat stammenn. Moran 13 Meu 2010 da 13:48 (UTC)[respont]
  • Just ur gerig evit da gelaouiñ, er sizhun-mañ e vez kaset ur raktres gant Lise Diwan Karaez (lisead on du-se) ha setu ez eus un tamm dizurzh dre ma 'vez krouet ur bern pennadoù d'un taol, met ur strollad emaomp evit ober war-dro. Plijet bras on o welout un implijer nevez oc'h erruout ha gant ma 'z po plijadur da labourat. Ma 'peus goulennoù da sevel ez eus An Davarn pe mont war-eeun da gejañ gant implijerien. A galon--Y-M D (kaozeal) 13 Meu 2010 da 14:32 (UTC)[respont]
Gwelet am eus an tabut en davarn, ya. Ur raktres brav eo koulskoude, ha talvoudus kement-all (a c'hellfe padout pelloc'h eget ur sizhunvezh, mmmmh ?). Karet 'm befe gellout en ober pa oan-me du-hont. Lavar demat da Lomig diouzh ma ferzh ! Moran 13 Meu 2010 da 14:40 (UTC)[respont]
Ne vefes ket bet e skolaj Diwan Kemper un nebeud bloavezhioù' zo? --Ex-Smith 13 Meu 2010 da 15:08 (UTC)[respont]
Hag ez on. Emañ ma c'hoar du-hont c'hoazh, ha ma breur el lise ;) N'eus ket kement-se a Voraned e bedig ar brezhoneg (siwazh :p), hag I like to speak English very well. Moran 13 Meu 2010 da 15:14 (UTC)[respont]
Ne gav ket din ez eo un tabut gwir, met kompren a ran anezho. Un tamm dizurzh a zo bet er pennkentañ, met bremañ e kavan ez eo mat an traoù. A-du on ganit, talvoudus eo ar raktres evit ur bern tud. Evit Wiki brezhonek dre ma 'vo pennadoù nevez ha kentoc'h klok pa 'vint bet reizhet, evit al liseidi dre m'o do savet ur pennad hag un doare eo evito da labourat e brezhoneg e-pad ur prantad (ha da vont war-raok). El lise ec'h aozomp ur c'hleub bep Merc'her hag e c'hell dont al liseidi evit ober pennadoù, marteze e vo muioc'h a dud bremañ.
Piv 'ta eo da vreur ? --Y-M D (kaozeal) 13 Meu 2010 da 17:00 (UTC)[respont]
Ur bochad blev Riwal e anv ! ^^ D'am soñj n'eo ket dav teurel re a bled d'ar pennoù-mouzh a zo (hag a vo bepred) e bed ar brezhoneg. Ma n'eus nemet ar vrezhonegerien disi o brezhoneg o skrivañ, ne vo den. Ken aes ha tra eo. Disoñjal a ra lod int bet deskerien ivez, pe e brezhoneg pe en ur yezh all e vefe. Hogen ne vir kit diouzhoc'h a ziwall ha mont war-raok, evel-just ! Moran 13 Meu 2010 da 17:11 (UTC)[respont]