Kaozeadenn Implijer:Kestenn
Rannbennad nevez| Salud, Kestenn, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
| Demat, Kestenn. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
| Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
| Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
| Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
| Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
| Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
| Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
|
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : | |||
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Y-M D (kaozeal) 13 Kzu 2010 da 18:38 (UTC) Skriv ar ger a gari en hirgarrezenn en nec'h, a-gleiz d'ar ger mont. Pouez war mont. Diazoutda bajenn wenn da zuañ. Bianchi-Bihan 11 C'hwe 2011 da 00:24 (UTC)
Trugarez deoc'h ! F.
Patromoù yezh
[kemmañ ar vammenn]Salud dit,
Evit merkañ yezh un daveenn e reer peurliesañ gant patromoù evel {{fr}} (fr), {{en}} (en), hag all, hervez kod ISO ar yezh. Da skouer: (en) Lec’hienn ofisiel an UNESCO. Huñvreüs (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 19:58 (UTC)
- Salud dit, notennet eo. Ober a rin gant se, trugarez. Kestenn (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 20:02 (UTC)
Salud dit ! E geriadur brezhoneg An Here (eil embannadur, p. 408) e kavi meur a skouer eus an araogenn "e" implijet evit merkañ priz un dra bennak : E pemzek kant lur emañ al lur amanenn bremañ. Deuet eo an timbroù e daou lur ha pevar-ugent. Chomet e oa ar moc'h e priz izel e-pad meur a vloavezh. Skouerioù heñvel a gaver ivez e-barzh Le Trésor du Breton parlé, gant Jules Gros : el levrenn gentañ, p. 201 (embannadur 1966) : ti Jul emañ ar hafe e c'hwech gwenneg, ha re all c'hoazh. A galon, --Llydawr (kaozeal) 2 Mez 2024 da 12:59 (UTC)
- Salud dit, ha trugarez ! Kestenn (kaozeal) 2 Mez 2024 da 13:31 (UTC)
Strolladoù liseidi
[kemmañ ar vammenn]Salud dit,
A-wechoù e vez krouet pajennoù amañ a-zivout strolladoù liseidi aet da get pell zo. Diverket am eus Wezzam. Pa gavez ur bajenn evel honnezh e c’hellez lakaat ar patrom {{diverkañ}} enni. Ma n’out ket sur e c’hallez menegiñ ar bajenn amañ.
A galon. Huñvreüs (kaozeal) 10 Gou 2024 da 08:45 (UTC)
- Trugarez dit. A galon, Kestenn (kaozeal) 10 Gou 2024 da 10:27 (UTC)
Obuzer/ kanol
[kemmañ ar vammenn]Demat, Dedennus eo ar respont war an diforc'h etre obuzer ha kanol: https://guerreshistoire.science-et-vie.com/galerie/quelle-est-la-difference-de-fond-entre-canons-obusiers-et-armes-a-tirs-tendues-antichars-ou-dca-par-exemple-vlad-k-1318#:~:text=Au%20XVe%20si%C3%A8cle%2C%20un%20%C2%AB%20obusier,un%20canon%20%C3%A0%20courte%20port%C3%A9e. A-benn ar fin eo dreist-holl un diforc'h etre gwelet ar pal da dizhout pe get :) A galon Dishual (kaozeal) 14 Eos 2024 da 20:39 (UTC)
- Setu, hag un obuzer zo izeloc'h tizh kentañ e vannadell dre ma vez tennet e "kloc'h". Etre ar mortez hag ar c'hanol e vez renket peurliesañ a-fed galloud. Gwir eo e vez implijet kalzik "canon" e galleg evit an daou daoust d'ar ger "obusier" bezañ anezhañ, met merzet 'm eus e veze implijet termenoù resisoc'h en alamaneg pe e saozneg (howitzer/cannon pe Haubitze/Kanone), gwelloc'h bezañ resis e brezhoneg marteze, memes ma n'eo ket diazezet war un implij stank eus ar gerioù en hor yezh el lennegezh da skouer :-) A galon, Kestenn (kaozeal) 15 Eos 2024 da 07:02 (UTC)
Patrom droukveskañ
[kemmañ ar vammenn]Salud dit, ur patrom Patrom:Droukveskañ zo, lakaet am eus anezhañ er pennad Poultr divoged. Huñvreüs (kaozeal) 26 Eos 2024 da 19:26 (UTC)
- Salud dit, ha trugarez, cheñchet 'm eus war ar bajenn all. A galon, Kestenn (kaozeal) 26 Eos 2024 da 19:59 (UTC)
Tennañ
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! A-raok respont dit em eus sellet ouzh an displegadennoù a gaver er Wikipediaoù saoznek ha gallek (Help:Category hag Aide:Catégorisation), ha gwelet em eus n'eo ket ret ken tennañ an arouezioù ispisial evit urzhiañ ar pennadoù er rummadoù. Gwechall e oa ret, kuit da gaout arouezioù evel ñ pe é renket goude an holl lizherennoù (da lavaret eo goude z). Met gwellaet eo bet an doare urzhiañ bremañ ha renket e vez al lizherennoù-se evel al lizherennoù hep arouez diakritek. N'eo ket dav tennañ an dildenn eta. Ma, desket em eus un dra bennak, a-drugarez dit ! A galon, --Llydawr (kaozeal) 27 Gwe 2024 da 19:52 (UTC)
Rummadoù
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Ma'm eus tennet ar rummad Armoù-tan eus ar pennad Smith & Wesson Model 19, da skouer, ez eo peogwir e erbeder, er Wikipediaoù e yezhoù all :
- chom hep lakaat ur pennad e rummadoù bras hag e rummadoù resisoc'h war un dro (Wikipedia gallek : Niveau d'inclusion : il est fortement recommandé d'inclure un article uniquement dans les catégories les plus proches, afin d'être précis et d'éviter les redondances. Par exemple, on n’inclura pas l'article « Paris » dans les catégories « Ville en France », « Ville » ou « France », parce que ces dernières incluent déjà la catégorie « Paris » liée à l'article « Paris ». Il s'agit là de la « règle de la catégorie la plus précise ou la plus immédiate. »). Ar rummadoù "Revolverioù" hag Armoù SUA" zo isrummadoù e-barzh ar rummad "Armoù-tan".
- chom hep kaout re a bennadoù en ur rummad (Wikipedia gallek : Nombre d'articles : il est recommandé de ne pas créer de catégorie s'il n'y a pas potentiellement une dizaine d'articles à y mettre. De même, il est recommandé, quand c'est possible, de réorganiser dans des sous-catégories les catégories qui possèdent plusieurs centaines d'entrées.). Er rummad Armoù-tan ez eus bremañ kalz-kalz a bennadoù.
- "Porched an armoù-tan" a venegez e traoñ ar pennadoù zo trawalc'h evit liammañ asambles an holl bennadoù a denn d'an armoù a-dost pe a-bell. N'eus ket ezhomm da lakaat anezho ivez er rummad "Armoù-tan". Efedusoc'h eo lakaat anezho e rummadoù resisoc'h.
A galon, --Llydawr (kaozeal) 19 Her 2024 da 09:24 (UTC)
- Salud dit, trugarez evit an displegadennoù. An dra a zo poellek (din-me) : n'eo ket armoù-tan an holl fuzuilhoù, hag ar c'hontrol zo gwir ivez, pa c'hellont bezañ armoù dre aer gwasket pe kopiennoù lakaomp. Kompren a ran ivez e vefe arabat lieskementiñ an isrummadoù enbarzhet e rummadoù all a weler e traoñ ar bajenn dija, paouez a rin da venegiñ "armoù-tan" neuze. A galon, Kestenn (kaozeal) 21 Her 2024 da 11:29 (UTC)
Salud dit ! "Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken" a drofen kentoc'h gant "uzinoù armoù ha munisionoù alaman". N'eo ket gwall vras ar c'hemm e-skoaz an droidigezh 'peus lakaet, gouzout a ran. A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Her 2024 da 09:18 (UTC)
- Salud, re dreut va alamaneg evit gwelet an diforc'h-se. Cheñch a ran neuze ! Trugarez. A galon, Kestenn (kaozeal) 29 Her 2024 da 09:34 (UTC)
gallery ha thumb
[kemmañ ar vammenn]Salud dit,
Diezhomm eo lakaat an arventenn thumb pa aozer ur gallery, hag ur fazi eo hervez ar meziant. N’eo ket grevus, evel-just. Huñvreüs (kaozeal) 17 Gen 2025 da 14:23 (UTC)
- Salud dit, notennet eo, trugarez dit. Kestenn (kaozeal) 17 Gen 2025 da 19:20 (UTC)
Patrom Armoù hiniennel an U.S. Army en Eil Brezel-bed hag e Brezel Korea
[kemmañ ar vammenn]Demat, Kudenn a zo gant titl ar pennad Johnson M1941 hag a zo Fuzuilh-vindrailher Johnson M1941 er patrom. A galon Dishual (kaozeal) 6 C'hwe 2025 da 08:08 (UTC)
- Demat, n'eus ket : ur fuzuilh Johnson M1941 a zo (stumm kentañ an arm). Ur fuzuilh-vindrailher Johnson M1941 deveret anezhi a zo ivez, un tamm disheñvel. Gwir eo zo peadra da vezañ kollet ! Trugarez. A galon, Kestenn (kaozeal) 6 C'hwe 2025 da 16:49 (UTC)
- Trugarez! Ya pegen luziet a-wecho
- A galon! Dishual (kaozeal) 6 C'hwe 2025 da 17:11 (UTC)
Adkas hag all
[kemmañ ar vammenn]Salud dit,
Adkaset am eus Soaig Siberil war-du Soig Siberil. N’eo ket fall derc’hel adkasoù, evel-se ne vo ket adkrouet ar pennad, ha « digoust » int.
Krouet ez eus bet kalz pennadoù gant tud nevez, sur a-walc’h ez eus ur raktres en ul lise pe ur skol-veur bennak. Labour difaziañ da zont…
Hag ivez: nebeut amzer am eus bremañ hag ar merour oberiant nemetañ on. N’az pije ket c’hoant goulenn ar statud? D’am soñj ez peus fiziañs ar gumuniezh. A-hend-all e c’hallfe bezañ ur prantad amzer hep merour oberiant ebet, pezh n’eo ket mat morse. Huñvreüs (kaozeal) 9 Ebr 2025 da 18:25 (UTC)
Anv implijer nevez
[kemmañ ar vammenn]Salud dit,
Ma kerez e c’hell ma robot lakaat da anv implijer nevez e lec’h an hini kozh e pep lec’h ma kaver anezhañ, aes eo. Diret eo, dit da zivizout. Huñvreüs (kaozeal) 21 Mez 2025 da 11:40 (UTC)
- Salud,
- ya laouen, ma ne gemer ket re a amzer dit ivez eveljust. Trugarez ! Kestenn (kaozeal) 21 Mez 2025 da 11:45 (UTC)
- Graet eo
Huñvreüs (kaozeal) 21 Mez 2025 da 12:02 (UTC)
- Notenn: meneget eo an anv kozh 28 gwech e Commons c’hoazh. Huñvreüs (kaozeal) 21 Mez 2025 da 12:17 (UTC)
- Dispar, trugarez ! Kestenn (kaozeal) 21 Mez 2025 da 14:20 (UTC)
- Graet eo
Renket fazi eus va ferzh ;)
Shotgun
[kemmañ ar vammenn]Demat, N'hon eus pennad ebet war "shotgun" penaos treiñ ar ger-se? A galon Dishual (kaozeal) 29 Gou 2025 da 18:46 (UTC)
- "fuzuilh-chase" pe "fuzuilh-hemolc'h". 2A01:CB08:8760:C700:5536:59B2:4740:6CCB 29 Gou 2025 da 18:49 (UTC)
- "Shotgun" a glot gant "fuzuilh flour he c'hanol" (gllg. "fusil à canon lisse"), da lavaret eo a ra gant kartouchennoù a seurt-se. Ar pezh a zo, an holl fuzuilhoù-chase zo "shotgun", met an holl "shotgun" n'int ket fuzuilhoù-chase abalamour e vezont implijet e bed an arme pe ar polis, hag e c'hellont bannañ bannadelloù "nann-varvus". Ar SPAS-12 da skouer, pe kalz stummoù eus ar Mossberg 500, zo fuzuilhoù flour o c'hanol - "shotgun" neuze - a zo bet soñjet evit ar polis. Me vije chomet gant "Fuzuilh flour he c'hanol". Kestenn (kaozeal) 29 Gou 2025 da 20:24 (UTC)
- Hag un dra ne aesa ket an traoù evit al liammoù etrerannyezhel : kalz yezhoù european o dez boazioù hag hengounioù disheñvel evit termeniñ hag envel an armoù. Kestenn (kaozeal) 29 Gou 2025 da 20:47 (UTC)
- S.o. ar bajenn Fuzuilh-emgann flour he c'hanol. Ur choaz heñvel ouzh hini "'Fuzuilh flour he c'hanol" zo bet graet en italianeg. Kestenn (kaozeal) 29 Gou 2025 da 21:04 (UTC)
- Mat eo din.
- A galon Dishual (kaozeal) 29 Gou 2025 da 21:40 (UTC)
- Savet ar bajenn buan-ha-buan neuze, ha savet ur bajenn Fuzuilh-chase ivez hag a adkas war-zu ar bajenn-mann, kuit da lieskementiñ an niver a bajennoù. Ul lañs eo, 'tra ken, dit da glokaat ma fell dit evel-just - pe da implijidi all. Kestenn (kaozeal) 30 Gou 2025 da 08:51 (UTC)
- S.o. ar bajenn Fuzuilh-emgann flour he c'hanol. Ur choaz heñvel ouzh hini "'Fuzuilh flour he c'hanol" zo bet graet en italianeg. Kestenn (kaozeal) 29 Gou 2025 da 21:04 (UTC)
- Hag un dra ne aesa ket an traoù evit al liammoù etrerannyezhel : kalz yezhoù european o dez boazioù hag hengounioù disheñvel evit termeniñ hag envel an armoù. Kestenn (kaozeal) 29 Gou 2025 da 20:47 (UTC)
- "Shotgun" a glot gant "fuzuilh flour he c'hanol" (gllg. "fusil à canon lisse"), da lavaret eo a ra gant kartouchennoù a seurt-se. Ar pezh a zo, an holl fuzuilhoù-chase zo "shotgun", met an holl "shotgun" n'int ket fuzuilhoù-chase abalamour e vezont implijet e bed an arme pe ar polis, hag e c'hellont bannañ bannadelloù "nann-varvus". Ar SPAS-12 da skouer, pe kalz stummoù eus ar Mossberg 500, zo fuzuilhoù flour o c'hanol - "shotgun" neuze - a zo bet soñjet evit ar polis. Me vije chomet gant "Fuzuilh flour he c'hanol". Kestenn (kaozeal) 29 Gou 2025 da 20:24 (UTC)
Vandalerezh, troidigezh emgefre…
[kemmañ ar vammenn]Salud dit,
Evel a lavaren e miz Ebrel em eus nebeut amzer bremañ evit ober war-dro ar wiki. Hiziv e verkes pajennoù da ziverkañ, gallout a rafes-te diverkañ anezho. Perak ne c’houlennfes ket ar statud merour ? Hiziv e c’hallan ober war-dro ar votadeg, diskouez dit penaos ez a en-dro tra pe dra. Diwezhatoc’h, n’eo ket sur. Tremenet eo ar wiki hep merour oberiant ebet e-pad ur prantad amzer, ha n’eo ket bet brav an disoc’h. Huñvreüs (kaozeal) 12 Eos 2025 da 12:25 (UTC)
- Demat,
- Gwir eo e c'hellfes goulenn ar rank a verour.
- Simploc'h e vije. Ur vot evidout.
- A galon Dishual (kaozeal) 12 Eos 2025 da 13:21 (UTC)
- Salud deoc'h,
- Nebeutoc'h a amzer am bo er mizioù da zont ivez met mat eo din lakaat ma anv evit oberoù "diazez" boas (diverkañ pajennoù da skouer). E gwirionez n'ouzon ket petra a c'hall/rank ur merour ober ivez, ezhomm am bo da gaout displegadennoù. Ha brav e vefe ma ne vefen ket va-unan gant ar statud ivez. A galon, Kestenn (kaozeal) 13 Eos 2025 da 08:58 (UTC)
- Mat-tre 👍
- Ne soñjan ket mont kuit eus ar wiki da vat, ne vi ket en da unan. VIGNERON a c’hell skoazellañ ac’hanout ivez.
- Evit gouzout hiroc’h a-zivout kefridioù ar verourien e c’hellez lenn Wikipedia:Merourien. Ma rez war-dro an traoù diazez dija e vo mat. Peurliesañ ez eus pajennoù da ziverkañ, a-wechoù vandaled da stankañ. Ha skrivet mat eo teuliadur ar meziant Mediawiki (e saozneg / galleg avat).
- Soñjal a ran reiñ lañs d’ar votadeg war-dro hanter pe fin miz Gwengolo rak tud zo e vakañsoù bremañ: gwelloc’h e vo votiñ pa vo an holl en-dro, ha reiñ amzer d’ar re a fellfe dezho kaozeal pe lakaat o anv. Mat eo dit? Huñvreüs (kaozeal) 14 Eos 2025 da 07:19 (UTC)
- Mat eo din ! Krog on da lenn ar bajenn "Merourien", trugarez. Kestenn (kaozeal) 14 Eos 2025 da 10:07 (UTC)
Patromoù
[kemmañ ar vammenn]Demat, N'eus ket tu din ken da gemm ar patromoù. Te oar perak? A galon Dishual (kaozeal) 10 Gwe 2025 da 15:11 (UTC)
- Salud deoc'h,
- @ Dishual : an holl batromoù pe unan resis ? — Ar choler (kaozeal) 10 Gwe 2025 da 16:15 (UTC)
- An holl dec'h ar c'hemmo
- egasetdganin er patrom keleier ne teuent ket war-wel war ar bajenn degemer. Aman ar patrom tankou an eil brezel-bed a zo goullo evidon met anezhan a zo.
- Iskisaat tra. Nag evidoc'h?
- A galon Dishual (kaozeal) 10 Gwe 2025 da 16:18 (UTC)
- Kemmet em boa ar patrom "Keleier" ivez, ha ne veze ket gwelet ar cheñchamantoù diouzhtu. N'ouzon ket perak. Kestenn (kaozeal) 10 Gwe 2025 da 17:16 (UTC)
- Gwelet e vo me gred a oa bet da gaout un nevezadur eus "template" hag a zo "patrom" evidomp-ni.
- A galon Dishual (kaozeal) 10 Gwe 2025 da 17:41 (UTC)
- Patrom:Tankoù an Eil Brezel-bed : gwelet ha kemmet (klaskit 'ta adlakaat al liamm diabarzh ?)
- Patrom:Degemer/Keleier : kemmet digudenn (pennlizherenn Kentañ ministr).
- Marteze e oa ur gudenn bennak er gwazer ? — Ar choler (kaozeal) 10 Gwe 2025 da 17:43 (UTC)
- Ya marteze mat emaint oc'h ober nevezintioù war ar servijer.
- A galon Dishual (kaozeal) 10 Gwe 2025 da 18:01 (UTC)
- Kemmet em boa ar patrom "Keleier" ivez, ha ne veze ket gwelet ar cheñchamantoù diouzhtu. N'ouzon ket perak. Kestenn (kaozeal) 10 Gwe 2025 da 17:16 (UTC)
Gourc’hemennoù !
[kemmañ ar vammenn]Merour out bremañ, gourc’hemennoù !
Evit bezañ lakaet da verour etrefas e rankez gweredekaat an dilesadur div-elfenn. Da lavarout eo: staliañ un arload dilesadur (ur roll zo er bajenn am eus meneget) ha mont d’ar bajenn-mañ. Gallout a ran skoazellañ ac’hanout mar bez ezhomm. Huñvreüs (kaozeal) 29 Gwe 2025 da 11:48 (UTC)
- Trugarez ! N'em eus ket staliet arloadur dilesadur ebet c'hoazh, met pa 'z an war Special:OATH en em gavan gant ur bajenn "Fazi aotre" gant an displegadenn da heul. Penaos ober evit kaout an aotre, staliañ un arloadur ha tra ken ?
- N'oc'h ket aotreet da gweradekaat an dilesadur div-elfenn, evit an abeg-mañ :
- Miret eo an ober-mañ evit an implijerien zo en unan eus ar strolladoù : Merourien, Merourien etrefas, Burevidi, Dilamerien, Enporzhierien, Enporzhierien treuzwiki, Central notice administrators, Adanverien hollek, OAuth administrators, Merourien troidigezhioù, WMF Office IT, WMF Trust and Safety, Gwirierien an implijerien, Users who may use two-factor authentication. Kestenn (kaozeal) 29 Gwe 2025 da 11:55 (UTC)
- Merour out a-dra-sur. Marteze ez peus ezhomm digevreañ hag adkevreañ evit lakaat ar statud da dalvezout ha gallout gweredekaat an dilesadur div-elfenn. Huñvreüs (kaozeal) 29 Gwe 2025 da 12:20 (UTC)
- Mat eo, ha staliet em eus an dilesadur div-elfenn. Da'm soñj e ya mat en-dro. Traoù all a zo d'ober ? Kestenn (kaozeal) 29 Gwe 2025 da 19:22 (UTC)
- Mat-tre 👍
- Gwelet am eus da respont er goulenn ouzh ar stewarded. N’eus nemet gortoz un tammig hag e vo roet dit ar statud merour etrefas. Huñvreüs (kaozeal) 29 Gwe 2025 da 19:44 (UTC)
- Graet eo

- Ma fell dit ober un draig da echuiñ: gallout a rez tennañ da wirioù patrouilher rak endalc’het int er gwirioù merour. Evit hen ober: kae da Dibar:GwirioùImplijer, laka da anv, dont a ra war wel da wirioù. Lam « patrouilher » ha « gweler IP ar c’hontoù berrbad », laka an abeg « aet da verour », ha klik war Enrollañ. Ne chom nemet nevesaat roll an izili er bajenn Wikipedia:Patrouilherien. Evel-se e ouzi ober pa c’houlenno unan bennak ar statud patrouilher 😄 Huñvreüs (kaozeal) 30 Gwe 2025 da 06:25 (UTC)
- Graet... Kestenn (kaozeal) 30 Gwe 2025 da 08:57 (UTC)
- Ha ma fell dit kregiñ da ober gant ar benvegoù « bemdez » ez eus ur goulenn diverkañ ur rummad goullo e traoñ ar bajenn Pajennoù da nullañ (evit diverkañ : Ostilhoù > Diverkañ). Huñvreüs (kaozeal) 30 Gwe 2025 da 06:45 (UTC)
- Ha graet ivez. Trugarez, klask a rin taoler ur sell alies. Kestenn (kaozeal) 30 Gwe 2025 da 08:58 (UTC)
- Demat,
- Gourc'hemennoù dit!
- A galon Dishual (kaozeal) 30 Gwe 2025 da 10:52 (UTC)
- Ha graet ivez. Trugarez, klask a rin taoler ur sell alies. Kestenn (kaozeal) 30 Gwe 2025 da 08:58 (UTC)
- Graet eo
- Mat eo, ha staliet em eus an dilesadur div-elfenn. Da'm soñj e ya mat en-dro. Traoù all a zo d'ober ? Kestenn (kaozeal) 29 Gwe 2025 da 19:22 (UTC)
- Merour out a-dra-sur. Marteze ez peus ezhomm digevreañ hag adkevreañ evit lakaat ar statud da dalvezout ha gallout gweredekaat an dilesadur div-elfenn. Huñvreüs (kaozeal) 29 Gwe 2025 da 12:20 (UTC)
Amreoliek vs direoliek
[kemmañ ar vammenn]Deamt, Daoust hag e rez un difoc'h etre direoliek hag amreoliek (evit ober eus unconventional)? A galon Dishual (kaozeal) 26 Her 2025 da 09:20 (UTC)
- Salud, n'ouzon ket re. Techet e vefen d'ober gant "amreoliek" kentoc'h, a zo gwanoc'h evit "direoliek" ; reolennoù zo memestra en unconventionnal warfare da skouer, met n'int ket heñvel ouzh ar re voaz lakaomp. Kestenn (kaozeal) 26 Her 2025 da 11:28 (UTC)
- Ampart!
- Dres ma sonj! Direoliek a implijfen muioc'h evit armeou direizh hervez statud hag obererezhiou pe ar sponterezh.
- A galon Dishual (kaozeal) 26 Her 2025 da 12:13 (UTC)
Kemennoù diverkañ
[kemmañ ar vammenn]Salud dit,
Lakaet am eus Strebot da gemenn ac’hanon pa vez traoù da ziverkañ, evel-mañ pe evel-se. Ha fellout a ra dit bezañ kemennet ivez? Huñvreüs (kaozeal) 30 Her 2025 da 15:23 (UTC)
- Salud dit, ya laouen ! Trugarez. Kestenn (kaozeal) 30 Her 2025 da 15:28 (UTC)
- Graet a vo neuze

- M’az peus un tammig amzer e chom ar bajenn-mañ da ziellañ ivez, mar plij. Huñvreüs (kaozeal) 30 Her 2025 da 19:41 (UTC)
- Graet eo : pajenn ar c'hlemmoù hag un eil pajennad dielloù adalek 2025. Lavar din ma welez traoù a-dreuz. A galon, Kestenn (kaozeal) 30 Her 2025 da 20:09 (UTC)
- Trugarez ! Huñvreüs (kaozeal) 31 Her 2025 da 08:17 (UTC)
- Graet eo : pajenn ar c'hlemmoù hag un eil pajennad dielloù adalek 2025. Lavar din ma welez traoù a-dreuz. A galon, Kestenn (kaozeal) 30 Her 2025 da 20:09 (UTC)
- Graet a vo neuze
Stankañ ur chomlec’h IP
[kemmañ ar vammenn]Salud dit,
A-zivout ar stankadenn-mañ : ur chomlec’h IP implijet gant unan bennak a c’hall bezañ roet d’unan all diwezhatoc’h, setu perak eo dierbedet stankañ anezho da viken. Gallout a rez stankañ evit ur bloaz, da skouer. Huñvreüs (kaozeal) 4 Du 2025 da 14:21 (UTC)
- Mat, cheñchet em eus neuze. A galon, Kestenn (kaozeal) 4 Du 2025 da 14:31 (UTC)
Traoù da ziverkañ
[kemmañ ar vammenn]Merour bevoniel ker,
Pajennoù, restroù, pe rummadoù zo er rummad-mañ:
A galon elektronek, Strebot (kaozeal) 6 Du 2025 da 12:14 (UTC)
- Salud dit @Huñvreüs, n'ouzon ket petra ober gant se. Diverkañ ar restroù ? A galon, Kestenn (kaozeal) 6 Du 2025 da 12:28 (UTC)
- Salud dit. Ya, ezporzhiet int bet ar restroù war-du Commons (ha neuze lakaet er rummad-mañ ent emgefre), neuze e c’hellont bezañ diverket amañ. Huñvreüs (kaozeal) 6 Du 2025 da 12:32 (UTC)
- Graet eo ! Trugarez. Kestenn (kaozeal) 6 Du 2025 da 12:36 (UTC)
- Salud dit. Ya, ezporzhiet int bet ar restroù war-du Commons (ha neuze lakaet er rummad-mañ ent emgefre), neuze e c’hellont bezañ diverket amañ. Huñvreüs (kaozeal) 6 Du 2025 da 12:32 (UTC)
- @Huñvreüs, ma c'hallfes reiñ da soñj. Ne gav ket din e vefe doujus ar gemenadenn-mañ, nag e vefe ur mod da zigeriñ ur gaozeadenn dereat. S.o. an evezhiadennoù diwezhañ e istor ar bajenn-mañ evit kompren ivez. A galon, Kestenn (kaozeal) 7 Kzu 2025 da 20:40 (UTC)
- Salud,
- pell emañ «diotiz» diouzh ar wikikarantez.
- kustum eo lezel pep hini bezañ mestr war e bajenn gaozeal keit ma ne skriv mann ebet a-enep ar reolennoù. Pep hini a c'hall diverkañ kemennadennoù bet lezet gantañ.
- A galon, Huñvreüs (kaozeal) 7 Kzu 2025 da 22:20 (UTC)
- Trugarez dit. A galon, Kestenn (kaozeal) 9 Kzu 2025 da 20:44 (UTC)
- Salud,