Kaozeadenn Implijer:Ex-Smith/Kaozeadennoù 2008

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Graet al liammoù goulennet. Bianchi-Bihan 25 Ebr 2008 da 19:18 (UTC)[respont]


Liammoù etrewiki[kemmañ ar vammenn]

Dear Ex-Smith. Trugarez da lakaat liammoù etrewiki ez pennadoù dedennus. Kas a reont d'ar memes pennad e yezhoù all. A-walc'h e kopiañ ar re zo skivet e diwezh ar memes pennad en ur yezh all. Gallout a rez ivez lakaat anv da bennad, skrivañ a reer br: evel kod yezh dirakañ, er pennad saozneg. Evel se e vez kloaket al liammoù etrewiki en un doare emgefreek. Mat eo lakaat rummadoù ivez (rummad:); talvezout a reont da urzhiañ ar pennadoù hervez an danvez ha da sevel rolloù. Gwellañ tra zo d'ober eo kemer skouer diwar pennadoù diwar skrivagnerien all. Prest on da respont da'z koulennoù ma 'teus c'hoant. A galon. --Kadwalan 26 Ebr 2008 da 12:04 (UTC) Merour[respont]

Boden, ma tigorez forzh peseurt pennad e forzh peseurt yezh e weli ur roll yezhoù war an tu kleiz a dalvez da dremen d'an hevelep pennad er yezh a fell dit. Ur wezh digoret ganit prenestr aozañ ar pennad e kavi roll titloù ar pennadoù e kement yezh, en traoñ ar prenestr peurliesañ. Dirazo e vez lakaet pep a arouezenn evit merkañ yezh ar pennad fr: dirak un anv pennad a dalvez ez eo skrivet e galleg, en: a dalvez "e saozneg, br: "e brezhoneg", ha kement zo... Evit lakaat liammoù etrezek ar pennadoù-se ez pennad eo a-walc'h kopiañ anezhe er pennad kevatal en ur yezh all hag o fegañ ez pennad peotramant kavout an hevelep pennad e saozneg ha skrivañ [[br:anv da bennad]] er roll anvioù. Ha sklaer eo?--Kadwalan 26 Ebr 2008 da 14:33 (UTC)[respont]
Ya, tamm-ha-tamm ez a e vragoù da Yannoù e-giz ma vez lâret +. Kopiañ zo un doare efedus da zeskiñ troioù nevez. Gallout a rez ivez sevel goulennnoù gant ar verourien pa'z tez ezhomm.

Skeudennoù[kemmañ ar vammenn]

Salut dit Ex-Smith, mat ar jeu? War a seblant e peus mizer gant ar skeudennoù, na vezez ket chalet, simpl a-walc'h eo ar c'hod ur wech implijet: [(Skeudenn:Skouer.jpg|right pe left|thumb|350 px|Titl a peus c'hoant reiñ d'ar skeudenn]] Da lavaret eo an daou groched da gentañ hag er din a zo evit kas etrezek ul liamm diabarzh, goude skeudenn e talvez e kas etrezek ur poltred, Skouer.jpg a zo amañ anv ar skeudenn, right pe left a zo al lec'h ma peus c'hoant da lakaat da skeudenn, thumb a zo evit kaout ur frammig tro d'az skeudenn (e-lec'h ma c'helli skrivañ un dra), 350px a zo ar vent, tu zo dit kemm an talvoud se (400px, 150px...) hag goude ez eo ar pezh a peus c'hoant da verkañ dindan ar skeudenn. Dre forzh implij e weli n'eo ket ken diaes. Ma fell dit em eus un doser e stumm PDF gant un nebeut aioù evit sikour e-keñver implij kod Wikipedia. Ken ar c'hentañ tro --Ronan 5 Mae 2008 da 21:19 (UTC)[respont]

Ret e vefe dit reiñ din ur chomlec'h internet bennak, pe ul lec'h bennak evit kas dit ar fichennaoueg pdf,

rak klasket em eus, met n'eus ket tu da gas anezhañ dre wikipedia. --Ronan 8 Mae 2008 da 21:00 (UTC)[respont]

Setu, emaon o paouez kas dit ar fichennaoueg.--Ronan 9 Mae 2008 da 11:55 (UTC)[respont]


(The) velvet underground[kemmañ ar vammenn]

Rezon az teus. Me 'gav din e vefe gwell sevel un adkas eus Velvet Underground da The Velvet Underground, evel e saozneg. Padal e ranker kenteuziñ ar pennadoù da gentañ. Marteze e c'hallfes ober war-dro al labour-se : meskañ an danvez kuit da goll tra pe dra eus ar pezh a oa skrivet en eil pennad. Lâr din pa vi echu hag e teuin da sevel an adkas ha da deurel un tamm sell ivez. --Kadwalan 9 Mae 2008 da 13:50 (UTC)[respont]

Digarez ac'hanon, dre ma ne poa ket lakaet war ur bajenn all, em eus lakaet war homañ ivez. Gouzout a rez penaos e vez paket al liammoù? --Ronan 11 Mae 2008 da 16:44 (UTC)[respont]

Bah, evit ar poent, ne gemeran ket amzer da sevel pennadoù. Met difaziañ a ran pennadoù hag ouzhpennañ liammoù. Erfin, marteze a-benn un nebeut mizioù e c'hellin sevel pennadoù endro. Ken ar c'hentañ! --Ronan 11 Mae 2008 da 17:04 (UTC)[respont]


reizhadennoù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Mont a ran da taoler ur sell er pennadoù ur wezh an amzer betek-gouzout, atav e vez un dra bennak da reizhañ (dreist-holl em re rak skrivañ a ran re vuan) met kemer a ra amzer. Setu ez an da sellet ouzh pennadoù a blij din ... Ha da re zo interesant. Ken'o. Evit ar mare emaon gant an Hittited. Ha labour zo... --Kadwalan 11 Mae 2008 da 20:21 (UTC)[respont]

Tra, tra. N'em eus na serret na gwarezet pennad ebet! Dudius e oa da bennad da lenn a-hend-all. Ken'o--Kadwalan 11 Mae 2008 da 20:46 (UTC)[respont]

Klask a rin mont da deurel ur sell ouzh pennad Bob pa'm bo amzer. Ken'o--Kadwalan 12 Mae 2008 da 09:56 (UTC)[respont]

Graet eo--Kadwalan 13 Mae 2008 da 10:16 (UTC)[respont]

Ur strollad eus ar c'hentañ! Trugarez da vezañ krouet ar pennad-mañ. Ezhomm hon eus sevel pennadoù diwar-benn sonerezhioù estreget ar rock pe sonerezh hengounel Breizh. E gwirionez e felle din krouiñ ar pennad-mañ mizhioù zo met kavout a ris se diaes awalc'h gant ma live brezhoneg. Ken ar c'hentañ. --Arko 18 Mae 2008 da 13:05 (UTC)[respont]

Ya, ne gred ket difazian ar pennad Miss Kittin, graet am eus anezhan buan a-walc'h hag gallout a ra bezan kalz fazioù! --Arko 30 Mae 2008 da 19:26 (UTC)[respont]

Treiñ "constructivisme" e brezhoneg[kemmañ ar vammenn]

Iskuz me. Gwall glañv ez on bet. savadurelouriezh an hini am eus kavet. E lec'hienn an Ofis e kaver savadurelour troet constructiviste--Kadwalan 27 Mae 2008 da 15:04 (UTC)[respont]

Ne ouzer ket gant piv e vez fardet seurt gerioù (un den? ur bodad?) na pegen barrek eo/int, ha pedet omp d'o degemer. N'eo ket evel-se e welan an traoù. ( Sell ouzh ar c'hinnigoù-mañ e TermBret: tañvadenn, croque-monsieur). Fonctionnalisme, 'mut-hu? Mar deo eus talvoudegezh an traoù hervez o implij eo ez eus kaoz e kinnigan implijouriezh. Goulenn e ali digant Llydawr ivez: un tamm mat a sklerijenn a vez gantañ. Bianchi-Bihan 28 Mae 2008 da 23:01 (UTC)[respont]
Salud dit ! Diwezhat e teuan da respont dit : ar ger ac'h eus implijet "sevelouriezh" a blij din a-walc'h. Berroc'h hag aesoc'h eo eget "savadurelouriezh" ! Evit ar ger all, "fonctionnalisme", ne ouien ket petra 'oa. Gwelet em eus e vez implijet war meur a dachenn. Marteze ne vo ket ret ober gant ar memes ger brezhonek evit pep tachenn (savouriezh, sokiologiezh, yezhoniezh...). Meur a ziskoulm a c'hallfe bezañ, pe ober gant ur ger heñvel ouzh ar galleg (hag un tamm mat a yezhoù all), pe sevel ur ger diwar ar wrizienn "implij-" evel ma kinnig Bianchi-Bihan, pe diwar "kefridi-" pe me 'oar-me... A galon. --Llydawr 6 Mez 2008 da 15:54 (UTC)[respont]

Evit a sell ar Patrom "ouvrage" eo gwell goulenn gant Benoni pe furchal er rummad patromoù. N'on ket ur mailh war an traoù-se...--Kadwalan 27 Mae 2008 da 15:11 (UTC)[respont]

Ober a rez gant an daou rummad-mañ Rummad: Berlin ha Rummad: Karterioù Berlin er memes pennadoù. D'am soñj e c'hallfes tennañ Berlin, ha me lako Karterioù Berlin e-barzh Berlin. Bianchi-Bihan 2 Mez 2008 da 22:45 (UTC)[respont]

Gourc'hemennoù dit evit an toullad pennadoù plijus ac'h eus savet diwar-benn Berlin ! Div evezhiadennig a rin. 1) Marteze e vefe mat ober daou bennad evit "Reichstag" (an eil diwar-benn ar savadur, an ti, hag egile diwar-benn ar parlamant, an ensavadur) evel ma kaver e Wikipedia e yezhoù all. 2) Souezhus e kavan ober gant ar ger alamanek "Bezirk" en titl "Mitte (Bezirk)". Ma vez ezhomm resisaat eo gwell ober gant ur ger brezhonek, met amañ marteze n'eus ket ezhomm resisadur ebet (e saozneg n'eus resisadenn ebet ; daoust hag ur pennad "Mitte" all a vo e brezhoneg ?) A galon, --Llydawr 6 Mez 2008 da 15:54 (UTC)[respont]

Ur c'hinnig ne oa ken. Evel-se e ran gant livourien Italia, rumm lakaet en daou rumm all: livourien hag Italia. Evel-se e vez graet ivez er wikioù all. Tud zo a fell dezho lakaat e-leizh a rummadoù, met diezhomm e vez alies. Sede ma soñj bremañ, a-raok n'em boa ket. Gra da hini. Bianchi-Bihan 3 Mez 2008 da 11:54 (UTC)[respont]

Nozvat. Ar wirionez ganeoc'h, èl-rezon. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 8 Mez 2008 da 20:44 (UTC)[respont]

Goulennoù[kemmañ ar vammenn]

Digarez evit an dale o respont. Na teuan ket gwall alies amañ ken. Na gomprenan ket re da goulennoù pa n'eus patrom ebet war ar pajennoù meneget. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 13 Mez 2008 da 16:49 (UTC)[respont]

Hervez ar reolennoù ne dalv ket keroc'h ali ur merour eget hini ne vern piv.
Me gred bezañ lennet tu bennak e veze graet gant tierniezh eus "dinasty". Bianchi-Bihan 16 Mez 2008 da 16:29 (UTC)[respont]

Arzoù ar gweled[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Sklaer eo e vije a-walc'h gant ur pennad. Mirout a rafen "Arzoù ar gweled" da ditl. Ma kav dit ez eus danvez talvoudus er pennad "Arzoù ar Gweled", e vefe ret degas an danvez-se er pennad all. Ha goude-se ne vo ken goulenn e vefe diverket ar pennad "Arzoù ar Gweled", deuet da vezañ diezhomm.

Un dra all : reizh e kavan da evezhiadenn diwar-benn ar "Saint Empire romain germanique". Kavout a ra din e vefe "Impalaeriezh Santel Roman" an anv da implijout evitañ e brezhoneg, diwar skouer ar pezh a gaver e meur a yezh all. A galon, --Llydawr 16 Mez 2008 da 16:36 (UTC)[respont]

Brav! Ha plijet on ivez da c'hallout lenn ur pennad e brezhoneg diwar-benn Hugo Pratt! Ken ar c'hentañ.--Arko 18 Mez 2008 da 21:27 (UTC)[respont]

Ha te oarfe tapout ar skeudenn-se da lakaat er pennad ar c'hoarezed Goadeg? [1]. Bianchi-Bihan 5 Gou 2008 da 16:40 (UTC)[respont]

Kemmet em eus anv ar rummad er pennadoù evit lakaat Rummad: Enepnaziouriezh en Alamagn, a zo bet krouet ur pennad zo dija. Evel-se ne vo ket da glask pe unander pe liester zo da lakaat, na da "zroukziforc'hañ" etre stourmerien ha stourmerezed. Marteze e kavi talvoudus Listenn ar stourmerien alaman enepnazi. A galon. Bianchi-Bihan 7 Gwe 2008 da 03:46 (UTC)[respont]

Ma kerez e lakai da ali war-lerc'h ma hini: [[2]]. Bianchi-Bihan 12 Gwe 2008 da 09:05 (UTC)[respont]
Gwelet em boa da bennad. Ma hini zo chomet treut. Klask a rin lenn ul levr. Bianchi-Bihan 24 Gwe 2008 da 16:50 (UTC)[respont]
N'on ket sot gant ar ger lienerezh. Abalamour ne vez gwisket nemet bugale e lienoù moarvat. Bianchi-Bihan 24 Gwe 2008 da 17:02 (UTC)[respont]
Dilhad-dindan ha dilhad-war-benn. Gwelout Levrenn gentañ Jules Gros, p 133 ha 238 (em embannadur-me). Dindan implijet evel anv-gwan. A-hend-all n'eo ket difennet klask traoù all. T-shirt: e kembraeg : crys-T, distaget crys-ti. Fentus e vije Krez-te e brezhoneg. Bianchi-Bihan 24 Gwe 2008 da 17:30 (UTC)[respont]
Evit poent ne welan da zibab nemet etre reizh ha gwirion.
Diwar vremañ ne respontin ken ma talc'hez da c'hwial e-lec'h teal. +.Bianchi-Bihan 25 Gwe 2008 da 01:41 (UTC)[respont]
Se vije hervez piv eo an haroz. Mar deo Sarko, harozig zo trawalc'h. Mar deo Herakles, harosoc'h, harosañ, pa c'haller: kavout a reer nosoc'h, eus noz. Siriusoc'h, gourharoz a vo mat din ken na vo kinniget gwell: lod a ginnig gourtanvenez, un tamm mat abegusoc'h, neuze... warum nicht ? Mall ganin lenn ar pennad. Bianchi-Bihan 1 Her 2008 da 00:21 (UTC)[respont]
Ma ali am eus roet, met n'eo ret na bezañ a-du ganin, na kemm re vuan. Kemeromp hon amzer. Bianchi-Bihan 5 Her 2008 da 21:01 (UTC)[respont]
Primoc'h? Gant petra? N'on ket kaoz a netra. M'hen tou ruz. Bianchi-Bihan 10 Her 2008 da 03:53 (UTC)[respont]

The Wedding Present[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Klasket em eus... met n'on ket deuet a-benn ! N'ouzon ket petra zo a-dreuz. Merzout a ran ivez n'eus skeudenn ebet er pennadoù e yezhoù all (alamaneg, finneg, japaneg). --Llydawr 15 Her 2008 da 15:58 (UTC)[respont]

Lakaet em eus "oberennoù arzel". Bianchi-Bihan 25 Her 2008 da 01:53 (UTC)[respont]

Laket em eus ar rummad hervez ma'z on boas, met ma tisplij dit tra pe dra, lavar din. Etre tud a gar Giorgione e c'hallor atav en em glevet. Bianchi-Bihan 28 Her 2008 da 18:09 (UTC)[respont]

Danvez ha n'eo ket ken arvarus (ha c'hoazh!)[kemmañ ar vammenn]

Ha reizh e vefe implijout broad vunut evit lavarout "micronation"? (saozneg: micronation, alamaneg : Mikronation). Gwelout [3]. Ken vi lennet.--Ex-Smith 1 Du 2008 da 18:15 (UTC)[respont]

Ober a rafen gant un dibenn brezhonek: broadig. Bet e oan oc'h ober war-dro Sealand n'eus ket gwall belloù, setu am eus boulc'het Priñselezh Sealand. A gendalc'hi pa giri: evidon am eus bec'h a-walc'h gant Tristan da Cunha. Bianchi-Bihan 2 Du 2008 da 01:33 (UTC)[respont]

Renket an traoù ! A galon, --Llydawr 2 Du 2008 da 20:51 (UTC)[respont]

E-touez ar mil tra d'ober dre amañ e vije mat sevel, un deiz, pennadoù db stadoù ar broioù kevredadel, evel "stadoù Alamagn", tre evel ar re all db stadoù Mec'hiko, rannvroioù Italia, ha me oar. Ur soñjig o tremen dre'm fenn. Bianchi-Bihan 21 Du 2008 da 04:42 (UTC)[respont]

Ne oa ket diaes da voulc'hañ, edo an danvez er pennad Alamagn.Bianchi-Bihan 21 Du 2008 da 04:53 (UTC)[respont]
Ma karez e selli ouzh de:Mercédès Jellinek, ha ma kavez e talv ar boan reiñ d'anaout d'ar vrezhonegerien... Bianchi-Bihan 25 Du 2008 da 18:21 (UTC)[respont]


Skeudennoù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Gwelet 'm eus ec'h eus lakaet un toullad luc'hskeudennoù nevez zo. Mat-kenañ ! Marteze e vije unan ganit da skeudennaouiñ pennad ar Redadeg ? --Llydawr 26 Du 2008 da 21:31 (UTC)[respont]

N'eus nemet tapout anezho eus al lec'hienn: n'eo ket int a deuy da glemm. Bianchi-Bihan 27 Du 2008 da 12:30 (UTC)[respont]
Ma ma lakfes anezho er wiki gallek ivez, kement hag ober? Bianchi-Bihan 29 Du 2008 da 11:17 (UTC)[respont]

Dispar! Ha gourc'hemennoù dit a-hend-all ! Da bennadoù diwar-benn ar boued a blij din. --Llydawr 1 Kzu 2008 da 17:03 (UTC)[respont]

Bet o welet de:Brustwarzenpiercing, ma tesker emañ Kabilya e Maroko. Bianchi-Bihan 29 Du 2008 da 18:27 (UTC)[respont]
Skrivañ a rez: Brudet eo evit he heuliad tri romant. D'am soñj n'haller ket merkañ an abeg gant evit, met ar pal. Se zo kaoz e tennan evit. A galon. Bianchi-Bihan 30 Du 2008 da 16:22 (UTC)[respont]
Pennadoù finij, kelenn, derv, bezv, zo. Warum nicht mangez, 'mon-me?Bianchi-Bihan 5 Kzu 2008 da 21:16 (UTC)[respont]

Taol-veskañ[kemmañ ar vammenn]

Ne dostain ket ouzh seurt pennadoù, met un daol-veskañ a soñje din e oa un daol gegin. Mar deo da veskañ sonioù, her vez ar skeudenn, marteze e vije mat lavarout en anv. Ur soñjig, traken, goulenn o ali digant tud all. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2008 da 20:04 (UTC)[respont]


Salud dit Er pennad interesant az teus savet "Rannoù Waffen SS" az teus skrivet Aozet evit formé. Da'm soñj e vefe kentoc'h da dreiñ gant savet. Aozañ zo kentoc'h adapter, préparer. A galon --Kadwalan 8 Kzu 2008 da 10:16 (UTC)[respont]

Salud dit ! O vont da sevel ur pennad evel-se e oan met graet 'peus araozon ! War a seblant out troet gant traoù India. Mat-kaer ! Souezhet on bet gant ar frazenn "Implijet e vez e broioù ar c'hornôg, padal ne vez ket implijet en India, ha gwelet e vez eno evel ur ger negativel". Ar wech kentañ din klevet pe lenn se. War a seblant e teu ar frazenn-se eus ar pennad gallek diwar-benn Bollywood. Er pennadoù e yezhoù all e kaver ur frazennig ma lavarer e kaver abeg en India en anv Bollywood ha netra ken (alamaneg : "Der Begriff Bollywood trifft bei indischen Bürgern und Filmschaffenden auf Kritik, weil sie ihre Studios nicht gerne mit den westlichen Filmstudios von Hollywood verglichen haben wollen"; saozneg : "Though some deplore the name, arguing that it makes the industry look like a poor cousin to Hollywood, it seems likely to persist "). Lennet em eus ar pennad-kaoz gant Emmanuel Grimaud war al lec'hienn eurasie.net meneget en notennoù (Pennad-kaoz gant an anthropologour Emmanuel Grimaud diwar-benn Bollywood) met n'eus ket anv eus se e-barzh. Me 'gav din e vefe gwelloc'h diverkañ ar frazenn pe d'an nebeutañ kemm anezhi. A galon, --Llydawr 13 Kzu 2008 da 09:07 (UTC)[respont]