Kaozeadenn Implijer:90.32.246.41

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Demat deoc'h, Troet ho poa pozioù Cant del Barça e brezhoneg diwar ar c'hatalaneg. Ha peursur oc'h eus implij ar ger "granat" ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Ebr 2016 da 07:21 (UTC)[respont]

Demat deoc'h ivez,

N'ouzon netra diwar-benn ar futbol, setu em eus troet diwar ar c'hatalaneg ha gwiriekaet livioù ar Barça, peogwir e ouzon e vez lavaret sang et or eus livioù Katalonia e Perpinyà.
Evit bout suroc'h, rak gwell eo daou ali eget unan hepken, lennit 'ta (ca) Futbol Club Barcelona ha (fr) Maillot du FC Barcelone.
"Ruz" (gorriak) eo en droidigezh euskarek, chomet eo blaugrana e koreaneg, "ruz" (czerwono) eo e poloneg, "granat" (granátových) a lenner e sloveneg/tchekeg, "granat" ivez (гранатових) en ukraineg ha "ruz" (đỏ) e viêtnameg ; kement-se holl diwar ar pennadoù Wikipedia a bled gant Cant del Barça.
Mar deo ar ger granat e-unan a zo ouzh ho tirenkañ, emañ en holl c'heriadurioù a zo em c'herz, koulz evit ar maen hag evit al liv.

Trugarez deoc'h --90.32.164.47 15 Ebr 2016 da 08:03 (UTC)[respont]
N'on ket direnket gant ar ger "granat" tamm ebet daoust na'm eus ket kavet an anv-gwan-mañ e geriadur ebet (em c'herz evel-just). Hini F. Favereau a ziskouez RUZVOUK, RUZ-MOUK ha hini R. ar Glev 2. Couleur Liv-granat. Ken eeun ha tra 'ta...--Prieladkozh (kaozeal) 15 Ebr 2016 da 09:17 (UTC)[respont]
Un draig all : n'eo ket gwall blijus kas ur gemennadenn d'un den 90.32.246.41 e IP ha degemer ur respont digant un den 90.32.164.47 e IP !...--Prieladkozh (kaozeal) 15 Ebr 2016 da 09:43 (UTC)[respont]

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.