Kaozeadenn Implijer:2.13.89.220

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

War un dro pe war an dro a gavi o-daou e Geriadur an Here. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2012 da 17:42 (UTC)[respont]

Nemet ez eus un diforc'h etre an daou stumm : amresis eo war un dro e-keñver an amzer, resis eo war an dro, a ranker implijout pa veneger ur poent resis en amzer, evel "e deroù 1314". Ur yezh resis zo deuet dimp gant ar Vretoned kozh, doujomp dezhi.2.13.89.220 5 Kzu 2012 da 18:05 (UTC)[respont]

Marteze ne zouj ket ar geriadur-se ouzh ar yezh? Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2012 da 18:30 (UTC)[respont]

N'eur ket tost da embann ur geriadur peurglok, neuze e ranker selaou, lenn hag emsoñjal kent komz pe skrivañ. Flac'hoù eo ar geriadurioù, tra ken. Diskalfañ ar yezh a ranker a-wezhioù.2.13.89.220 5 Kzu 2012 da 18:42 (UTC)[respont]
...Ha pa venegez Geriadur an Here, dav e vije e lenn kent skrivañ "ne zouj ket. . .*ouzh ar yezh".2.13.89.220 5 Kzu 2012 da 18:45 (UTC)[respont]

Marteze n'emañ ket pep tra e pep geriadur? Kaout doujañs da, e Geriadur an Here, ouzh, e Geriadur Ménard. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2012 da 18:55 (UTC)[respont]

Mar droukveskez doujañ ub ha kaout doujañs ouzh ub (GaH ivez) e rankez adstudiañ yezhadur hag ereadur ar brezhoneg, pa ne c'hall ket ar yezh-se gober gant *kaout doujañs ub. C'hoazh ur wezh, n'eo ket dre ar geriadurioù hepken e tesker ene ur yezh. N'on ket souezhet gant da zoareoù avat, goude bezañ lennet ar pezh az poa kredet skrivañ aze d'ar 27 a viz Eost diwezhañ.
Berzet a-walc'h e oan bet, pa oan bet pedet nevez zo gant ur mignon da deuler ur sell war an nebeud pennadoù skiantel a zo er Wiki-mañ (brezhoneger a-vihanik ha kelenner war ar skiantoù on) : taget e vijen ganit, pa dagez a-hed hag a-dreuz ; meur a genoberer zo aet kuit abalamour da 'z spered tort. Gwir a lavaras, siwazh ! Ar Wiki-mañ eo an darvoud gwellañ zo c'hoarvezet gant ar brezhoneg abaoe 1977 (Skol Diwan), hag evel-just ez eo trawalc'h gant 1 den eveldout evit e ziharpañ tamm-ha-tamm met dizehan... Em soñjal a rin adarre kent krouiñ ur gont, kuit a vout bamdez chikanet, evel e Son ar Sistr.2.13.89.220 5 Kzu 2012 da 20:24 (UTC)[respont]
Marteze out kelenner war ar skiant, daoust ma rez anv eus ene ur yezh ha ne seblant ket din bezañ skiantel, met ma kredez e tagan a-hed hag a-dreuz war zigarez ar frazenn gentañ am eus skrivet uheloc'h (War un dro pe war an dro a gavi o-daou e Geriadur an Here) n'on ket 'vit kompren.
Peurvuiañ ne daolan sell ebet ouzh ar pennadoù skiantel.
Db ar spered tort, n'eo ket ret dit krediñ kement teod fall zo er vro.
War un dro a gavi ivez e geriadur Hemon-Huon. Tud a spered tort? Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Kzu 2012 da 04:18 (UTC)[respont]

Na pelec'h e oas pa oa bet ingalet ar fegez ? Reizh eo an daou stumm, met un diforc'h zo etrezo e-keñver an amzer, faziet e oas, reizhet eo bet, mat pell zo. Perak tabutal er vann ? N'out ket evit gouzañv ma vije degaset kemm pe gemm el labour a embannez ?
Ne vir ket bout ur skiantour ag ober gant bommoù nann-skiantel, n'omp ket tud ker strizh o spered ! Un ene zo d'ar yezhoù, evel-just, evel ma 'z eus unan gant al linennoù (gw. Langleiz) ; "blaz ar yezh" eo an ene-se, mar kavez gwell, a dañvaer dre an diforc'h a ene a zo etre div yezh pa eztaolont ur meizad — alese bommoù na c'haller ket treiñ war-eeun eus ur yezh d'eben, evel an diforc'h war an dro/war un dro dres a-walc'h.
Ne gredan den ebet hep gwiriañ, ha gwiriet em eus dre lenn ar Wiki-mañ — ar pezh na vir ket ouzhin a gaout plijadur gant lod pennadoù bet savet ganit ; lod all avat a gavan diskempenn (degaset war-eeun eus Wikioù all hep treiñ, listennadoù diezhomm, diouer bras a zaveennoù), pa 'z eo anat e vourrez o lakaat kresk er c'honter hep bout chalet gant al lennerien. Krennarded, likezidi, studierion a dro war-du Wikipedia da gavout ditouroù, ha gwall dreut eo ar boued a roez dezho peurvuiañ.
C'hoazh ober dave d'ur geriadur, d'ur flac'h, ha da hini HH, a zo ur c'heriaoueg... Tañva da yezh 'ta !, gant al lugan kozh e oa ar wirionez dija.2.14.57.181 6 Kzu 2012 da 18:33 (UTC)[respont]

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.